Kronikenn 107. AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (42)
« Ar Roc’h Toull a zo dudius, fentus ha leun-chouk a faltazi penn-da-benn ; ar pezh a zo dibaot a-walc’h en ur romant brezhoneg. Ur paotr yaouank a goll e hent e-barzh Roc’h Toull Landivizio. Eno, – e-giz Rip Van Winkle e kontadenn Irving, – e tegouezh e-kreiz ur strollad paotred, « furcherien » a ra Kerrien anezho, o c’hoari kilhoù dindan an douar. Ne zibunin ket deoc’h petra a c’hoarvez da c’houde : istor an Enskrivadur, ar C’hazh Du, ar C’hilher ha Falz Aour an Drouiz Meur. Lavarout a rin deoc’h hepken ez eo gwall-gaset amañ pep doare fouge : fouge ar ouizieien hag ar varzhed ; fouge an eil hag egile ; fouge ar skrivagner hag e vignoned.
Ar falatzi dreist-holl a ra talvoudegezh al labour-mañ, ur faltazi a-ouenn gant faltazi ar Gelted kozh, pa zisplegent danevelloù o beajoù burzhudus, a-ouenn gant faltazi ar Gelted bremañ, Iwerzhoniz da gentañ-penn. O lenn Ar Roc’h Toull em eus soñjet meur a wezh e levrioù saozneg James Stephens, Ar Podad Aour da skouer, a vo mat treiñ en hor yezh deiz pe zeiz.
Romant Jakez Kerrien a zo skrivet. Da lavarout eo ez eo un oberenn a lennegezh, nann ur marvailh pe ur sorbienn bennak evel m’hon eus re anezho. Skrivet eo gant reizhted ha sklaerded ar yezh lennek, hep koll tamm ebet eus blaz mat yezh ar maezioù. Piv er feur-se a zo par da Jakez Kerrien ? Pennadoù a c’hellfe bezañ kavet er Roc’h Toull a zo marteze ar gwellañ a zo bet biskoazh skrivet e brezhoneg. O lenn ar seurt oberennoù en em c’houlenner gant levenez, ha gwir e ve emaomp o vont da gaout ul lennegezh vras. »
A skrive hon Roparz en 1926, un tammig a-raok gwelet al levr o tont er-maez. Ur skrid talvoudus hini hon Roparz, ur skrid pinvidik daonet. Reiñ a ra e soñj, e varn a lârfen, diwar-benn un oberenn vrezhoneg da zont ha lennet gantañ. Divizet gantañ he lakaat moullañ. Ya, hag ober eus an embann-se levr kentañ Levraoueg Gwalarn. Soñjit’ta. Buan e teuio daou levr all, troidigezhioù. A-bouez an troidigezhioù, n’eo ket en ober Gwalarn nemetken, met ivez en ober kement lennegezh a-live : War varc’h d’ar mor, pezh-c’hoari gant J.-M. Synge, troet gant Youenn Drezen ha Tonkadur Bugale Tuireann, danevell iwerzhoneg addispleget gant Roparz Hemon.
Kement-mañ a oa mennozh-stur Gwalarn : Labourat da reiñ da Vreizh ur sevenadurezh dezhi hec’h-unan, dre lakaat ar brezhoneg da vezañ par da yezhoù all ar bed, unvan ha pinvidik a-walc’h da skeudenniñ pep mennozh a c’hall mab-den da gaout ; dre reiñ da Vreizh, en he yezh, ul lennegezh vras ; dre sklêrijenniñ Breizh e pep doare.
Ha da lârezh F. Vallée, Tata Vallée evidomp ha dre zoujañs evit evitañ hag e labour dreist-ramzel, e oa Gwalarn o reiñ d’hol lennegezh muioc’h a lañs eget n’he doa bet e-pad kantvedoù. Gwalarn ur reveulzi sur, un dispac’h ken sur all. Diziouerus.
Hag e-barzh skrid hon Roparz zo un toullad traoù all, pouezus. Ur Roparz 26 vloaz, soñjit’ta, ya soñjit’ta. Un nerzh labourat sur, met ivez un nerzh prederiañ. Pa gomz eus romant hon C’herrien e ra ur boelladenn rouez-rouez, d’ar c’houlz-se. Ober a ra ur studiadenn verr, gwir eo, met ur studiadenn a lennegezh keñveriet. Hag eñ a oa gouest da lenn ha da studiañ diwar ar yezhoù orin, ha n’eo ket diwar troidigezhioù !
Just a-walc’h : ha goût a refomp un deiz bennak petra oa levraoueg Roparz Hemon ? Diskouez din da levraoueg hag e lârin dit piv out, eme ul lavarenn brudet-mat en tu Trogeri. Gwir eo derc’hel levraoueg n’eo ket kadarnaat bezañ lennet pep tra ! Komz a ran amañ eus levrioù lennet, boulc’hurun… An dastumerien n’int ket holl lennerien, c’hwi oar kenkoulz ha me ! Petra oa levraoueg Roparz Hemon : sed aze un danvez-studi evit studierien ar skolioù-meur. A-bouez evit kompren ster hon lennegezh. Kompren arc’hoù hon lennegezh. Ret mat dimp mont gant hentoù hon lennegezh ma fell dimp e teufe da voked dimp. Hag evel ma skriv ma mignon Erwan, sellet ouzh hon lennegezh, n’eo ket evel ul lennegezh periferek – pebezh ger ! – met evel ul lennegezh wirion o kemer he flas en Republik bed al lennegezhioù.
Ha barn hon Roparz war oberenn… nemeti hon C’herrien : gwir lennegezh, ober gant ur yezh lennek hep koll blaz e vrezhoneg naturel. Ha dreistholl, un oberenn skrivet. Ya, ar skrivañ hag a ra diouer da oberennoù zo, re anezhe. N’eo ket brezhoneg evel ma teu e teu. Brezhoneg brezhoneg, da lârezh ur beleg all eus Bulien.
Un tamm eus pennad kentañ ar romant, kement ha kaout blaz ar skrid, blaz an danevelliñ :
« Un tachad, bras evel un nor-di, a oa flour ha lenkr e-kreiz ar voger rust ha digompez. Da heul ar vogedenn wenn ha glas a save diwar va c’horn, e nije va soñjoù. En em lavarout a raen en doa gwelet Dante war un nor evel honnezh ar c(homzoù estlammus a lennas war dor an Ifern :
Per me si va nella città dolente,
Per me si va nell’eterno dolore,
Per me si va tra la perduta gente.
Giustizia mosse il moi alto fattore,
Fecerni la divina potestate,
La somma sapienza e’l sommo amore
Dimanzi a me non fur cose create
Se non eterne, ed io eterno duro.
Lasciate ogni speranza, voi ch’entrate !
Drezon ez eer e-barzh ar gêr a c’hlac’har,
Drezon ez eer d’ar boan beurbadus,
Drezon ez eer davet ar ouenn gollet.
An eunded a roas lusk d’am aozer-meur,
Ar galloud doueel am greas,
Ar furnezh dispar hag ar garantez kentañ.
Araozon ned eus bet krouet netra
Nemet traoù peurbadus ; me ivez a bado da viken.
Kuitait pep goanag, c’hwi hag a zeu e-barzh !
Ha luskellet va spered gant sonerezh sklintin gwerzennoù barzh an Ifern, e kerzhan d’e heul dre wenodennoù kamm ha ribouloù sonn ar gêr villiget. N’ouzon ket pegeit e padas va zro : en un taol, trouz skiltrus un nor, o wigourat en ur skeiñ war he mudurunoù eouliet fall, a lakaas ac’hanon da skrijañ adalek va fenn betek va zreid. Er voger un nor a zigoras, bountet gant ur mellad den gwisket e-giz ur Breizhad eus an amzer gozh : tog voulouz, chpenn verr, hag ar gouriz da zerc’hel ar bragoù bras. Gant aon da vezañ gwelet, ec’h en em ris ken bihan ha ma c’hellis em zoullig. ’Met paotr e vragoù bras a oa e selloù o parañ warnon ; dont a reas war-du ennon ken habask ha tra, hag en ur reiñ un taolig din war va skoaz gant beg e vizied, e reas din da vont d’e heul. Sentiñ ’oa ar gwellañ ma n’em boa ket c’hoant da vezañ dibradet ha sammet war e chouk. Ha me war e lerc’h, aonik evel ur bugel war-lerc’h e vamm a zo o vont da reiñ dezhañ ur roustenn. An nor vras a serras warnomp hep an disterañ trouz, hag en em gavout a rejomp en ur gambr hirgarrezennek, sklaer evel pa vije bet kreisteiz. Ken arrebeuri nrmrt un daol grenn, un douzier wenn warni ha seizh kador tro-dro. Digeriñ a raen va daoulagad gant an estlamm ; va ambrouger, avat, a gerzhe atav a gammedoù hir evel ul labourer goude un dervezhiad arat war an douar blot. Un nor all a zigoras frank, ha setu ni en un eil kambr ken bras hag heben, hag heñvel-mik, nemet e oa pallennoù war an douar ha war ar mogerioù, hag unan c’hlas war an daol grenn. Den ebet, na trouz loen na trouz den : ur sioulded ponner evel el lec’hioù nad a e-barzh nemet aer rouez ha pouar. O vezañ ma oan chomet a-sav da arvestiñ pishoc’h ar pezh a welen, setu va ambrouger o tistreiñ e benn war-zu ennon. O welout pegen souezhet e oan, e zremm ledan a voe sklêrijennet gant ur mousc’hoarzh ; e c’henoù a zamzigoras hag a ziskouezas din div renkad dent hir melenet, moarvat, gant ar butun karot. Grik ebet koulskoude. Ne ouien ket petra da soñjal diwar-benn an traoù sebezus a c’hoarveze ganen. Edon war-nes krediñ e oan bet douget en un taol da rouantelezh ar C’horriganezed, pe da vroioù rimadelloù ar mil nozvezh hag unan ouzhpenn, ar rimadelloù dudius a savas ar rouanez Scheherazad da ziduiñ spered teñval ar Sultan Schahriar, he fried, pa skedas dirak va daoulagad an enskrivadur-mañ, moullet e lizherennoù liv du war an nor a gase er-maez eus ar gambr ma oamp enni :
Den ned a e-barzh,
Nemet e ve barzh,
Hag ur c’haer a ruilher.
Nikun ned a tre,
’Met a Vreizh e ve,
Diwar ouenn digailhar. »
« Luskellet va spered gant sonerezh sklintin gwerzennoù barzh an Ifern », eme hon Jakez. Moarvat e oa bet ken luskellet all Pêr Bourdelles pan en devoa divizet treiñ skrid Dante en brezhoneg, penn-da-benn. Eñ ivez a ouie eus an italianeg, eus yezh ar c’hêrioù meurdezus ha klet, eus yezh veur ul lod mat eus hon ijin hag hon memor klasel. Un hent da vont gant hon c’hlaselezh. Sede skrid dor an Ifern troet gant hon Pêr, d’e dro :
« Drezon ez eer er gêr hirvoudus ;
drezon ez eer er boan beurbadus ;
drezon ez eer e-touez ar re gollet.
Justis a voe mennad va aozour souveren :
goveliet on bet gant ar galloud doueel,
ar furnezh-dreist ha’r c’hentañ karantez.
Araozon-me ne voe krouet nep tra
ne oa nemet peurbad – ha peurbad e padin :
lez er-maez pep esperañs ’n ur zont drezon, mab-den. »
Ret eo ivez lenn hag adlenn An Divina Commedia troet gant Pêr Bourdelles. Ur skrid kaer. Mont war roudoù Beatris Portinari, karantez Dante sammet gant an Ankoù, ambrouget gant Vergilius, a-dreuz an Ifern, ar Purgator…
Sede Ar Roc’h Toull : ur skrid bet savet en Rom en skeud oberenn Dante Alighieri. Ur romant enlaeziñ – inisiatek mard eo gwell ganeoc’h – eo romant hon Jakez. Heuliet e vez gantañ un douaroniezh, douaroniezh ar bedoù kuzh, bedoù rinek. Troellennet ar skrid brezhoneg asambles gant bleunioù ur yezh all, yezh an Dante. Oberenn hon Jakez a chomo evel un ebrenn en oabl hon lennegezh.
Ret eo lenn hag adlenn Ar Roc’h Toull, ennañ emañ egin hon lennegezh vodern, dindan stumm al levr kentañ embannet gant Gwalarn.
« An hunvreoù, hervez e-leizh a dud, a zo gaouiat hag hedro. Koulskoude me gav din n’int ket goullo ha didalvez krenn ; krediñ a rafen kentoc’h e teskont deomp gwirionezioù pouezus, pa fell deomp o spugnañ da welout ar rouedenn. E gwir, an hunvreoù a gelenn an den war e dechoù hag e berzhioù-mat. Ez leal, e-pad ma vez hualet ar spered er c’housk, ar falatzi a chom distag evelkent ; mont ha dont a ra ken hedro ha skañv ma’z eo bet anvet hini foll an ti. Skeudennoù a dro enni dalc’hmat. Hogen ar skeudennoù-se a zo ar re a vev ennomp e-pad an deiz, nemet ez int kemmesket. Lakaomp em eus gwelet hiziv va mignon Yann ; goude se ez on bet o leinañ ; hunvreal a rin ez on bet o leina gant va mignon. Mat ! hor faltazi a nij atav etrezek an traoù a ra ar muiañ plijadur deomp. E-pad hor c’housk eta e hnuvreimp ar peurliesañ diwar-benn ar pezh a zo deut mat deomp. Sellit war be du e kostezit : an den a zo heñvel ouzh e hunvreoù ; an ever touet a hunvreoù banvezioù ma ne reer enno nemet kargañ ; an den hudur a hunvreo hudurniezh ; ar fougeer a raio atav e baotr mat. Holl hon eus an daou dech-mañ, gwrizienn ar re all : ar balc’hder ha drougyoul madoù ar bed. »
Eme hon Jakez kement ha klozañ e romant. Ur c’hlozadur awenet gant e gefridi a bastor katolik avat. Daoust da se e c’haller sevel a-du krenn gantañ : « an den zo heñvel ouzh e hunvreoù ». Ha ni a oar mat petra eo hon hunvreoù, ha se e-maez ar gador-brezeg, boulc’hurun ! Hon hunvreoù zo bevañ en hon yezh ha desevel hon bugale en o yezh, dezhe da vevañ en o yezh d’o zro. Ya, yezh hon bugale. Mard eo hon hunvre, kaset da benn bemdez, daoust da bep tra, daoust d’ar skoilhoù, daoust d’ar skopadennoù, daoust d’un istor gwariet, emañ ivez war-eeun war linenn hunvre Gwalarniz.
Herve Bihan
Levrlennadur
Jakez Kerrien, Ar Roc’h Toull, Levraoueg Gwalarn 1, 1926.
Roparz Hemon, Levrioù Nevez, Gwalarn, Nnn 5, 1926, p. IVb.
Dante Alighieri, An Divina Commedia, lakaet e brezhoneg gant Pêr Bourdelles, Imbourc’h, Niv. 90-91/1, 1977.
Pascale Casanova, La République mondiale des lettres, Points, 1999 & 2008.
Erwan Hupel, Considérations bretonnes pour une autre analyse des littératures en langues minorisées, in Jon Casenave, Gwendal Denez & Erwan Hupel, Les nouveaux chemins de la littérature – Repenser l’analyse des littératures en langues minorisées, Tir, 2020.
Diwar-benn Rip Van Winkle: https://fr.wikipedia.org/wiki/Rip_Van_Winkle
Diwar-benn James Stephens : https://fr.wikipedia.org/wiki/James_Stephens_(%C3%A9crivain)




