Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 103 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ  (38)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 103 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ  (38)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 103 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ  (38)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 103 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ  (38)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (38) Roparz Hemon, hon Roparz, a lake kemm etre gwerzaouriezh ha barzhoniezh : « Kuzhet en deus ouzhimp petra oa gwir varzhoniezh, ha diheñchet hor barzhed. Barzhed, gwir varzhed hon eus bet er c’hantved diwezhañ. Nebeut avat a wir varzhoniezh. Gwerzenn amañ, gwerzenn ahont, netra ken. Tonket e oa dimp chom dall, a gredan, panevet ur barzh a zo deuet, en diwezh, da zigeriñ hon daoulagad.

Bleimor eo hemañ. Anavezet eo bet evel ma oa dleet e Breizh. N’eus ket ur Breizhad etre dek, o vezañ lennet levr Bleimor, na doufe ez eo eñ ar c’hentañ eus hor barzhed. ‘Ken disheñvel all,’ eme an holl, ‘diouzh kement hor boa klevet betek-hen’. »

Ha pelloc’h c’hoazh : « Setu labour Bleimor, a skrive hep goulenn ha plijout a raje d’unan bennak, evitañ e-unan, dre ma oa ret dezhañ skrivañ, evit sevel gant gerioù un ti da drivliadennoù e ene. Evit ar wech kentañ en hol lennegezh, ez eus bet kavet ur barzh da lakaat e holl ene en e varzhonegoù. »

Gant ar gerioù diwezhañ-mañ en devoa hon Roparz taolennet ar ramz gwir ma oa eus Kalloc’h. Diazezet ar soñj en devoa eñ da lakaat stourm ha spered hag ene. Diazezet ivez ar soñj ne skriv ket ar varzhed da ober plijadur d’ar re all, met da sevel « un ti d’o zrivliadennoù », evel am boa merket ur wezhig all c’hoazh.

Bleimor (Yann Kallouc’h evel ma skrive e anv e-unan) ha Roparz, daou du eus ar memes poltred ? Pe daou du da genglotañ er poltred, just a-walc’h.

Bleimor en devoa kemeret harp war e fez kristen, hon Roparz war e fez en amzer dazont. Geriennoù disheñvel met meizad heñvel, a-benn ar fin ?

Un doare hiraezh, dic’hoanag a c’hallfe bezañ rannet etreze, marteze ? Pe, hon Roparz levezonet gant barzhoniezh Bleimor-Kalloc’h ?

Koulskoude e oa taer-tre hon Roparz pan gomze diwar-benn barzhonegoù Bleimor : « …mard oa tomm ha kizidik kalon Vleimor, pinvidik e faltazi, mat hag uhel e ene, eus e spered, avat, ne c’haller ket lavarout kemnd-all. Skeudennoù lintrus, kaer, fonnus-dreist ne c’hellont ket kuzhat bepred paourentez ar mennozhioù. Ha souezhus, mantrus zoken, gwelout pegen boutin, pegen treut eo mennozhioù Bleimor a-wechoù. Ne oa ket ur prederour, pell a se. Unan a soñje gant e galon muioc’h eget gant e spered. »

Er memes pajennoù e komz ivez eus an « estlamm » paket ganta paket gantañ goude bezañ lennet Gurvan, ar Gurvan gwilioudet gant ar ramz all, an diaraoger meur : Tangi Malmanche. Bamet ma oa hon Roparz gant barzhoniezh ar pezh.

Bezañ e c’haller sevel a-du gant hon Roparz, re wir eo treut-treut ar mennozhioù don en barzhoniezh Bleimor, met, salokras, en touez e varzhonegoù zo reoù dibar ha dispar. A-walc’h lenn pozioù kentañ Gwerzenn ar Marv awenet da vat gant Buhez Mabden ar c’hwezekvet kantved. Ur barzhoneg kozh da skeiñ hon speredoù evel ma ra Dañs Bekabe en Lomaria-an -Niskuit pe en Lanijenn, ambrouget gant notennoù boud ar gourbiolin :

« Ne ran ’met huanadiñ àr-lerc’h ar marv… Ar marv !

Pa oan bihan, m’her spurmante èl un dra garv

Ne greden ket, nann, e hellahe den her gervel :

Ha breman c’hoant am eus, naon am eus da vervel !

Pegourz e tay en-dro ma c’hig da vout ludu ?

Pegourz e tiskennin e donded ar bez du ?

Pegourz, pegourz e vin krignet get ar preñved

En ur c’hozh toull, ’barzh ur vered dizanavet ?

O ! Bout mac’het edan c’hwec’h troated douar ponner !

Breinat didrouz en teñvalded, pell doc’h an aer,

Bout marv-mik !… Hunvre mat ha dous, hunvre karet,

Joa a lakez em c’halon paour hag em spered. »

Paotr Groe, enezour, pesketour, o karet ar mor hag o kasaat anezhañ ivez dre ma kemer buhezioù, buhezioù tud o klask dreist-vevañ. Paotr Groe a ouie a-walc’h eus an Imram ivez. Ur ger iwerzhoneg graet e doull en hon lennegezh eus an Norzh d’ar Su, eus ar Gwalarn d’ar Reter :

« Imram. – Pa ne ouiamp diwezh erbet d’hon truegezh, m’eneñv, plegamp hor penn… Ha prederiamp.

Ar pezh zo degouezhet genomp zo un dra gozh : ar gourdadoù en anave.

Pa oant skuizh gant an dremmweloù, o bag a lakazent àr zour, hag e roeñvent,

Hag eh ezent, sent Doue gete, da glask e-mesk ar morioù pell

Enezennoù eürus ar yaouankiz.

Aes eo goût, ned eo ket en hevelep hunvre a glaskamp ni ur c’horf dezhoñ, nren.

Met ar verdeadenn eh omp geti, blezioù a zo, a denn d’o re.

Èlte hon eus lammet ag ar gêr, ur beure ; korn an oaled hon eus kollet èlte ; penniñ a ramp, èlte, en Dianav.

Hag èlte daet en-dro ag en imram moliac’hus, m’eneñv,

Ni a lâro an enezennoù-hont hon eus kavet ene

Diskuizh… – An ilizioù… »

N’eo ket Imram hon Maodez. Just ur goulenn : daoust ha ne vije ket barzhoneg Bleimor, e Imram, ar proto-imram a vo goveliet, prederiet, stummet, ha profet dimp gant hon Maodez ?

Tristidigezh, fez kristen ahelioù e galon na guzhe ket. Ret eo lenn barzhonegoù all e dorkad evit kompren e oa kriz daonet hon Roparz : lenn e varzhonegoù zo ober ul lamm en e spered ivez.

Distopik e oa deuet barzhoniezh Kalloc’h da vezañ : levezon ar brezel. Lakaat e varzhonegoù a-geñver gant e lizheroù zo un doare da gompren e oa hon Bleimor da gemer un hent all, un hent nevez. Peadra da ziverkañ rebechoù hon Roparz.

Merkañ e rae hon Bleimor n’eo ket gant e rannyezh groeeg evit e varzhoniezh, zo merkañ penaos en devoa doujañs evit ur yezh boutin d’an holl. Bleimor ne oa ket ar barzh groeeg, nann avat, met ar barzh brezhoneg modern kentañ.

Ha kouslkoude en devoa diskouezet a-walc’h e ouie lemmañ armoù yezh e gavell evit sevel kanaouennoù lijer ha skañv evit brasañ plijadur ha displijadur e Genc’hroeiz !

« E font de geout en tevarneu

Ré lies’vé kavet

Merhed Groé get fiolenneu

’Dan ou zantér kuhet,

N’em dolpign e hrant diou pé tér,

Ha,’vit lahegn er prenù,

Dran en norieu jarr’t, e lipér,

Our bani : « Kani krenù ! »

Picherel, tafia,

En ou gougeu-sten e ia ! »

N’em eus ket cheñchet ar skritur, re saourus evel-se ! Mar plij, merc’hed eus ma mignonezed arabat deoc’h klemm war ma lerc’h ma’m eus meneget an arroudenn-se. N’eo ket bet savet gant met gant Yann Kallouc’h – Yann-Bêr Kalloc’h, alias Bleimor. Kement ha diskouez d’an holl en devo hon penn trist ur vuhez a c’hoaperezh ivez !

A-wezhioù e plij din soñjal, mar vije deuet en-dro eus an drailh, en dije karet hon Yann Kallouc’h sevel ouzhpenn barzhonegoù all diouzh grad hon Roparz, ur pezh kronikenn eus ar vuhez en Groe e-pad ha goude al lazhadeg vras, en ur gemer harp war doare ar groeeg a anaveze ken mat. Ur gronikenn par da hini Caradog Prichard en Hanter-Noz Kembre, Un Nos Ola Leuad « Un nozvezh Loargann ».

Paotr Groe en devoa studiet kaer reteriñ ar vartoloded, ha kavet en devoa ar Goulern evel ma skrive, ar Gwalarn. Gwalarniñ ha Gwalarniñ…

Herve Bihan

Levrlennadur

Roparz Hemon, Barzhoniezh, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 80-89 [embannet en 1924 da gentañ]

Léon Palaux, Jean-Pierre Calloc’h – Bleimor – Sa vie et ses œuvres inédites 1888-1917, Librairie Le Goaziou, Kemper, 1926.

Jean-Pierre Calloc’h, A genoux – Lais bretons (embannet gant Pierre Mocaër, rakskrid gant René Bazin ha kinnig divyezhek gant Joseph Loth), Librairie Plon, Paris, 1921.

Iann-Pier Kalloh (Bleimor), Ar en deulin…, Molladen reihet aveit mat (gant Loeiz Herrieu), Molladenneu Dihunamb, En Oriant, 1935.

Yann-Bêr Kalloc’h, Àr an Daoulin, Skoueriekaet ha notennaouet gant Loeiz Moulleg, Aber, 2018.

Yann-Bêr Kalloc’h 1888-1917, (studiadenn gant Fañch Morvannou), Planedenn niv. 30, Montroulez, [1989], 48 p.

« Me zo ganet e-kreiz ar mor » kanet gant Gilles Servat : https://www.google.com/search?q=me+zo+ganet+e-kreiz+ar+mor+gilles+servat&oq=me+zo+ganet+e-kreiz+ar+mor+gilles+servat&gs_lcrp=EgZjaHJvbWUyBggAEEUYOdIBCjExNTUyajBqMTWoAgiwAgE&sourceid=chrome&ie=UTF-8#fpstate=ive&vld=cid:084a6b93,vid:1H6K9ejxHeE,st:0

« Me zo ganet e-kreiz ar mor » kanet gant Yann-Fañch Kemener : https://www.youtube.com/watch?v=wzbWAniDwZY

« Me zo ganet e-kreiz ar mor » kanet gant Gilles Servat ha Yann-Fañch Kemener : https://www.youtube.com/watch?v=ZBN5KECJ14g Caradog Prichard, Un Nos Ola Leuad, Gwasg

Le Studio - Agence de création graphique et web