AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (41)
Er penn-kentañ e oa tud yaouank, deuet er bed gant o c’hantved, peurliesañ pe seik. Tud yaouank aet da dud gour buan ha d’ar red diouzhtu goude reuz al lazhadeg vras, ha n’eo ket al lazhadeg veur. An heugajiri ne blij ket dezhañ an oksimoriñ…
A-walc’h follennata kelaouennoù zo eus ar c’houlz-se, evel Feiz ha Breiz pe Kroaz ar Vretoned, evit ma kouezhfe hon selloù war anvioù tud yaouank anavezet ganimp, tonket da aloubiñ ur gelaouenn all, diwezhatoc’h. Gwalarn. Eozen Jarl a deuio Yann-Eozen Jarl, Youenn Drezen, Jakez Riou pe ur Jakez all, bet gant an daou diwezhañ o ruzañ e amzer en tu all d’ar Pireneoù. Jakez Kerrien. Mestr ar Roc’h Toull.
« E korn un hent don az gwelis,
O spern gwenn, gwan a leun a c’hlizh !
’Nez kichen, un evnig lirzhin
A gane heol ruz ar mintin,
Hag un aezhennig ouzh da voud
A rae nijal c’hwezh-vat ha boud… »
A skrive hon Youenn en 1924, en Feiz ha Breiz. Un nebeud amzer a-raok e skrive hag hon Yann-Eozen Jarl hag hon Jakez Kerrien :
« Kêrig sioul eus va bro, ac’hanen me da wel ;
Me ho kwel ivez, Mamm, glac’haret’tal ho tor ;
Va hetoù ar gwellañ a nij, dreist an dremmwel,
Davedoc’h en draoñienn didrouz holl ha goudor.
Kêrik sioul eus va bro, ac’hanen me da wel ;
Mamm, enoc’h e soñjan, pell bras diouzh an Arvor…
Kuñvoc’h oa ho pokoù’get ar flourañ avel…
Kaeroc’h ho kanaouenn eget boud an trouzvor…
Ho selloù ken tener pa luskec’h va c’havel !
Mamm, ennoc’h e soñjan, pell bras diouzh an Arvor.
Kêrig sioul eus va bro, ac’hanen me da wel. »
Ha c’hwec’h poz all. Er bajenn war-lerc’h e skrive hon Jakez :
« – Siwazh ! aotrou Kloareg, me zo deut adarre
Da lâret deoc’h skrivañ ul lizher evidon !
Da gas d’am faotrig eo. Pep hini gar e re,
Ha va faour kaezh Lanig zo ken tost d’am c’halon,
Ma n’en diskouezin biken re. »
Ha seizh poz all… Hag ar Jakez all, hon Jakez Riou, un duilhad bloavezhioù a-raok :
« Yeot druz er park ha bleuñv er gwez !
An aezhenn en draouienn a c’hwezh ;
En oabl glan
E nij prim mouezh an alc’houeder,
Hag er vodenn drez e klever
En diskan. »
Hag un nebeud pozioù all c’hoazh. Pe c’hoazh, Hanternoz e beg ar Raz :
« Hanternoz !… Hag ar stourmad a gresk hep ehanañ ;
Hag, hep ehanañ, e yud enep Gorlebella. (1)
Hep herzel ar sklêrijenn ’ya betek an dremmwel
Da skoazellañ ar moraer a zo c’hoazh du-hont pell.
Evnedigoù a bellvro, ganto treuzet ar mor,
O welet an oaled-se ’vit o diskuizh digor,
A zinij a-denn-askell ; met, o siwazh ! raktal
Ar strollad flastret a gouezh ’barzh an donder teñval.
Oh ! evel-se hep gouzout ’z eus ur roc’h war ho hent,
Kenvroiz, pet ac’hanoc’h ! pet, allas ! a dremen ! »
Netra marzhus, pezhioù diouzh doare ar skolioù dereat zoken. Un didamall memes tra : lod barzhonegoù zo bet savet diwar ur c’harkan kemennet. E-maez ar frankiz… Dres ar pezh a zisplije d’hon Roparz. Met burzhudoù a c’hoarvez a-wezhioù. Ar pevar-se tonket da ginnig dimp oberennoù marzhus, ouzhpenn marzhus, muioc’h evit marzhus zoken.
Sede ma teu er-maez niverenn 4 Gwalarn, en bloavezh kentañ hon c’helaouenn lennegel. Un niverenn venniget, ya benniget. Mar kavit ur ger all, lârit din !
En niverenn-se e lenner anvioù tost d’hon spered : Roparz Hemon, Yann-Eozen Jarl, Jakez Kerrien. Tri anv, tri barzhoneg : Barzhoneg evit kreiz ar bloaz, Frankiz, Penn ar C’hreisteiz…
Echu gant karkan an temoù goulennet ha rediet, donemat d’ar frankiz skrivañ, d’ar frankiz ezteurel e drivliadennoù, d’ar frankiz ober ha c’hoari gant ar yezh. Ur yezh uhel, resis, hag a nac’h an disteraj.
Sede barzhoneg hon Yann-Eozen :
« Ar yourc’h e don ar c’hoad hep mar a gar dour pur ar stêr :
Ouzh koantiz lemm hor Bro hor mennozh gwenn a lamm ken taer.
Gant frond ar Brug’hed ar grug dall
E sav koun kaer un amzer all
En ene Breizh.
An evn a c’heiz en deil war dav pa sav ar goañv da vervel :
Er reklom setu dreist ar roc’hell kloc’h hon Deiz o c’hervel !
Ur gwent a red er vered vud ;
Ur gwent e vouezh leun enkrez put
A c’hwezh drezomp.
’Vel loar ar beure, eurioù du, ha fru hon Noz du-se :
Mii kan ar gaouenn drist, met kanenn an tridusañ mae.
Ur mor a sell en dremmwel bras ;
Ur mor e darzh leun a c’hoarzh glas
A gan ganimp.
Ra lintro pelloc’h tal hon Tad gant dudi e vrud kann :
Hol liamm a dorrimp gant striv hir ha dirann hor mir splann.
Un heol a sked er gevred sour ;
Un heol gant saezh karantez flour
A c’hor hor c’hreiz. »
Aze emañ arz klok hon barzh : ur yezh uhel, pinvidik, leun a lennadennoù prizius liesseurt, met ivez ur yezh kran, cheuc’h evel n’eus ket kalz diouti.
Sal’respet, diaes chom hep gwelet en gwerzaouer Feiz ha Breiz barzh Gwalarn da zont : an egin, al linenn dec’h zo aze, gant harp ur yezh damheñvel.
Ar memes tra, penaos chom hep kavout un elfenn a arz pur en skridoù kentañ hon Drezen pe hon Riou : ur werzenn a-wezhioù, evel ma lâre hon Roparz, ur ger bennak koublet gant ur skeudenn a deuio marteze da vezañ ur mennozh ?
Ha barzhoneg hon Jakez all, ar C’herrien ? Ur barzhoneg hir. Just un tañva :
« Trec’het’oa bet al lu. Pep tra, evit o c’holl,
E-pad an hañv a-bezh a c’hoarias da fall ;
Un devezh en o c’hêr’voe lakaet an tangwall,
Ha gant tan ar Saozon’oa aet o danvez holl.
Eizh deiz er c’hoadoù bras e klaskjont o repu,
En anken da vezañ kavet gant ar Saozon,
Hag e kredent atav, e goueled o c’halon,
E teuje un Arzhur da reiñ an trec’h d’al lu. »
Ur rakkemenn d’e romant. Ar romant kentañ embannet gant Gwalarn. An neb a anavez un tamm ar strollad Gwalarn, en dije gallet soñjal gwelet un torkad barzhonegoù o tont er-maez en stumm ul levr, ha n’eo ket ur romant. Gwall rouez ar romantoù brezhoneg, d’ar c’houlz-se… Marteze e oa ret miret ar barzhonegoù evel lec’hioù arnod, evel lec’hioù kreñv da wareziñ ?
Un tamm all eus barzhoneg hon Jakez :
« Ahont an enezenn a izelae hec’h aod ;
Ne weled anezhi nemet a-dreñv ur ouel ;
A-nebeudouigoù e varvas en dremmwel,
Evel un dra teuzet war c’horre ar mor blod.
Hag e kredjont e oa marv o c’halon baour.
O foan a oa re vras’vit gwelout gouelañ kreñv ;
Heñvel a-walc’h e oant, o vont dindan an neñv,
Ouzh bernioù teuzed mud kaset gant red an dour. »
Yezh hon Jakez n’he deus ket da gaout avi ouzh hini hon Yann-Eozen. Hon C’herrien en devoa komprenet e ranke ar barzh kemer ar pezh en deus ezhomm anezhañ evit reiñ nerzh d’e weledigezh, d’e dirvliadennoù. Ar yezh en gourc’hemenn an arz.
Sede, Feiz ha Breiz pe Kroaz ar Vretoned rakkambroù Gwalarn ? Enne e oa boulc’het ar gefridi gentañ, enne e oa savet ar goulennoù kentañ, enne e oa lakaet ar mennozhioù kentañ da gellidañ.
Treuzneuziadur speredoù yaouank da sevel ur weledigezh evit hon lennegezh vodern. Ha derc’hel.
An Ankoù a harzo hon Jakez Riou, siwazh. Ne voe ket mui a Introibo pe a C’heotenn ar Werc’hez all. Manomp gant se eta. Ar Yann-Eozen a raio evel ma ra ar blanedenn he fallaenn, e vuhez a vo un doare alfa-omega : tarzh hag adtarzh, geriennoù e greizon. Hon Youenn a vo an Nozvezh Arkuz evel un neudenn greiz en e vuhez, betek e zevezhioù diwezhañ en ospital, feal d’e vignoniezh. Hag hon Roparz e ouvezomp a-walc’h e voe ouzhpenn bezañ pirc’hirin ar mor, kier daonet ha skrivagner bamus.
Met hon Jakez all, hon C’herrien, hennezh a zivizo, ya, a zivizo paouez goude taol kurun ar Roc’h Toull. Pan veuzer, e weler klogorennoù o tont war c’horre da ziskouez zo buhezig c’hoazh. Ha mann ebet ken buan.
Evel ma troc’her trumm gant ur garantez re vras, re aloubus, o liñvañ e drivliadennoù na c’haller ket mui mestroniañ.
Hennezh en dije gallet bezañ tudenn da Anton Blondin. Hennezh zo bet evel ur marmouz er gouañv, evel ma skrivas ar Blondin : « Sede, en Sina, diouzh ar gouañv, marmouzien saouzanet zo a gav repu en kêr. Pan vezont niverus a-walc’h, e tommer un tren evite hag e kaser anezhe d’o c’hoadoù genidik. »
Na soñjit ket eo kriz ar varn, nemet c’hervoni zo o welet ur skrivagner donezonet o c’houlenn, emskiantek, ar spazhañ da vat…
Skrivañ n’eo ket ur vicher didrubuilh ha skrivañ en brezhoneg zo trubuilhusoc’h. Seul uheloc’h mennad Gwalarniz.
Herve Bihan
Levrlennadur
Jakez Kerrien, Ar Roc’h Toull, Levraoueg Gwalarn 1, 1926.
Jakez Kerrien, An tri a gavas o Breizh e Spagn, Skol-Vreiz, N° 40-41, 1975, pp. 35-36.
Jakez Kerrien, Ma ouijen-me skriva !, Feiz ha Breiz, N° 8, Miz eost 1922, pp. 236-237.
Gwenlean (Jakez Kerrien), Penn er Chreisteiz, Gwalarn, Nnn 4, 1925, pp. 38-39.
Jakez Kerrien, Ha reizh eo ar Werzaouriezh Vreizhek ?, Gwalarn, Nnn 12, 1927, pp. 62-66.
Yann-Eozen Jarl, Va mamm, Feiz ha Breiz, N° 8, Miz eost 1922, pp.234-235.
Yann-Eozen Jarl, Frankiz, Gwalarn, Nnn 4, 1925, p. 38.
Youenn Drezen, Spern-gwenn, Feiz ha Breiz, N° 4, Miz ebrel 1924, p. 149.
Roparz Hemon, Barzhoneg evit kreiz ar bloaz, Gwalarn, Nnn 4, 1925, p. 37.
Roparz Hemon, Stumm ar Varzhoniezh, Gwalarn, Nnn 12, 1927, pp. 74-79.
Bernez Rouz, Jakez Kerrien etre Feiz ha Breizh (1917-1931) : Studiadenn war lizheroù Jakez Kerrien kaset da Youenn Drezen, E koun Youenn Drezen (1899-1972), Al Lanv, 2022, pp. 105-128.
Antoine Blondin, Un singe en hiver, Éditions de la Table Ronde, 1959.
(1) Gorlebella(ñ) eo anv ar garreg m’eo savet tour-tan ar Wrac’h.




