Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 109 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (44)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 109 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (44)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 109 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (44)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 109 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (44)

« Prederiañ ’ra gant marzh ar barzh

O kantren diharz ’hed ar c’harzh

Sammet estlammus e spered

Gant an esmae hag an eston

A sko kalet en e galon

Doaniet, moaniet ha gwall boaniet.

War hud burzhudus an Natur

Kudenn vut d’an holl dud asur

E klask meizañ reizh, hep geizoù,

Klouar, hegarat, gant trugar

War an douar, hep ket arvar

Kaner kan ar c’harantezioù. »

Ur barzhoneg berr, Hiraezh ar Barzh, da rakskrid a-berzh hon Yeun ar Gow, d’ur barzh all, Reunan ar Mougn, en 1957. Moarvat unan eus barzhonegoù kaerañ hon Yeun. Dediet d’ur mignon tost, unan eus e vro. Bro Jakez Riou.

Hon Reunan avat ne lezo ket un oberenn puilh-puilh war e lerc’h. Ha daoust hag-eñ eo ret pouezañ war ar fed n’eus ket a oberenn vihan. Oberennoù zo, tra ken. Kement pezh lennegel en hon yezh, dre hon yezh hag evit lennerien ha selaouerien hon yezh zo un tamm eus an egor lennegel adpiaouet. Kement pezh zo a ro digarez dimp da gemer perzh en Republik Lennegel ar Bed, pe en Republik Lennegezh ar Bed, evel a garfet…

Skrivañ zo un ezhomm, skrivañ zo ezteuler hon garm, hon drivliadennoù, hon selloù war ar bed omp perzhiek ennañ. Ha skrivañ en brezhoneg zo lakaat ar varrenn uheloc’h c’hoazh. Skrivañ evit piv, eme Pêr-Jakez Helias. Goulenn aner. Ma ne skrivomp ket evidomp-ni, ne savo tamm gweledigezh, tamm sell pe arsell war an dazont. Sede ar Pêr-Jakez e vije bet spletusoc’h dezhañ derc’hel da skrivañ en brezhoneg. Rak skrivañ en brezhoneg zo un akt a stourm. Boulc’hurun ! Ur stourm kalet ? N’onn ket. Ur stourm didruez, se a ouvezan evel kement hini ac’hanomp.

Hon Reunan en devoa savet e varzhoniezh diwar kizidigezh e spered hag e galon, en skrin un Natur a drivliadennoù dindan e zaoulagad. Un Natur test d’e gammedoù a-hed an hoaladoù bugel pe krennard pe gour…

Sede ma roan amañ tammoù eus e varzhoniezh bet embannet gantañ er gelaouenn Gwalarn.

1 – « Mintin gleb

                        … Â C’hlizh !

            Ne zalc’hez ket rak gouloù kriz !

                        Maodez Glanndour.

Er mintin-mañ,

Ur vrumenn dev a skignas war ar wrimenn,

A spegas ouzh ar bleñchoù, ’hed ar skourroù,

Perlezennoù, perlezennoù, perlezennoù !

Ken n’oa heñvel bolz ar bodoù,

Haleg, aozilh, bezv, kelvez,

Kignez,

Ouzh palezioù kinklet, hudvoredet…

– Piv a zeuio,

Ur briñsezig ’n ur gorolliñ ?

Piv zo pedet,

Ar boudiged gwevn ha lijer ?

Fichet ar palezioù – boull ha goullo ! –

            Ur mouch avel

            Hag ar mouilc’hi, o piklammat,

            O deus pilet greun ar glizh.

            – Lugern, lugern, lugern !

            An heol kriz o parañ,

– Krog’ta ! Krog’ta ! –

            En deus silet,’dreuz ar bodoù,

            Skinoù minlemm

            E-giz pavioù ur gevnidenn,

            En deus sunet

            Kement lommig a oa chomet

            – Bruzun, bruzun, bruzun !…

Mintin gleb ?

Chapeledoù luc’hus o tishiliañ,

Liorzh-hud trivlius – Kaerat touell ! –

Arouez va yaouankiz aet hebiou. »

2 – « Eñvorennig

Heñvel an diskourrer ouzh an Ankoù…

            Nag e vourren, p’ oan yaouankik,

            Klevout, hanter-vouget er vogidell,

            Taolioù stank ar vouc’hal o labourat !

            Hag o sklankat penn-da-benn ar stankenn

            Krukoc’h-krukañ ! ’trezek menez Kruloù,

                        – Tra ma strinke tammoù skolpoù

                        ’Vel laboused o tiboufañ –

            Ar penngosoù dopes taget en o c’hozhni !

            Pegen bourrus e oa gwelout ’dal ar beure,

            O c’houlaouiñ, ’touez ar gwial, o goulioù,

            Hag o skediñ – nag un dudi ! –

            Delc’h ar girzhier gloazet kig ha gwad,

            Kalon guzh ar bodoù, dizoloet !

            O tommheoliañ ’touez ar gwial,

            O tisec’hiñ ! – Kriz ar vicher !

Heñvel an diskourrer ouzh an Ankoù…. »

Gwall uvel an titl dibabet gant hon Reunan : Kraksonennoù. Dilorc’hentez ? Elevez, suroc’h. Ur barzh o leuskel un trivliad bennaket da vont, un trivliad da vezañ lakaet en skrin ur werzenn bennak : « Liorzh-hud trivlius – Kaerat touell ! – / Arouez va yaouankiz aet hebiou. ». Hon Reunan, levezonet, ha dindan hoal Natur e vro. Magañ e weledigezh.

Ur barzh gant e goustiañs ivez, koustiañs an Natur gloazet. Trouz, gwad ha gouloù. Ul lennegezh a heklevioù eo hon lennegezh. Un heklev o tassoniñ en hon barzhoniezh, evel en barzhoniezh Añjela Duval. Hon Añjela, a ouie sachañ hon evezh war an harlu, war torridigezh chadenn ar yezh, war an arallekadur, war ar bed o cheñch hep na vefe goulennet hon ali. Hon Añjela hag a ouie ivez diskuliañ splann droug an arc’hant bras, an droug deut diwar an Natur foeltret ha dismantret. Gant hon Reunan e weler, e klever ul lod eus an darvoudoù-se.

Mouezh an torgos derv divarret dindan gwerzennoù hon Añjela :

« Setu me amañ bremañ,

Hañval ouzh ur peulvan,

Ur peulvan gouliet,

Ur peulvan mac’hagnet.

Pebezh dismegañs !

Birviñ ’ra va gwad em gwrizioù

Gant an droukrañs. »

Hag e komz ouzh an divarrer, an diskourrer :

« Troc’het ec’h eus din va barroù,

Graet ec’h eus din goulioù,

Va diwisket en noazh !

E noazh er goañv yen !

Rak diframmet ec’h eus din zoken

Va gouhin iliav glas.

O den hep elevez !

Hep truez ouzh va gloaz.

Ma ne varvan gant ar riv

E riell miz C’hwevrer,

Me ’bako sur mat

Un taol-gwad,

Gant va fenn moal ha diskabell,

E bannoù treitour Heol Meurzh. »

Ne gav ket din eo mont re bell lâret hon eus aze egin un emskiant ekologour. Hon ekologiezh ac’h a eus ar c’hleuzioù hag o annezidi, dre anvioù ar parkoù, an tachennoù, betek ar yezh a ra gwad hon identelezh.

Herve Bihan

Levrlennadur

Reunan ar Mougn, Kraksonennoù (1), Gwalarn, Niv. 140-143, Gwengolo-Kerzu 1941, pp. 142-143.

Reunan ar Mougn, Kraksonennoù (2), Gwalarn, Niv. 146-147, Meurzh-Ebrel 1942, pp. 143-145.

Reunan ar Mougn, Barzhonegoù, Emgleo-Breiz, [1957].

Añjela Duval, Kan an Douar, Al Liamm, 1973, pp. 37-39.

Le Studio - Agence de création graphique et web