Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 101 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 101 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 101 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 101 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)

Kronikenn 101, AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (36)

Abaoe 1925 e vez mor al lennegezh broudet gant tonnoù nerzhus ha youlek Gwalarn o tarlipat hardizh aodoù, aberoù, inizi hon awen, hon spered. Ul lanv en lusk tellurek an hoaladoù o liammañ deroù hon istor lennegel ouzh hon dazont hag ouzh lennegezhioù all ar bed. Dazont al lennegezh vrezhoneg.

Dazont hon buhez vrezhoneg. Eon ar varzhoniezh, spoum an danevelliñ berr pe hir a lak ar gazeg c’hlas da gemer liv hon geriennoù, liv son ha trouz hon yezh. Anao dibar. Ul lennegezh kaset ha degaset gant ar redele, ha c’hoazh gant an navet gwagenn e c’hoar nesañ : peadra d’hon staliañ holl en oad an dud gour, gant hon lennegezh kizidik, flimin ha bev. Hon lennegezh, c’hoar lennegezhioù all ar bed, en par al lanvoù o tont ingal war holl aodoù ar bed.

Roparz, Youenn hag Erwan, Jakez ha Jakez, Fañch, Frañsez, Fant, Yann-Eozen, Marc’harid, Ivona, hag o c’hompagnuned niverus o deus lakaet o ene, o arz, o spered hag o c’halon, a-zevri en savidigezh ul luskad lennegel nevez. Ul lennegezh troc’het diouzh ul lizheradur re dost d’ar furm, re dost d’ar patromoù gaonac’h. O bag a heulie krec’h ar gwag, gwag lennegezh vodern ar bed.

Ur gefridi heñvel ne c’halle ket menel hep ganedigezh adskourroù a-berzh tud a oa engortoz un ober ken krenn. Ar skiantoù. Ar skiantoù hollvedel da dapout hent ar brezhoneg gras d’ur ramz all. Ur ramz ha na oa ket Breton, tamm. Ha petra vern ! Ya, petra vern ! Ur ramz anavezet dindan an anv a vMeven Mordiern. Anavezetoc’h evit bezañ unan eus an trikon, salokras, ma kaver ennañ ivez un Emil Ernod hag ur Frañsez Vallée. An tri-se stag oute ur brav a feskad studiadennoù, geriadurioù, gramadegoù, levrioù-deskiñ ha levrioù-kelenn, troidigezhioù skiantel up to date d’ar c’houlz-se, anat. Ur marzh. Ur marzh da zistrempañ binim ar reoù n’o deus morse lennet o oberennoù penn-da-benn, na tamm pe damm kennebeud all !

Ur ramz etre tri ramz. Meven Mordiern. Heptañ ne vije ket bet eus ur meizad klok eus ar brezhoneg war dachenn ar skiantoù. Geriennoù ken pouezus evit sevel ur c’helenn brezhoneg. Ha pa vefemp o vuturellañ a-hed ar wezh an dibaboù graet gant hon Meven. Gerioù brezhoneg ponner, reut, dizistagadoe (salokras tudoù) zo bet eus ar gwiskamant brud fourret dezhe. Marteze, moarvat. Krouer kac’heler pe get yezh ar vrezhonegerien zo didruez : ar pezh a blij dezhe a chom hag ar pezh a zisplij… Netra skiantel en emzalc’h-se diouzh c’hoant hon Meven avat ! Ur bennaenn a-bouez zo koulskoude : pragmategezh ar vrezhonegerien. Hon gerioù zo dimp hag ar re goveliet zo dimp ivez. Lod lezet war vord an hent.

Hon Meven a vevo en mesk e levrioù, en mesk e brederiadennoù en Sant-Helori, en Porzh-Ig. Met ivez en mesk e veajoù, beajoù pell. Beajoù dre e lennadennoù, lennadennoù gouiziek.

Ha manac’h Sant-Helori da notenniñ e hunvreoù, e hunvreoù noz. Eñ, an den sachet gant ar skiantoù, a lakae un tamm mat eus e zonig-don en seurt danevelloù. Danevelloù o dije gallet bezañ dafar evit romantoù pe danevelloù, ha lod kaer doare Jul Vern…

Sede unan ma komz eus Kompagnunezh eoulioù-maen Golkonda (Hindoustan) :

« Goa. E sal ec’hon un ti bras palez-heñvel savet war an uhel, a-us da gêr ha d’ar porzh-mor anezhi, emañ bodet Kuzul-renañ ar Gompagnunezh. Me a zo kevrenn ennañ hag anavezet mat eo ganen an izili all. Bez’emañ eno an Ao. Emil Ernod, keltiegour, bet mestr-kelenner e Skol-Veur Poatie, Frañsez Vallée, gramadegour brezhonek, L. P. Nemo, rener Gwalarn, hag izili oberiant all eus an emsav evit ar Yezh hag al Lennegezh vrezhonek. Dre ar prenestroù ledan, e welan er porzh-mor strollad bras hol listri-eouler. An amiral warnañ eo Erwan an Diberder, skridstourmer breizhat eus an taerañ, eus ar flemmusañ, eus an doujetañ, am eus bet gantañ meur a arvell hag rendael.

Emañ hor pennrener, an Ao. Ernod, oc’h ober deomp ur brezegenn. E glopenn ec’hon ha tarvoal, e eneb ledan pennsoc’het e traoñ gant ur barv gwenn, berr ha begek, e c’houzoug tarvek, e ziskoaz herkulez-heñvel, e gorf galloudek hag evel torgoset en ur vent verr, a zo o tont diouto ur merzhad trivlius e nerzh. Nerzh a zo ivez o tarzhañ eus e brezegenn, un nerzh hag a garg ac’hanomp a levenez, a lorc’h, a zienkrez, a fiziañs en dazont, a garantez ouzh ar vuhez.

‘…Kaout-ha-dleout ar bloavezhiad-labour… Kant hanterkant puñs nevez-toullet… A boulladoù e vez an eoul-douar o tiredek en hon eoglennoù… A-vern e vez an aour hag ar paper-arc’hant o kouezhañ en hon irc’hier… Un Nerzh ac’hanomp… An holl a bleg dirazomp… Ar Bed a zo war werzh hag e brenañ a c’hellomp.’

Du war wenn n’eo ken da lenn. Dre c’herioù n’heller ket lakaat da veizañ nerzh ar santadenn am eus bet en hunvre-mañ, en hini a-raok, hag e meur a hini eus ar re a zo amañ war-lerc’h. »

Piv kavout en seurt danevelliñ hunvreoù eta ? Eñ, ya, met ivez e vignoned kozh, Emil Ernod ha Frañsez Vallée. Ha sede ma teu un Nemo bennak, anv dilezet hon Roparz pan oa rener Gwalarn, abaoe 1925. Met a-berzh ur julvernaour akuit eveltañ e oa hollret ober gant an anv Nemo ! Pouez ar beajoù, pouez an danevelliñ, pouez an ijin ha pouez ur wirionez : eñ hag en devoa dilezet e anv kentañ evit gwiskañ unan all, Meven Mordiern ! Kalet e oa hon Meven en e eskemmoù, sede n’eo ket ur sebez gwelet zo unan all ken reut hag eñ en e eskemmoù, leurennet en e hunvre, Iwan an Diberder !

Neuze, listri eoul-maen pe listri hon lennegezh. Moarvat emañ ar respont en un hunvre all…

Ha bezet a vezo e ro dimp ur c’haer hag ur resis a boltred eus hon Emil. Gant linennoù hon Meven e c’haller mont pelloc’h evit poltredoù skeudennaouet hon Emil… Kizidigezh, mignoniezh eus e berzh.

Met an hunvre-se hon lak da gaout soñj eus ur skrid all gant Koulizh, unan eus kedezioù hon lennegezh vodern. Ne roin ket ar skrid penn-da-benn. Just peadra deoc’h da gaout ar blaz da vont en ennañ ha da gaout fent d’ho tro. Ernod, Vallée ha Mordiern en Pariz, en karter Menez-an-Awen melezouret diwar ar Montparnasse, ken amezeg da vuhez ar Vretoned… hag ar Bretonezed… siwazh dezhe alies a-walc’h. Anv un harlu didruez….

« (…) Mimil Ermod a oa aet da « voñjouriñ » gwazadoù Mavdiern an Deskadurezh a-benn bezañ anvet da gelenner war ar c’heltieg e Skol-Veur Roazhon. (…) Meven Mordiern, eñ, a oa aet betek Burev ar Brezel da c’houll ur vedalenn d’ober plijadur d’e dad en doa stourmet ken kalonek enep an Alamated… (…) Tata Vallée, eñ, a oa aet d’an Iliz-Veur da bediñ e-sigur kejañ gant Arc’heskob Pariz, Priñs an Iliz, Henaour Doue, war zigarez pouezañ war eskob Sant-Brieg dezhoñ ehan stourm ouzh Kroaz ar Vretoned. (…) ha respontet e oa bet dezhoñ : « Kaoc’h ! Breton de mes couilles, an Iliz a zreistpad hag a zreistpado ha ne ra foutre kaer nei deus ar broadoù ! ». O zri mantret, tamolodet war skiñvier koad ti-hent-houarn Menez-an-Awen e chaokent o goustell en ur dufikañ ha glabousañ, ar mourous o tiverañ eus o fri, o villizhien pennadurezhioù an Dezougen : pemp munut a-barzh ar pred merket e oa diloc’het an tren. « Perak bezañ e toull ar just » a zrailhas Tata en ur zifronkal. « E toull petra » a speuñias Mimil, o sortial ur c’harnedig eus e chakod. Digrommañ a eure Memen, skeiñ al leur gant e vazh ha blejal : « Deomp ac’hann ! Da c’hoari las, miloù-c’hast ! da gas nei, tribledie ! » hag eñ reizhañ gwerenn e lagad war e fri. (…) Skoaz-ouzh-skoaz, kaset ha digaset gant an dremenidi ec’h hedas an tri Breton illur straed Roazhon, hini ar Sena… (…) pa hopas Memen : « Og on ! Deomp tre en ti-mañ da ziskuizhañ ». Daouarn kropet ha treid skornet, hanter vadaouet gant ar yenijenn, bav korf ha spered, an noz war o choug, e turc’haas kamm-jilgamm Mimil ha Tata da heul Memen war-du ur gouloù-lutig uc’h un nor izel ha raoulin. Kerkent hag i en o c’hoazez en-dro d’un daol grenn ur boked gweñvet en he c’hreiz en o gronnas un ajad merc’hed treuzwisket pa hanter-noazh, flep ha flav ganto (…) »

An heuliad a lezan ganeoc’h da lenn betek penn ! Lod a lâro eo dizouj kaer ar skrid-se. Ne soñj ket din. Bezañ e welan-me aze un doare teneridigezh evit an tri-se a-berzh hon C’houli.

Bezet a vezo, labour ramzel hon Meven ha reoù e vignoned veur, Emil ha Frañsez, a servij dimp bemdez. N’eo ket kement-se e ginnigoù yezh, evel am eus lâret, met kentoc’h spered e labour. Ur ramz. Hon Meven a oa eus tu Gwalarn, eus tu Spered ar Vro : « Ni Hon-Unan ». Soñjal dre hon yezh, gwelet hon dazont dre hon yezh. Ha pa vefe diaes, tremen diaes a-wezhioù.

Ar ger diwezhañ zo gant Per Denez : « Anavezet e vo e ramzel a labour. Evel ur bann-heol a-dreuz koumoul e zic’hoanag ez eo aet a-benn bremañ, betek ennañ en e gousk, me’blij din soñjal, an heklev eus mouezhioù sklintin bugale Skol Diwan Sant-Brieg. »

Ya, Diwan, what else !

Herve Bihan

Levrlennadur

Meven Mordiern, Hunvreoù Sant-Helori (1935-1938), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, [1938], 56 p.

Meven Mordiern, E fealded va c’houn hag e padelezh va c’harantez, Rakskrid gant Per Denez, Mouladurioù Hor Yezh, 2001, 119 p.

Koulizh Kedez, Komen gweennour – 25/10/1977 – 31/12/1978, Skrid, 1996. pp. 97-102.

Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek aet da anaon a-raok miz Meurzh 1992, Al Liamm, 1992, pp. 272-273.

Le Studio - Agence de création graphique et web