Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 105 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 105 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 105 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 105 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (40)

« Gant estlamm hon eus lennet warlene Gurvan, pezh-c’hoari Tangi Malmanche. An den-se, divrud, hogos ankounac’haet adal un ugent vloaz bennak, ma embannas Marvailh an Ene Naoniek ha ma klaskas sevel, gant un nebeud re all, Spered ar Vro, ur gelaouenn-gelc’h dellezek a Vreizh, en deus tennet trumm Gurvan a-douez paperoù kozh. Ha ken mat ez anavez diegi ha digasted e genvroiz ma n’en deus moullet nemet hanter-kant a skouerennoù. N’int ket bet prenet holl c’hoazh, war a glevan.

Ne gomzin ket amañ eus Gurvan evel pezh-c’hoari. Ne gomzin ket eus ar mennozh don, – amañ e c’haller komz eus mennozhioù don, – glac’harus ha goapaus war un dro, a sklêrijenn ar pezh penn-da-benn, o reiñ buhez, muioc’h eget ma vefent livet evel tud wirion, hervez giz hor pezhioù-c’hoari all, d’an div verc’hodenn, Gurvan hag Aziliz. Eus Gurvan evel pezh-barzhoniezh e komzin hepken.

Kement am eus lavaret diwar-benn Bleimor a c’hallfen adlavarout. Setu amañ ivez ul labour, graet ‘pell diouzh safar ar bed’, hag o tougen merk ijin un den, e breder hag e soñjoù. Setu ivez gwir varzhoniezh, hag ouzhpenn, hini unan a oar ar vicher. Barzhoniezh uhel, barzhoniezh eeun, an hini n’he deus ket ezhomm eus gerioù rouez ha troioù-lavar digustum ; glanoc’h eget barzhoniezh Vleimor, rak c’hoazh e rank barzhoniezh Vleimor gwiskañ dilhadoù uhelbriz ha bravigoù lufrus. Houmañ a c’hell bale en noazh. Ar gened enni a sav eus an diabarzh. Stag-mat eo outi evel ar c’hroc’hen ouzh ar c’hig. Eeunded ha leunded un arz en deus kavet e lezenn.

N’o deus ket hon daou varzh kentañ nevezet hor barzhoniezh hep neveziñ he stumm ivez, tamm pe damm.

(…)

N’eus nemet Bleimor, a gredan, en dije graet e brezhoneg barzhonegoù e yezh-plaen. Malmanche, diouzh e du, gant e werzennoù hir-ha-berr, hag implij ar c’hensonerezh ur wech ar mare, en deus klasket terriñ unvanded skuizhus hor gwerzenn. Pegen fraost avat e chom c’hoazh an dachenn !

Ur stumm-barzhoniezh dimp hon-unan hor boa gwechall, stumm ar c’hlotennoù-diabarzh, hag a roe d’hor gwerzennoù ur c’hwekter dianav e gwerzennoù ar pobloù all. Sed ur skouer a dlefe bezañ heuliet gant hor barzhed bremañ. Dilezet eo bet,war zigarez e oa re ziaes, un torr-penn evit ar barzh ! Ha n’en dije ket gallet bezañ eeunet ? Ha ne oa tu ebet da dremen hep ar glotenn-dibenn ha niver ar silabennoù, da virout ar glotenn-diabarzh, a oa dimp, ha dimp hepken ?

Ur yezh hon eus a zo kreñvoc’h enni an taol-mouezh eget en darn vuiañ eus ar yezhoù. Yezhoù zo, – ar soazneg hep mont pelloc’h, – a ra gant an taol-mouezh en o gwerzennoù. Biskoazh n’em eus kavet barzhed en hon touez o dije klasket ober o mad eus an taol-mouezh e brezhoneg. »

Ur skrid pinvidik gant hon Roparz. Ur skrid da lakaat prederiañ war hon barzhoniezh. Hon barzhoniezh… Embannet en 1924, pan oa Gwalarn en go. Ur mare leun a spi, leun a anken ivez. Lañsañ da vat mennozh ul lennegezh vodern ha staliañ he c’haoter war tan hag entan. Lieskementiñ al labour graet gant an daou diaraogour, hon Bleimor hag hon Tangi ha kemer skouer digante.

« Ne c’houlennan evit Breizh netra muioc’h eget ar pezh a welan e pep bro all : ur varzhoniezh tud, ha n’eo ket ur varzhoniezh vugale. » eme hon Roparz c’hoazh, hag adarre.

Stumm ha danvez ar varzhoniezh zo liammet. Petra dibab eta : barzhoniezh en komz-plaen ? Derc’hel gant sistem hengounel an enklotennoù ? Sevel barzhonegoù en un doare klasel-tre ?

Herie an dez hon eus a-bep seurt : ar stumm zo gwevnaet gant ar varzhed, diouzh o ezhommoù skrivañ, diouzh o ezhommoù aet da c’hoant sevel karmoù kizellet dik evit ezteurel o mennozhioù, o fromoù.

Hon Roparz en deus ivez briataet meur a zoare da sevel e di a drivliadennoù. Teir gwerzenn gentañ Ar rozenn du (1939) war batrom an enklotennoù :

« En ur saonenn e kresk va rozenn du,

            Dindan un oabl teñval ha leizh dalbec’h,

            Gant tiez hakr stlabezet traoñ ha krec’h »

Klaskit an eil silabenn diwezhañ bep tro da gavout ar glotenn diabarzh adkavet en troc’h ar werzenn. Un doare da reiñ harp d’an taol-mouezh, nemet e vefe ar c’hontrol…. Reiñ lusk ha ton d’ar varzhoniezh.

Evit ar blijadur ur skouer all tennet diouzh Ar melezour (1967), ur barzhoneg zo e andon en don-donañ hon Roparz. Ur barzhoneg savet gant kizidigezh ha blizidigezh :

« Ha mirout a rez, melezour,

Kuzhet e donder da werenn,

Eus an dremmig kizidik flour

A sellas ennout, ur roudenn ? »

Hon Tangi ne oa ket perzhiek en Gwalarn, daoust dezhañ bezañ roet lod eus e skridoù da vezañ embannet gant ha war ar gelaouenn. Evel bet lavaret kant gwezh, un diaraoger, ur rakkemenner. E oberenn meulet ha dezverket gant meur a hini : hon Roparz, hon Maodez hag ivez Reun ar C’halan, pe Mikaela Kerdraon pe c’hoazh Morgan ar Menn.

An tu kemeret gant hon Roparz zo da vezañ dalc’het, Gurvan un oberenn a varzhoniezh. Bezañ bamet gant gwerzennoù kizellet hon Tangi. Re wir barn hon Roparz : ur yezh eeun, simpl a vefe tu da lâret zoken, met ur yezh o charreat ganti mennozhioù don.

Dimp da lenn ha da adlenn pezh hon Tangi evel pa vije un hollad tapas da zigeriñ hag hon c’halon hag hon spered. Da leuskel hon trivliadennoù da darzhañ, da zispakañ…

An telenner kozh Glanhael an Dall, kenderv da Wenc’hlan :

« Me glev ar mor o trouzal,

me glev ar vran o krozal.

Brini mor, brini gwenn,

ganeoc’h pe geloù laouen ?

Brini fall, brini du,

pe varo ’ziouganit-hu ? »

Kensonerezh. Unan a c’hall bezañ kaset pelloc’h c’hoazh evel ur marsoñjig eus hon c’hloterezh kozh :

« Ar vran a goag hag a ra goap,

koa, koa, koa… goap, goap, goap, goap…

Gouel, avel, ha youc’h, ha yud… »

Na penaos eo rentet trubuilh Gurvan pan anavez mouezh Aziliz ha pan glask reizhañ e vemor :

« Aziliz, Aziliz,

ano heñvel a glevis…

Aziliz, Aziliz,

ene heñvel a welis…

O pe luc’hedenn

em fenn o strakal !

Na pe sklêrijenn

’kreiz an noz teñval !

Doue trugarezus !

Tostik din emañ ar gouloù,

ha me a chom en amc’houloù !

O ar ouel, ar ouel euzhus ! »

Pe c’hoazh an eskemm etre an Ael Gwenn hag an Ael Du, er Beurbadelezh. An Ael Gwenn o komz da gentañ, hag o reiñ dimp un daolenn en stumm negativ barzhoneg hon Roparz, Ar rozenn du :

« – Me oar un enezenn yen,

tuniennoù du en he c’herc’henn.

Gwenn eo pep tra warnezhi,

gwenn eo pep toenn ha pep ti.

Eno n’eus heol o sevel ;

pep devezh a red, heñvel :

deiz hep gouloù, noz hep euzh ;

deiz hep esper, noz hep keuz.

Kalz a dud a chom eno,

koulskoude ne weler seurt ;

nikun n’oar eus e genseurt

an doare hag an ano.

Eno ne c’houzañver ket…

– Ya da, pa ne vever ket !

– Eno n’enkrezer ket ken…

– Sur, pa ne vezer ket ken ! »

Hag e kendalc’h an Ael Du troet war-du Gurvan :

« Ma klaskez an ankounac’h,

kae du-hont, bez dinec’h !

Eno, va c’hamalad,

evit ar wech diwezhañ,

te ’glevo ano da dad

hag ar gerig BEZAÑ ! »

Pelloc’h ec’h adkrog an Ael Gwenn troet war-du Gurvan :

« Ar C’hwezh-tro, hervez e froudenn,

’ro liv ha doare d’ar skeudenn.

Ar gouloù a welez en aer

n’eo ’met gaou gant da lagad klañv :

pezh a vez pounner a zo skañv,

pezh a vez skañv a zo pounner.

Pezh a vez eeun a zo kromm,

pezh a vez kromm a zo eeun.

Hag an dra c’houllo a zo leun.

An aour melen n’eo nemet plom,

hag ar plom a zo dour feunteun.

Liv ha doareoù ? Faltazi ! »

N’eus aze nemet tammoù, tapas mard on aotreet da ober gant ar ger-se, evit hon flijadur. Lenn hag adlenn Gurvan.

Ur yezh eeun, simpl, met o kas mennozhioù uhel.

Evel am eus skrivet c’hoazh, ar Malmanche ne oa ket perzhiek en Gwalarn. C’hoariet en devoa e roll, klasket sevel un doare Gwalarn a-raok Gwalarn ? Moarvat. Ar mennozh a oa en anv e gelaouenn, Spered ar Vro. An anvioù a oa disheñvel. An anv Gwalarn a zegase mennozh ul lusk, ul lusk tonket da vont da luskad. Hon Tangi a ouie eus ar gwalarn o sevel, evel m’en diskouez an didaskalienn-mañ : « Ar gwalarn a sav, dister da gentañ, kreñvoc’h-kreñv betek ar fin. ». Un didaskalienn anavezet gant hon Roparz, sur !

Herve Bihan

Levrlennadur

Roparz Hemon, Barzhoniezh, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 80-89 (embannet en 1924)

Roparz Hemon, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991.

Tangi Malmanche, Gurvan ar marc’heg estrañjour – Mister, Al Liamm, 1975.

Le Studio - Agence de création graphique et web