AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (14)
Esmae. From. Trefu… geriennoù da blakañ naet war skridoù turgnet Youenn Drezen, geriennoù skedus o livañ gwirionez e gizidigezh wirion hag o pentañ koulmed ar goanag…. Ha, fez, se hep bezañ hegredik ! Geriennoù pervezh diwanet en e greizon da lemel e armoù skrivagner. Na pezh skrivagner ! Ya, emitu !
Selloù war ur gizidigezh all, selloù war hon drivliadennoù. Ha lennet e vez traoù heñvel en lennegezhioù all ? Hini ar galleg, hini ar saozneg, hini ar spagnoleg, entre reoù all ? Ya, anat. Lennegezhioù darempredet kaer gant hon Youenn. Paotr al lenn hag ar blijadur o lenn. Ha dibarelezh skridoù hon Youenn, just a-walc’h, n’emañ ket en helebini-se, nann avat, emañ en doare ma vez rentet gantañ, en e yezh, en hon yezh, gant e gizidigezh, hon c’hizidigezh, kement elfenn a vuhez etre kavell ha bez. Yann Gwilhamot, Doue d’e bardono, bet war ar varskaoñ nevez zo siwazh dimp, a ouie re vat eus petra zo anv aze. Dont a ra da soñj din komzoù kozh ha pouezus Alan Stivell er bloavezhioù 70, evel un tarzh hir c’hortozet, taolet evel ul lugan nerzhus d’ar pevar avel : « Ha re eo goulenn bevañ ? ». Bevañ… Hennezh eo ar ger bras : bevañ evel brezhonegerien ha brezhonegerezed, ar pezh zo dinac’het krenn dimp. Al lennegezh, unan eus hon armoù.
Strafuilh kentañ ar paotr en e amourousted kentañ. Trubarderezh ar santimantoù, an direteriñ evel ketal troellennoù e brederi paotr yaouank. Distro hag addistro d’ar c’hetal buhez all : sunañ frondoù, skeudennoù ha trefu ur vuhez dic’hortoz en tu all d’ar Pireneoù. Salokras, hon Youenn a ouie diwar e skiant-prenañ. A-viskoazh em eus-me bet karantez, ur garantez tener evit e novela all, Sizhun ar breur Arturo. Un incipit en deus laosket e roudoù war ma spered, war hon speredoù… « Azen louet ar gouent en em lakaas da hinnoal. Un azen yaouank e oa, ha ken hir, ken fonnus, ken start e trompilhas e joa-bevañ : madelezh ar peuriñ, ha levenez heol an abardaez e natur Doue, ma voe stad en iliz kozh moredet en he zeñvalijenn. » Hag un tammig pelloc’h « Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz… » En un tonkad emañ an azen hag ar manac’h yaouank, pan eo hon breur Arturo o kaout ar vaouez a reuzio kousk trubuilhus e nozvezhioù. « Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent. » Pep tra lâret ha kemennet kaer. Seurt all !
« Tomm gor e oa an noz. Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus he speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.
N’oar ket re vat pe emañ oc’h hunvreal, pe emañ e-kerz gwidreoù enebour mab-den. Bremaik, dres e-giz ma voe livet, un drugar, gant Murillo, ar arzour meur, eo tarzhet dirak e selloù, e-kreiz un nijad aeledigoù kuilh ha noazh, ar Werc’hez dibec’hed, gant he zreid benniget war gresk al loar, he daouarn juntet ganti war he c’halon, he selloù goursavet ; ha ken azeulus he dremm, e stern kurunenn he fennad blev fuilhet war he diskoaz !…
Ha setu ma fiñv ar skeudenn santel. Mousc’hoarzhin a ra Gwerc’hez Murillo. Ya ! mousc’hoarzhin a ra ez-hegarat ouzh al lean yaouank. O c’holeiñ he diskoaz n’he deus mui nemet gouel hir ha fennad blev du. Ha setu ur vronn o tifoupañ, gwenn-kann, heneuz, a-douez mantell ar blev. Damverzhout a ra bremañ ar c’housker furmoù all, maouezed peuzziwiskoc’h an eil re eget ar re all. Korfoù blouc’h o c’hroc’hen liv an erc’h, dezho pennadoù blev du hir betek o dargreiz gwevn, ha lorc’h enno gant o brennnid dizolo. Mousc’hoarzhin a reont, o lugerniñ outañ.
Treiñ ha distreiñ a ra ar paotr dindan e zilhad-wele. Soubet eo en e zour-c’hwez. Tanet eo e wad e-giz gant pebr ruz ha pebr glas. Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.
Ha klevout a ra ur vouezh, ouzh e c’hervel, notennoù un delennadeg, tomm evel hud… Digeriñ a ra e zaoulagad. Nann ! N’eo nemet ul labous o kanañ el liorzh kloz. »
(…)
« En traoñ, e-harz mogerioù serzh ar manati, war skourr ur werzenn-ber, e kendalc’h an nozkaner, un eostig, gant e serenadenn. Du-se, pell pe dostoc’h, en alamandezenned ha gwez-kraoñ al liorzh koz e taol eostiged all, her ha taer, o zio ! tio ! tio ! bagol, ma tasson kili an diribin, e-giz ma vije ur palez strink. Mezvet eo ar ganerien gant o fringol o-unan ha gant anal domm an noz. Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwezh galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz, ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn. » Pêr Denez hag a oa sot gant ar bleunioù a brize an tamm-se eus ar skrid sur a-walc’h, un tamm a c’haller lenn hag adlenn lusket gant Concierto de Aranjuez, gant un adagio awenet gant he liorzh just a-walc’h. Bezañ dindan gazel-gê…
En roued an esmae don kentañ emañ hon breur Arturo, ur breur kar-tost-heñvel d’hon Youenn pan oa krennard. Ur roued stignet gant un amourousted par d’an azulejos liesliv, flimin, liesstumm hag a verk kognoù kuzhetañ goudor mab-den o tec’hout diouzh un heol gor ha kras pare d’e zeviñ gant un tan na c’haller ket kafuniñ : tan ar garantez, tan dallentez ar garantez.
Pikpusiñ ne oa ket mui diouzh grad hon Youenn abaoe e zistro d’e vro… Sede, leuskel an aridennad santadurioù, frondoù, santimantoù da darzhañ en kreiz e galon… pe e spered ? Tarzh ar santadurioù, tarzh ar frondoù, tarzh ar santimantoù, diouzh m’en dije gallet skrivañ hon Yann-Eozen Jarl.
E vêr gant an trefu en kreizon unan a oa tonket da vont da veleg pe se… Un trefu o tigeriñ da santadurioù nevez ha dianav betek-henn… Gras da oberenn Bartolomé Esteban Murillo nemetken ? Nann, avat, hag a-raok pep tra, gras d’ar melezour distummer a ra ar monedone entre ar vuhez wir hag ar vuhez hunvreet : poltred ar Werc’hez koublet gant trefu ar breur Arturo. Ha Murillo (1617-1682), paotr Sevilla ne ouio morse petore vad en devo degaset d’al lennegezh vrezhonek ! Dezhañ marteze e vo aotreet kaout e anv war ur blakenn en kêr Ponad. Piv’oar…
« Ne vin na manac’h na beleg ! », eo ar ger diwezhañ distaget gant hon breurig, war an hent neuze, da vont gant e oad gour. Un heklev da gomz krenn Paol Tirili : « An dour benniget ne dorr ket din va sec’hed. »
Amzerelezh disjuntret oberenn Youenn Drezen a lak splann darempredoù niverus entre lod eus e harozed. Herri Maheo ha Paol Tirili : peadra da lakaat An dour en-dro d’an inizi da vezañ un enep-apostilhenn, mard on aotreet da skrivañ kement, da Itron Varia Garmez… Daou arzour dirak o obererezh ha dirak ar garantez… koefet gant broud ha c’hoarzh ar breur Arturo, pa n’eo ket gant broud ha c’horazh Veig Trebern e-unan… Nerzh ar skritur ha teneridigezh ar vemor…
Herve Bihan
Levrlennadur
Youenn Drezen, Itron Varia Garmez, Skrid ha Skeudenn, 1941 (adembannet gant Al Liamm, 1977, ha gant Aber, 2012).
Youenn Drezen, Sizhun ar breur Arturo, Al Liamm niv. 14, Mae-Gouere 1949, pp. 37-66.
Youenn Drezen, Sizhun ar breur Arturo, Al Liamm, 1971 (en stumm ul levr).
Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, Eil lodenn, Al Liamm, 1973.
Youenn Drezen, An dour en-dro d’an inizi, Gwalarn, Niv. 42, Mae 1932, 48 pajenn.
Nicole Le Dimna, Palimpsestes franco-bretons, L’autotraduction de Youenn Drézen – Textes inédits de Youenn Drézen, L’Harmattan, 2005, 192 p.
Bernez Rouz (embanner), E koun Youenn Drezen (1899-1972), Embannadurioù Al Lanv, 2022, 401 pajenn.
Alan Stivell, CD, Dublin (National Stadium – Live), Keltia III, 1975 & 2005.
Joaquin Rodrigo, Concierto de Aranjuez, Luskad II, Adagio :
Richard Anthony, Aranjuez mon amour, 1967 : https://www.youtube.com/watch?v=8Pi35dbSGIY
Ar Werc’hez gant Bartolomé Esteban Murillo, 1660-1665, Mirdi ar Prado, Madrid : https://www.museodelprado.es/en/the-collection/art-work/wd/76179d81-beaf-4f9e-9a05-ef92340a00d1
Ar Werc’hez a oa en gweledigezh ar breur Arturo…




