Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 126

Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 126

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 126
Un Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs. Kronikenn 126


AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (60)

60vet kronikenn… Tri-ugent kronikenn a garantez evit Gwalarn. Ma fal a oa uvel, evel m’eo uvel danvez ar c’hronikennoù-mañ : rannañ gant an dud ma flijadur o lenn, oc’h adlenn skridoù Gwalarn. Plijadur o lenn. Ya, met ivez, en tu-hont da gement-se, klask kompren petra eo al lennegezh-se hag a ra zo ac’hanomp-ni, brezhonegerezed ha brezhonegerien, bras ha munut, en dez a hiziv.

Trugarekaat d’am lennerien, trugarekaat evit o evezhiadennoù, o respontoù, o selloù karantezus. Trugarekaat da Iwan, Fulup ha Fulup, Herve ha Herve ha Herve, Erwan, Dorian, Ronan, Alan, Riwanon ha Riwanon, Nerin, Brendan, Gwion, Yann-Erwan ha Yann-Erwan, Lanwenn, Gerard, Naig, Dominig, Andre-Yves, Lena, Cedric, Faned, Louis-Jacques, Tudu, Gwendal, Tomaz, Yann, Eric, Gildas ha Gildas, Bernez, Christian, Sylviane, Malo, Daniel ha Daniel, Gireg, Eva, Éamon, Charlie Padrig, Gilles ha n’ouzon ket mui piv all. Lennerien an Trevoù ivez ! Ankouaet anvioù… Pardonet e vin ?

Tud zo zo en em roet korf ha kalon el lid kant vloaz Gwalarn, àrlene : Charlie Grall, Bernez Rouz, Riwanon Kervella, Fulup Lannuzel, Anton Burel, Cédric Choplin, Erwan Hupel… ha tud all c’hoazh, asambles gante, pe en-dro dezhe. Hep ankouaat ar reoù o deus embannet evel Padrig an Habask, Tudual Huon… pe ar re o deus graet al labour maketenniñ pe kelaouennoù pe levrioù pe pennadoù (Jerom, Tudeg, Brendan, Magali hag Anne-Sophie a oar re vat pegen dleour omp holl dezhe abalamour d’o labour aketus ha diziouerus). Ankouaet ’m eus anvioù, tremen sur. Marteze e vin pardonet marteze ne vin ket, me hag a stourm kement ouzh an ankounac’h. An ankounac’h ar gwashañ enebour ouzh hon gedal, ambrouget gant e vignon fealañ, an adskrivañ-an-istor. Kuzul ar Brezhoneg, an Alarc’h, al Lanv, al Liamm… ar gwellañ armoù a-enep an ankounac’h…

Padal eus tu an dilennidi eo bet berr o c’hemer perzh… Skort zoken. Kant vloaz Gwalarn a oa da vezañ lidet war an ton bras gant ar pennadurezhioù. En pelec’h e oant ? Un nebeud bloavezhioù zo e ouvezent diskouez beg o fri (hael, anat deoc’h) pan ouvezent e oa mouezhioù da rastellat evit ur votadeg bennak. Ma, un nebeud dilennidi o deus bet gouvezet ober un dra bennak talvoudus, memes tra, ha se hep emholc’hiñ an enorioù, didrouz hag efedus. Ur pezh trugarekaad dezhe ! Met en pelec’h emañ engouestl hollek ha divrall ar bed-se ? Ar Rannvro a oar voti yalc’hadoù evit saveteiñ un treust luduet ha mac’hagnet bennak en Iliz-Veur Pariz goude an tangwall en devo torret kement kalon zo, nemet ma hini nag ho hini marteze. Hini Iliz Tremael zo manet dindan an trivliadoù, bepred. Iliz-parrouz Tremael, Iliz-veur Pariz, pff… Ha neuze ar Rannvro o kemer intrudu da lidañ, en hec’h anv, emsav Gwalarn ? Ar votadegoù ne oant ket tost a-walc’h, moarvat. Ha forzh penaos, petore plas gwirion evit ar brezhoneg en Breizh a-berzh ar bolitikourien ? Petore gwirioù roet d’ar vrezhonegerien ? Rak n’eo ket ar brezhoneg zo en kaoz, met ar reoù a ra gantañ…

Perak ? Abalamour da betra ? Petra zo kaoz ? Aes ar respont da gaout : e vêr en kultur ar Vae victis… Kultur pe azoniad, ne vern. Ar reoù trec’het… tavit !

Komzoù c’hwerv ? Moarvat, met se eo ar wirionez wir evel ma lâre unan a oa kar-tost din…

Ne vern, hon stourm gwellañ eo derc’hel da gomz ha da soñjal en brezhoneg. Kentel Gwalarn.

Notennig : adalek ar sizhun a zeu e vo kaoz eus anvioù-lec’h. Un danvez disheñvel, met pegen pinvidik ha pegen kentelius evit kompren ar vro, an dud, o istor hag o amzer-dazont…

Se ne viro ket diouzhin a ober anv eus lennegezh d’ur c’houlz bennak !


Herve Bihan

Le Studio - Agence de création graphique et web