AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (37) Hon Meven, lenner aketus abaoe e oad bugel, betek fin e vuhez. Al lenn : ne oa ket anv eus Buhez ar Sent, pe eus Feiz ha Breiz, pe traoù all ken relijiel ha ken kentelius all. Nann, lenn da zizoloiñ ar bed, da vountañ war dorojoù ar gouzout. Ober e vad eus levraouegoù ti e dud, emezañ.
Mont en tu-hont, ha lark, d’ar pezh a ro ar c’helenn er skolioù. A-walc’h lenn e notennoù tremen puilh d’e skridoù evit kemer bam ouzh al levrioù bet darempredet tost gantañ.
Lennadennoù puilh, pinvidik, war a-bep seurt danvez. Kuriuziñ evel ma rankfemp holl ober.
Dibotailhiñ dorojoù ar gouzoud. O digeriñ frank. Toullañ hentoù nevez ha bevañ a-dreuz sevenadur e amzer, toullet a-dreuz ivez ur sevenadur bourc’hizien re enk evit e spered. Hentet trepasoù al levraouegoù gantañ a-hed e vuhez, ha hentet troellennoù an dizoloiñ evit mad ar yezh a oa deuet da vezañ e hini : ar brezhoneg.
« Pa deu al lenn da ziroll ur simfonienn en empenn » eme Pascale Santi.
N’on ket a viret a reiñ amañ da heul un hunvre all gant hon Meven. A-dreuz d’an Atlanteg-Hanternoz war ar Great-Eastern (Eus Liverpoull da Niagara) :
« Eus an dihuedusa eo bet din anhunvre-mañ, dre ma oan aet er-maez eus va c’hroc’hen da vont e kroc’hen un den-all, ar c’habiten Archibald Korsikan, eus Armead an Indez, unan eus harozed karet amzer va bugeliezh, pa vezen o lenn Une Ville flottante « Ur gêr war vor » gant Jul Vern. C’hwec’h troatad saoz a vent ez on bremañ. Bez’ am eus div rezad-dent heñvel ouzh re ul leon, daoulagad falc’hun, hir jodadoù barv diouzh gie Vro-Saoz, ur boned skos kenliv ha re ar Cameron Highlanders, hag emaon o stampañ bourzh al lestr-dre-dan. A holl nerzh hon aezhenn emaomp o vont dre ganol Sant-Siorj goude kuitaat Liverpoull. Klask a ran en engroez an dreizhidi un dremm bennak anavezet ganen. Halloo ! An denjentil (gentleman) mentet-uhel ha barvet-melen a welan aze, daoust hag-eñ n’eo ket Seur Siorj Itasse ?
« Va C’horsikan ker, un ebat-Doue eo din ho kwelout.
– Va Siorj kaezh, levenez a zo ganen leizh va c’halon o tegouezhout ganeoc’h. »
Keleier eus hor c’henvignoned a c’houlennomp an eil digant egile.
« Hag ar c’haezh Leroux-hont, emezout a-greiz-holl. Un hirnezh a zo abaoe m’am eus e welet pe glevet eus e geloù. Penaos emañ ar bed gantañ ?
– E Bombae emañ bepred, dalc’het gant dleadoù e garg, o c’houzañv kalz a-berzh an temz-amzer. Gouzout a rit moarvat en deus eureujet un itron gozh parsiat lunedek, anezhi ul loariadez e gwirionez pa vennfe treiñ Indeziz war gredenn ar C’hebred, ur stultenn honnezh a dalv dezhi feukadoù e-leizh pa vez war he zroiadoù abostolerez e ranngêrioù indezek Bombae. Ur vaouez eus ar re wellañ anezhi, a-hend-all, o prederiañ hor mignon kement ha ma c’hell ober gant he loariad war an abostoliñ hag ar prezegenniñ. Daoust da se, eñ a rafe mat o tont en-dro. Seitek vloaz tremenet en Indez, hep distreiñ da Europa, hep mont d’ar menezioù a-benn diskuizhañ e-pad gor an hañv, a zo gwall-zivius d’un den eus hor gwad. Diwezhañ gwezh ma tremenis dre Vombae, edon end-eeun o vont da emholc’hiñ d’an Himalaya, bet ganen ur permision. Oc’h anaout pegen hoalet gant ar beajoù eo hor mignon, o c’houzout ouzhpenn ar garantez en deus ouzhin, e gouviañ a ris da zont ganen. Nac’hañ a reas, o tigareziñ al labourioù a oa warnañ, stuz fall e weled hag e zent. « Ker brumennet eo aet va dremm, emezañ din, ma na welfen ken ar menezioù hag al loened gouez. Evit cher storeok kampadurioù Hanternoz India, ne vefen ket evit en chaokat gant dent rezedet war ar muñsunoù evel ar re a zo ganen bremañ. It, va C’horsikan ker, it da lazhañ kirvi, gouezvaoueted hag arzhed e Bro-an-Erc’h (Himalaya). Chom a rin amañ da chaseal ar razhed a zo o wastañ hor Sanailhoù Meur.
– N’am eus fiziañs ebet e Sanailhoù Meur Bombae, eme Seur Siorj. Eus an disterañ eo ar pae a ro ar C’hevredad-se d’e implijidi, ha pa vezont lakaet divarrek da labourat gant ar c’hleñved pe gant ar gozhni, o stlepel a ra er-maez war pavez ar ruioù. An itron barsiat bet euredet gant hor mignon, daoust ha hi he deus madoù en he c’herz hec’h-unan ?
– Gwall-nebeut a dra, ’m eus aon. Nizez eo avat d’ar bankour parsiat a Vombae, Seur Hudjee Chatterjee, un den pinvidik-mor, anavezet e anv eus Maskat ha Porzh-Said da Singapour ha Hong-Kong ».
Rouestl a sav en hunvre e-pad ur pennadig. Diaes omp laket dre zistabilded al lestr, ha lousaet ouzhpenn en doare vilañ gant uzor glaou-douar diwar ar c’hwec’h siminal anezhañ.
« N’eo ket hennezh glaou-douar mat a Vro-Saoz, eme Seur Siorj oc’h en em hejañ.
– Ar bizhien-se a baramantourien o deus graet armerzh diwar mizoù an treizh, emezon. Ober o mad o deus graet eus an didalvoudekaat al lur gall dre brenañ dister-briz glaou-douar fall a Vro-C’hall ».
Ober a reomp hor mennozh da glask minic’hi e begig-beg ar wern-gorn. Hag un ofiser neuze da huchal warnomp n’eo ket mat al lec’h-se da dreizhidi. Diwar e dreuzell, e c’houlenn ar c’habiten Farragut-Farabee piv omp.
« Seur Siorj Itasse, pennrener ar Peninsular and Oriental Steamship Co, hag ar c’habiten Korsikan, eus Armead India, eme an ofiser.
– Lezit-i da ober o c’hoant, eme ar c’habiten Farragut-Farabee. Hag o kregiñ en e gorn-mouezh, e youc’has deomp gant ur vouezh-kurun !
« Dalc’hit start, tudjentil ! »
An dek dervezh (war a gredan) m’en deus padet an treizh a zo kaset evel-se ez-dudius deomp er wern-gorn. A-wezhioù e reomp ur sell en adreñv ouzh an heugus a voged du a vez dislonket a vouilhadoù bras ha stank gant c’hwec’h siminal ar Great Eastern. Ar moged-se a laka an dreizhadenn da burgator evit hor c’hendreizhidi. En dour, a-is deomp, e welomp a-wezhioù furmoù du o fiñval hag o tec’hout : morvleizi anezho. An arvest dudiusañ avat a zo dirazomp, dre sellout ouzh donedadeg koummoù bras an Atlanteg. Dezho eus pevar-ugent da gant metrad uhelder, etrezo tost d’ur c’hilometrad-hent, e teuont gant reizhegezh al lammadoù-gwad e gwazienn-veud ur ramz holvedel. Gant un dourdrouz bras didaolennadus, e vez gortoet ganto al lestr etrezek an oabl ha laosket goude se da rinklañ war-draoñ evel pa vefe davet an islonk. Ne skuizhomp ket gant an arvest-se.
« Seurt koummoù n’am eus gwelet biskoazh, zoken e mor-bras an Indez, emezon da Seur Siorj.
– Ha koulskoude en ur mor strizh, enket etre daou zouar-bras evel m’emañ hemañ, n’eo ket poulzadoù ar c’heinvor evit tizhout an amplder o devez e rannvroioù-all, er meurvor Habask, da skouer, hag en tu diouzh ar C’hreisteiz d’ar beg-douar Horn. Gwelet am eus eno, dre amzer sioul, koummoù dezho kant, kant hanterkant, daougant metrad uhelder, hag ouzhpenn, o tiredek davet hon lestr – unan eus ar re vrasañ a zo gant ar Peninsular, – ouzh e gas etrezek an neñv evel pa vije bet anezhañ un dister a vag pilprennek nemetken, hag e lezel goude-se da vont rinkl-dirinkl war-du an donderioù kevrinuas-se en deus klasket barr-livañ Burne-Jones skeudenniñ deomp an euzh anezho ».
Dilestret e New-York, e reas din ar goulenn-mañ :
« Va Archibald ker, petra oc’h deuet da ober en Amerika ?
– C’hwec’h miz permision a zo ganen ha va ratozh eo o lakaat da weladenniñ kevrenn hanternoz an douar-bras-mañ, eus ar mor-bras Atlantek d’ar meurvor Habask, hag eus bae Hudson da bleg-mor ar Meksik.
– C’hwec’h miz permision end-eeun, ha bet aotreet deoc’h gant Gouarnamant he Meurdez c’hrasius ar Rouanez, evurusat den ma’z oc’h ! Me n’am eus nemet seizh dervezh ehan-labour a zo bet aotreet din ganen va-unan. Va mennozh eo mont da weladenniñ an Niagara n’am eus gwelet biskoazh, hag ho kas a ran ganen. Bez’ am eus, e porzh-houarn Hudson, un gtren divoutin ouzh va gortoz. Gant se forward !
– Davet an hent-houarn ?
– Nann, neket diouzhtu. Davet Wilmorin’s Shops and Plantations ».
Leinañ a rejomp eno ha leuniañ hor peder malizenn gant kraoñ, orañjez, bananez ha frouezh-all, kig-sall baraennaouet ha gwinioù meur. Em re e klenkan peder boutailhad Saotern, Barsak ha Malaga, va gwinioù karetañ, pakadoù segalennoù Havana ha sigaretez Stripes and Stars. Ha neuze war-raok, d’ar red, davet ti an hent-houarn, daou Vorian war hon seulioù gant ar malizennoù.
En tren, e tebromp kraoñ, o terriñ gant hon dent ar glorenn anezho ken aes ha pa ve anezho klor-vioù. Ha teurel ar bruzunadur er-maez, dre ar prenestr. E lost ar c’harr, e stag ar Vorianed da ober ur chalami spontus, hag ez eas da welout.
« Ar vezventi a vez gant ar Vorianed ur si n’eur ket evit trec’hiñ. Peurevet eo bet gant an hailhoned-se ho Saotern, ho Parsak hag ho Malaga, daouzek boutailhad en holl. Mezv-mik ez int bremañ ha dic’halloud a-grenn da ober vad deomp hiviziken.
– Ne vern ket kalz, emezon. Bez’ ez eus amañ ganen, mar hon eus sec’hed, un dra bennak a vat. »
Tennañ a ran eus va godell ur voutailhig sklat, kenliv d’an aour, a ziskouezan d’am c’heneil.
« Scotch whisky ? emezañ.
– Old Scotch whisky, emezon, eus ti va mignon Perkin, e Glasgow. »
Godellañ a ran ar voutailh, hag e kendalc’homp da zebriñ kraoñ ha da vutunañ Havanaoù, a beb eil.
E Niagara, setu ni o sellout ouzh al lammdourioù. An avel diwarno a laka lietennoù va boned Bro-Skos da nijellañ en-dro d’am fenn. Treiñ a reas ouzhin un dremm o parañ al levenez warni.
« Kaerder-dreist an arvest-mañ a zo trec’h d’ar pezh a c’hortozen. Kerse n’am eus ken gant diaesterioù an treizh war an divalav-se a gozh lestr Great-Eastern.
– Kerse n’am eus ken, kennebeut. Evelato, pa zistroin da Europa, a-benn c’hwec’h miz amañ, e tanzein kemer ul lestr eus ar Cunard Line.
– Netra ne dalv war ul lestr saoz, gant martoloded hag ofiserien saoz war e vourzh, ha glaou-douar a Vro-Saoz da voueta e ijinoù. »
Teneraet gant ar veizenn-se, setu ni da ganañ, dirak al lammdourioù, ar Rule Britannia, ha, war e lerc’h, dre zereadegezh ouzh ar vro m’emaomp enni, an Hail Columbia.
Ned eo ket aet pelloc’h an hunvre. »
C’hwi, evelton, a vo chigardet gant ar menegoù a vez graet diwar-benn ur vaouez bennak, met ivez diwar-benn ur morian bennak, evel ma veze lâret d’ar c’houlz-se ha betek nevez zo c’hoazh. Karg ar ger morian en brezhoneg n’eo ket ken ponner hag an hini a gaver gant e droidigezh c’hallek, avat.
En e hunvre emaint, evel-se, dre ma teuont eus melezour ur gevredigezh merket gant pouez ar vourc’hizien, paotred gwenn anezhe, en penn an divizoù. Mare « evurus » an trevadenniñ, mare ar siwazhiñ dizehan dindan ar gwask a-berzh tud war tud all….
Hon Meven ne oa ket brudet evit kaout fiziañs er merc’hed. Chom e-unan a oa gwelloc’h dezhañ, emezañ. Souezhus ivez afer an alkool pan diklêrie a-hed ar wezh e gasoni evit kement evajiri… Marteze e felle dezhañ komz diwar-benn ar Vretoned a-dreuz poltred an daou vorian aet dotu ?
Diouzh un tu all e oar diskoachañ dimp traoù prizius, evel orin ar vaouez : parsiat. He hendadoù a oa deut eus an Iran eme an Istor, hag azeulerien ar zoroastrerezh. Parsiat, evel ar c’haner brudet Freddy Mercury, paotr ar Bohemian Rapsody.
Ne vern. An hunvre-mañ a c’hallfe bezañ boulc’h ur romant doare Jul Vern, ur romant o leurenniñ ur Fileas Fogg. Pe neuze ur romant gant bourzhidi al lestr kollet war un enezenn bennaket. Pe c’hoazh ur romant o kinnig muntr kabiten al lestr gant unan eus ar veajourien. Sachañ war-du un Agata bennak, marteze ?
En e hunvre, hon Mordiern en deus lakaet war al leurenn tud wirion, tud anavezet mat gantañ. Evel Seur Siorj pe ar C’habiten Korsikan. Deuet da harozed ur veaj na ouvezimp morse an dibenn… Harozed o taremprediñ kompagnunezhioù bras ar c’houlz : Great-Eastern, Peninsular and Oriental Steamship Cunard Line… Hunvreoù e-barzh un hunvre : ober eus dremmwel ar pemdez un dremmwel stirennek betek stekiñ ouzh gwirionezioù pe gwirvoudoù diziraezus.
Hon Meven ne oa ket ur Fileas Fogg paper, met ur c’hantreer hag un tredeog gwirion a-hed levrioù lonket dizamant betek lonkañ kement gouiziegezh, kement frazenn, kement ger da zigeriñ dorojoù ar gouzoud. Ha kement-mañ dre ar brezhoneg, soñjet en brezhoneg. Hon gouzoud.
Herve Bihan
Levrlennadur
Pascale Santi, Quand la lecture déclenche une symphonie cérébrale, Science et Médecine, Le Monde, Merc’her 22 a viz Here 2025, pp. 1-4-5.
Meven Mordiern, Hunvreoù Sant-Helori (1935-1938), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, [1938], 56 p. [gw. pp. 29-30]
Meven Mordiern, E fealded va c’houn hag e padelezh va c’harantez, Rakskrid gant Per Denez, Mouladurioù Hor Yezh, 2001, 119 p.




