AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (35)
Ar barzh en enkrezioù bras. Ar barzh o tanevelliñ ar stourm zo en e zonig-don, en e intim. Glaou ruz an trivliadoù o veskañ gant reoù ar c’hrouiñ, renet gant an awen oc’h enebiñ ouzh an dic’hoanag.
Ur varzhoniezh da bareañ ? Ur varzhoniezh da sioulaat trivliadoù re greñv ? Ur varzhoniezh da ginnig un emgannlec’h etre c’hoant ha dic’hoant ? Ur varzhoniezh, mamm ar soñjezennoù sanket mat en donig-don ar skrivagner ? Ur varzhoniezh, keniterv al lavar, arm lemm al lennegezh ?
Kement-se holl, moarvat. Ha marteze nebeutoc’h, ha marteze muioc’h… Ar varzhoniezh zo en ene mab-den.
« Ar varzhoniezh, koulskoude, a ziwan er spered. N’eus kemm ebet, er feur-se, etrezi hag al lavar-plaen. Hag a-zivout stumm al lavar-plaen ivez e c’haller menegiñ plijadur ar skouarn. Ar c’hemm etre lavar-plaen ha barzhoniezh, krenn en diabarzh emañ, ha n’eo ket en diavaez.
E penn ar c’homzour-plaen e sav ur mennozh diouzh egile e-giz ur skourr diouzh kef ur wezenn : n’eus na harz na kleuz etrezo, hag e c’hellit heuliañ aes-meurbet. E penn ar barzh e tarzh an eil mennozh e-kichen egile, e-giz ur skeudenn en ur melezour : harzoù ha kleuzioù diniver etrezo, hag e rankit lammat da gompren. » Eme hon Roparz. Ur varn a-berzh ur barzh yaouank hag a oa en enkrezioù bras. Ur barzh hag a oa o klask petore stumm a c’halle (ranke ?) tapout hon barzhoniezh vodern.
« A-beban e teu avat ar c’hemm-diavaez etre komz-plaen ha barzhoniezh ? Perak e heuilh stumm ar varzhoniezh peurliesañ reolennoù strizh, e pep bro hag e pep amzer, ha perak ez eo stumm ar yezh plaen digabestr ? » Emezañ c’hoazh.
Bezet a vezo, hon Roparz a oa bet « c’hoarier » a-walc’h. Ya, goût a ran n’eo ket brav ar ger « c’hoarier » amañ. Hon Roparz a ouie re vat petra a oa un taol-arnod koublet gant ur c’hoant da gas al lennegezh pelloc’h.
Soñj hoc’h eus en devoa embannet ur barzhoneg kaer « Barzhoneg evit Kreiz ar Bloaz ». Ur barzhoneg a oa chomet war e spered. Netra da cheñch en danvez, emezañ ivez. Chigardet e oa hon Roparz gant ar stumm.
Sede zo un tamm skrid all, embannet er memes bloaz evel ma oa hini e varn war e varzhoneg : « Ar beajour skuizh. ». Titloù disheñvel etre ar barzhoneg hag ar skrid-se. Re wir. Met an neb a lenn a wel eo ar memes danvez, betek ar memes geriennoù.
Ur melezour d’ar barzhoneg, d’ar barzh marteze ? Un diptik, sur. Ur barzhoneg hag ur skrid en komz-plaen o terc’hel kaer an daou du eus ar melezour. Melezour trivliadennoù ar barzh.
Komz-plaen o timeziñ gant ar varzhoniezh.
« Pa vezan skuizh o vont, – setu me e-kichen ar mor ; an hentoù, gwelout a rit, hag an holl girri a gas d’ar mor, – e choman pell war an traezh, hag e nij va soñj etrezek broioù va c’halon.
Inizi ; stêrioù ; kompezennoù bras ; tiezigoù beuzet en heol, ha roudennoù an hent-houarn o steuziañ dreist an dremmwel. Hogen skuizh e teuan prim ivez gant kement-se.
Kêrioù a glaskan neuze. Kêrioù ledan, melen ouzh bannoù kentañ ar beure, d’ar mare sioul meurbet etre an dihun hag al labour, pa vez c’hoazh pep ti ha pep iliz dizigor, ha pep trouz dic’hortozet e gwerc’hted ar mintin roue. Hogen, pa vrall ar chleier, pa storlok ar stalafioù, pa wigour ar c’hirri, pa baouez an dud a hiboudiñ da gomz uhel etrezo…
E kern pe venez didud ?
Krenañ a ran. Aon am eus. Ha ma chomfen va-unan-penn gant va spered ? Va-unan-penn, evit ur predig-amzer nemetken. Kement am eus lavaret, kement am eus graet ne oa nemet evit tec’hout diouzh va spered. Dour glan, n’em eus graet netra, nemet strafuilhañ da c’horre gant biliennoù dister.
Meur a zen ha meur a dra a zo stag ouzh va c’halon. Ha n’eus nikun, ha n’eus netra a zo stag ouzh va spered. Va c’halon a lavar din : « Pelloc’h. Amañ. Ahont. Du-se. Deus en-dro. Kerzh. » Va spered a vousc’hoarzh an holl amzer, ha ne lavar grik.
En aner e fell din lakaat va spered da varn trivliadoù va c’halon. « Spered, emezon, ren va buhez. ». Va spered a ra goap din. E zoujañ a ran evel un estren. Ne gredan ket tostaat outañ. A-boan sellout outañ zoken. Va c’halon baour a ra he fenn. War he lerc’h ez a va buhez.
Hiziv on skuizh. Warc’hoazh e vin diskuizh. Petra ’rin ?
Ne ran ha ne lavaran netra gant asant va holl ene. Va c’halon a gomz atav. Difrom e chom va spered. Ha pa vefen en toull-bac’h, e vefe dieub evel an aer. Va spered ne gar netra. Va spered ne gar nikun.
En abeg dit, spered, ne sankin biken en dic’hoanag.
Bremañ, c’hoariomp, bugale, tra ma ruilh an Amzer doueel war follentez an dud. »
Penaos e c’hallfemp lâret n’eo ket ar skrid-mañ ur barzhoneg. Gwir eo, herie eo kalz aezetoc’h embann an traoù, a-seurt-se. En pelec’h emañ ar vevenn etre gwerzennaouiñ ha sevel komz-plaen ? Hag unan zo ?
N’ouzon ket. N’onn ket, a lârfen en naturel. Met, salokras, klask lakaat ar bevennoù-se zo klask lakaat un disparti broadelezh lennegel etre ar barzhonegoù… ha kement-mañ en abeg d’o stumm ?
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Ar beajour skuizh, Gwalarn, Niv. 11, Trede bloavezhiad, Diskaramzer 1927, pp. 3-4.
Roparz Hemon, Barzhoneg evit kreiz ar bloaz, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 22-25. [embannet war Gwalarn en 1925, da gentañ]
Roparz Hemon, Stumm ar varzhoniezh, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 225-233. [embannet war Gwalarn, Goañv 1927, da gentañ]
Herve Bihan, pennad 3, Pa c’hwezh avel ho




