
Bec’h d’ho kreionoù ! A vos plumes !
Ur bannac’h gwin tomm
Breur kozh, Kae davit Kae da-vit !
ha strinkomp holl bep a lomm
D’ur bloavezh digovid
Un coup de vin chaud vieux frère vas vite nous chercher et trinquons nos verres à une année sans covid !
Kroget mat eo miz Genver. Poent mont war-raok gant an hetoù.
Le mois de Janvier s’avance, il est encore temps pour les voeux.
Evit lâret simpl ha brav gant Fañch Peru deus a Goñford Berc’hed:
“Miz Genver, ur bloavezh dibreder d’an holl a heter”.
Janvier , une année sans soucis à tous on souhaite”.
A hend-all, biskoazh kemend-all, n’hon noa ket gwelet ar bokedoù-hañv ken abred-se c’hoazh. Adalek an 18 a viz Genver e vezent gwelet a-degadoù war kleuzioù zo en Trevoù. Daoust abretoc’h c’hoazh vo an nevez-hañv geltiek ? La précocité des primevères cette année interroge : le printemps celtique est-il en avance? (hiver celtique du 1er novembre au 31 Janvier, printemps du 1er février au 30 avril).
Diwallomp ‘mestra: klevet ‘vez an evned o kanañ dija ,
attention, les oiseaux se risquent au chant, dont le merle moqueur…
met… “Pa glever ar voualc’h a-raok an drask
an hini n’eus ket a geuneud
‘ c’hell mont c’hoazh”.
Comme dit le proverbe ” lorsqu’on entend le merle avant la grive,
celui qui n’a pas de fagot peut encore aller en chercher”.
Sed ac’he tudoù . Kas a rin hiroc’h deoc’h gwech ha gwech all.
Affaire à suivre donc …
message de Harry Madell
Bec’h d’ho kreionoù! Kasit ho tammoù skridoù, barzhonegoù, danevelloù, keloioù, istorioù fentus hag all d’an NewsLetter.
A vos plumes! Envoyez vos articles autour du breton, poèmes, nouvelles, infos, histoires drôles à la NewsLetter!