Kronikenn 108 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (43) Ramzed Gwalarn. Ramzed pennek. Ramzed diziouerus. En o mesk ur gov, hini an terouer, hini ar brezhoneg brezhoneg. E anv bihan a oa Yeun. Yeun ar Gow. Noter Pleiben. Un noter bet ivez etnologour, en despet dezhañ. Eñvorennoù e oad bugel, e oad krennard ivez, en skeud Tour Bras ur sant Jermen anavezet mat gant ar Vretoned. Ma fell dimp goût petra eo brezhoneg yac’h, bev, birvidik ha pinvidik ar rummadoù kent eo ret dimp lenn, adlenn ar skrid-se en skeud evezh ha spered Yeun ar Gow.
N’eus ket kalz skridoù skouer evel hennezh, en hon yezh. Krediñ er pezh a soñj Yeun ar Gow, pep hini a c’hall ober e soñj ivez. Abalamour da se e oa, en despet dezhañ am eus lâret, etnologour e gevredigezh. Ur gevredigezh klok a lârfe ar reoù yaouank hiziv ! Me a lavar ar gevredigezh vrezhoneg, an hini ma red enni gwad ur yezh a rankomp derc’hel a-ratre, kuit dimp n’eo ket koll hon ene, met hon buhez. Ha kouezhañ en toull du an Istor. Yeun ar Gow, sichennet don en e derouer, a ouie ivez eus al lennegezh pobl. Lenn hag adlenn Marc’heger ar Gergoad. Pe e skridoù kentañ en Gwalarn, stummet evel danevelloù. Danevelloù pobl, danevelloù ar bobl, danevelloù e bobl, danevelloù hon fobl. Un den gredus e oa hon Yeun. Un den a gredenn e oa ivez.
Ur barzh ivez, ur barzh nebeut anavezet. Ha koulskoude. Kizidigezh, doan, poanioù, goulennoù… direspont o sevel gwerzennoù leun a zenelezh, leun a zoujañs evit an tonkad na vestronier morse :
« Evel ul lenn divent meurbet
E hañval din tonkad mab-den,
Ul lenn treuzet gant froudoù kuzh
Warni skafoù o vont a-ruz
Hep stur nag hep levier d’o ren,
Nemet an Hini’vlein ar Bed.
Skafoùigoù ha bagoù skañv,
C’hoarielloù bugale drev
Aozet gant tammoù rusk ha prenn
Ha drailhennoù lien war stenn,
Stumet holl ker koant hag ar skrev
A nij en dremmwel diouzh an hañv. »
Geriennoù ha gwerzennoù un den en e gredenn relijiel, anat eo. Met geriennoù o tiwiskañ spered ha kalon hon Yeun hag e rediañ da gas e c’hoantoù pelloc’h. Geriennoù o rentañ ar skeudenn gwelet gantañ en melezour ar vuhez :
« En ur vageal war o goar,
Yaouank e ya un niver bras,
Tapet gant kasenn guzh al lenn,
Da ober peñse war o fenn,
DReist ul lamm-dour, e-kreiz ur raz
Sklaeriet gant skinoù blin al loar. »
Hon Yeun a ouie ivez re vat petra eo an Imram. Ur ger alc’hwez d’hon barzhoniezh vodern : « ’Vel sant Brendan war ar mor meur ».
Preder ar marv, preder donedigezh an Ankoù ivez :
« Ma freder zo gant ar Bed-All,
Rouantelezh an Ankoù dall,
Ma kerzh dezhi nikun gant mall.
Enkrez, anken ha garm ha leñv
Koulz da vugel ha da c’hour kreñv,
Goude mervel, ’barzh mont d’an neñv.
Hirnez ha skrij, poan ha skrign-dent
Da vab-den paour a-hed e hent,
E-doug e dreizh da vro ar sent. »
N’eus aze nemet taolenn dañs Bekabe. Aspadennoù taolennoù Lannijen pe Lomaria-an-Niskuit, taolennoù pell diouzh c’hoarzh hon Malmanche en e gontadenn, Kou ar vran. Preder un den en fin e vuhez, preder un den hag a lak e spi er vuhez all, en tu all d’ar melezour :
« Pa vin marv, dalc’het kloz
Em laouer e deon ur foz , deon = deun
War ma gorre ur bez noazh
Tra warnañ nemet ur groaz,
Piv a soñjo morse ken
Em c’helan er c’houril yen ? »
« Er bez pa vin marv-mik,
A-barzh ma vo brein ma c’hig,
A-barzh ma puko ar prenn
War ma eskern kras ha gwenn,
Sentiñ ouzh an urzh’vo ret
Da glevout barn Mestr ar Bed. »
Pe c’hoazh ar gwerzennoù diwezhañ-mañ, kavet en e godell-diabarzh e chupenn, goude ma oa aet war-du bro ar re zall hag ar re vouzar :
« An Ankoù du, a-barzh nemeur,
D’am sammañ’zeuy pa vo ma eur
Da vont ac’hann, d’ur vuhez all,
Sklêrijenn enni da bep dall.
Daoulagad mouchet zo em fenn
Ha n’anavezan du diouzh gwenn
Rak war va gweled’z eus ur ouel,
Ha re va ene, ivez dall,
A zo war gren eus ar bed-all.
Pa vo da vervel deut va zro,
Ma noz-veilh graet hep trouz na ton,
Pedit hepken e yezh va bro
Ma vo pep kalon tizhet don. »
Ur varzhoneg verr, fromus, ma kej un awen deut diwar aozer dianav Buhez Mab-Den gant awen tudenn ar Marc’heg Estrañjour, hon Gurvan.
Lod a lâro eo barzhoniezh dister. Gant ur weledigezh zo kentoc’h un diweledigezh. N’eus amañ tamm oksimor skedus a-berzh hon Yeun, nemet gerioù noazh, fromus, deuet eus deun e galon, broadelaet gant ar brezhoneg. Broadeliñ hon geriennoù zo un dever ma fell dimp derc’hel d’hon gwad brezhoneg derc’hel da gas hon lennegezh vodern.
Herve Bihan
Levrlennadur
Yeun ar Gow, Skridoù – Eñvorennoù oad gour – Barzhonegoù, hor Yezh, 2000.
Yeun ar Gow, E skeud tour bras sant Jermen (Eñvorennou bugaleaj), Ar Baol, 1955.
Yeun ar Gow, Al laer-dienn, Gwalarn, Niv. 98, Genver 1937, pp.20-37.
Yeun ar Gow, Matu, Gwalarn, Niv. 98, Genver 1937, pp. 38-53.




