AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (39) : « Kizidik-mat lizherennoù hol lizherenneg ha se zo kaoz ez eont d’ober gerioù, kuit da chom o-unan-kaer.
Ha taget ar gerioù gant an hevelep kleñved ken ma klaskont sevel frazennoù par ma c’hallont.
Hag ar frazennoù da rannbennadoù hag ar re-mañ da destennoù, a-raok bezañ degemeret evel kronikennoù. » a skrive din nevez zo ur mignon mat eus Priel, awenet kaer.
Troellenniñ en bed ar gerioù savet diwar lizherennoù : pep yezh he deus he c’hod (dezveg eme lod) ha pep yezh a ra diouzh he reolennoù, a-wezhioù ma n’eo ket alies en despet d’ar reoù a ra gante ! Lizherennoù ha geriennoù ha frazennoù sede dafar eskemmoù pemdeziek mabden, dafar ar pezh a ra ivez kalon ar skrivañ. Betek mont d’ober lennegezh ma vezomp chañsus. Gant ar gerioù emañ ar frankiz, ar frankiz krouiñ, ar frankiz soñjal, ar frankiz…
Bommoù am lak, hon lak da soñjal en ur skrid un tammig dianav, a gav din, gant hon Roparz, Mojenn. Komzoù ar barzh :
« Hogen, tec’hout pell diouzh e c’hlac’har ne rae ken.
Ma tegouezhas en ur vro, beure-mat.
Eno, e oa laouen al liorzhioù gant gerioù en o braventez.
Tarzhañ a rae ar mor war bili drant gant hesonerezh ar vouezh.
Hag e pare an heol gant splannder al lavar.
E don ar grec’hier e hiboude ar vogalennoù teñval.
Hag e skiltre war lein moal ar menez o sutal gant an avel ar c’hensonennoù lirzhin.
Tra ma save eus an draoñienn diwelus fleütadeg ar vogalennoù sklaer.
Un dudi glan d’ar c’hlevoud. »
Marteze e oa, evit hon Roparz, al liorzh ur seurt metaforenn ? Tem al liorzh zo re anavezet en kement lennegezh zo… Eus liorzh ar Breur Arturo, eus hini Aranjuez, eus hon reoù. Liorzhoù gwir, gant o frondoù, o livioù. Liorzhoù kuzh en hon c’halonoù, en hon spered. Evit hon Roparz e oa eus ul liorzh espar :
Dre’m c’housk ez an alies da gantren
Dre zrein ha drez ha korz ul liorzh-hud,
Ma vez gant bleuñv ha broñsoù dremmoù tud,
Dremmoù treitour ha garv enebourien.
Ma vez pep skourr kizidik ur gigenn,
Hejet ’vel un antell en avel yud ;
An delioù, blim ha prim, ’kreiz o simud,
Gant c’hoarzhoù glas ha ganas a zaskren.
Neuze, brevet em glac’har, klask a ran
An dremmoù laouen, ar c’horfoù heneuz,
Koskoriad skañv, seder, an amzer gent.
Hag, aet da struj divalav, o c’havan,
E-mesk al linad, a-hed hag a-dreuz,
Strewet, gwadek ha gwan, war lez an hent.
Ur from a adkaver en e droidigezh diwar barzhoniezh espar Omar C’hayyam :
Dre ar vein sec’h, ’kreiz ar gouelec’h ec’hon,
Geot a ziwan, ha man, ’tal an andon.
Perak nepred ne ve kresket eta
Ken dister dra e gouelec’h va c’halon ?
Gwel ez kichen ar Rozenn, tremeniad,
Hag a zispak dirak da zaoulagad
He c’hened fresk ha bresk, hag e teski
Bout evelti difrom, hag hi dibad.
Evel en un heklev e kane Si Mohand, ar barzh baleer, ar gwilhouz, etre traouioù ha menezioù Kabilia :
Ul liorzh am boa en draouienn
Rozennoù e-leizh ha stank,
Pechez ha greunadez saourus
Kaeet kaer e oa ma liorzh,
Gwarezet ha dizarempred
Ken prizius din ha ma falc’hun e oa
N’em boe nemet ur skourr disec’het
Na roas mann…
Nemet un den divalav e oa.
Ya, kement liorzh zo espar, kement liorzh a guzh pe a vir hon memor, hon zrivliadennoù, hon goanag ivez. Espar. Gwalarn a oa un ober espar, eus ar re esparañ…
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Mojenn, Gwalarn, Niv. 16, Pevare Bloavez, Goañv 1928, pp. 27-28.
Roparz Hemon, Al liorzh espar, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991. [embannet e 1939 evit ar wezh kentañ]
Roparz Hemon, Diwar Omar C’hayyam, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 127-141.
Mouloud Feraoun, Les poèmes de Si Mohand, Les Èditions de Minuit, 1960.




