AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (53)
Rozenn Ronsard troet kaer gant Frañsez Vallée. Ur Rozenn all diwar unan dianav. Sed aze rozennoù hag a ra vad dimp. N’int ket rozennoù ar preder, tamm. Nemet war an amzer o vont, o vont, hep na c’hallfemp seurt.
Rozennoù frondus en ul liorzh tost d’hon c’halon. Liv, frond ha kened a viromp diouzh ar rozennoù.
Unan zo tost d’am c’halon. Degas a ra soñj eus un amzer bet, met bet gant unan ha n’eo ket me. Ur vamm-gozh din a lâran.
Moarvat e ouvezit penaos e oa bet reuz tro-dro d’ar skolioù katolik en 1905. Ni oar re vat zo lod skolidi a oa bet kaset da Spagn pe da Euskadi, lec’h zo liorzhoù frondus ivez, liorzhoù espar. Un eñvor d’hon Jakezed ha d’hon Youenn.
Lod skolidi a oa bet kaset en tu all d’ar mor, hon mor. Ma mamm-gozh, aze, hag a oa en Landreger dindan skoliata ar seurezed a oa bet kaset gant he c’hoar da gêr vihan Malvern, dres a-c’haoliad war ar vevenn entre Saoz ha Kembre, en lec’h oa ur skol all d’o degemer. Ha seurezed all ivez !
Hirik ma danevelliñ, n’eo ket ? Ma, petore liamm gant ar rozennoù eta ? Diwezhatoc’h, kalz diwezhatoc’h em boa bet tro da gavout ur rozennoù anvet « Malvern Hills ». Ha bremañ zo ur re em liorzh o teurel frond, liv flimin, eñvor kuñv…
« Ouzh ar beure ar rozenn
Perlezet gant ar glizh-mae
A lâr d’an neb a dremen :
‘Na koantik-holl ez on-me.’
Da serr an noz ar rozenn
Bet glavik e-pad an dez,
’Lâro gant ur glemmadenn :
‘Ez a kuit ar vraventez’ »
Eme ar barzh dizanv. Unan diskoachet gant Pêr, hon Pêr-ni. Ur barzh hag en devoa peuret er memes park evel ar Ronsard marteze ?
Talout a ra ar boan adreiñ tamm kentañ troidigezh pe azasadenn hon Vallée :
« Koantenn, deomp da wel’t ar rozenn
He doa, en heol-beure laouen,
Diglozet he sae, holl-lirzhin –
Ha n’he deus ket, en endervezh
Kollet liv-flamm he barventez,
’Vel hoc’h hini flour ha livrin ? »
Met rozennoù all zo. Rozennoù preder. Rozenn Du Roparz Hemon. Ur rozenn all, Rozenn miz Du Abeozen :
« Ar rozenn a weñvo dindan anal miz Du,
hogen Mezheven splann zo c’hoazh bev en he frond
dedennus ha tanav, ma trid ennañ fenoz
ene mezevennus an Hañv kaer aet da get.
Dit em eus degaset rozenn Gala-Goañv.
Selaou ouzh ar gentel a ro en ur vervel
ar vleunienn gizidik, gwad ha goularz he liv,
a oar ez eo Ebrel bugel d’ar mizioù skorn.
Ifern an anoued, risklus d’ur galon vresk,
n’eo ken un harlu berr d’ar rozenn divarvel.
Ar reuziad ne bado nag e ankenioù lous.
Gweñviñ ’oar ar rozenn evit kaeroc’h genel. »
Rozenn Miz Du hon Abeozen zo evel un heklev da Rozenn Du hon Roparz. Heklev ne lavar ket int heñvel, ne lavar ket zo anv eus ar memes awen. Un heklev ret.
« Eno n’eus c’hoarzh na didu,
Tra nemet gloaz, hag an anken, hag azrec’h,
Preder ar spered ha striv an divrec’h,
Ha dremmoù tud glas evel al ludu. »
Gwerzennoù du gant hon Roparz. Kempouezet gant gwerzennoù skañvoc’h hon Abeozen. Ur c’hempouez ret. Adheklevet gant hon Roparz avat :
« Ur fervder sioul, ur splannder dic’houloù
A sav, trec’h d’ar galon ha d’he zonkad,
Diouzh ar rozenn, peurbad en he c’hened ».
Harpet war an oksimoroù. Un oksimoroù ret.
Ul lennegezh a heklevioù eo hon lennegezh. Heklevioù dassonus, joaius, doanius ivez, met heklevioù hon drivliadennoù : « …ar rozenn, peurbad en he c’hened. »
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991.
Frañsez Vallée, Ronsard, Sav, Niv. 30, Goanv 1944, p. 30.
Abeozen, Rozenn miz Du, Niv. 160, Kerzu 1943, pp. 245-246.
Per Denz, Barzhaz – kant barzhoneg berr – 1350-1953, Al Liamm, 1953.




