Kronikenn 110. AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (45)
Angry young men. Men and women. Magañ o gweledigezh, magañ o goanag, magañ hon lennegezh. Ul lennegezh vodern, legadet dimp n’eo ket evel ur skrin met evel ul lañs. Lañs da grouiñ, lañs da gompren ar bed. Ul lennegezh modern ha balc’h o c’houlenn he flas en touez al lennegezhioù modern ha balc’h all… er bed. Krouiñ, treiñ, azasaat, rentañ. Digeriñ e galon, digeriñ e spered. Reiñ frankiz d’e drivliadennoù ha goveliañ ur yezh da ezteurel anezhe, dik, pervezh, lammet diouzh e kreizon. Krediñ skrivañ, krediñ en em lakaat en noazh drek ar geriennoù.
Paotred ha merc’hed yaouank Gwalarn, lañs gante diwar o c’hantved, o devoa kredet en kement-se. O hardison lennegel n’eo ket bet un taol aner, er c’hontrol. Diskouez e c’haller sevel en e yezh, en brezhoneg evel ma ve graet en n’eus forzh petore yezh all. Diskouezet o deus, just a-walc’h, n’eo ket ar brezhoneg ur yezh disheñvel diouzh ar yezhoù all. Nann, met diskouezet o deus ivez e tere ar brezhoneg dimp ha n’eo ket ur yezh all. Se eo an adlakadenn (ar c’horollaer mar kirit), an daou du eus ar memes pezh.
Hon lennegezh ne aparchant ket d’un impalarded met d’ur republik. Un imparlarded maget gant an trevadenniñ, lec’h m’eo pep tra stag ouzh boue saveteiñ ar galleg… Ur republik maget gant ar frankiz ha gant ar goanag en dazont. Republik lennegezhioù ar bed.
A-douez oberennoù Gwalarn zo kalzik bet o lakaat birvilh lennegel adalek ar bloavezhioù kentañ. Birvilh ar varzhoniezh. Evel ar barzhoneg Listri Noz kinniget gant Roparz Hemon en 1926. « Diwar skouer ar gwerzioù gwechall », emezañ :
« War brad ar mor hol lestr a lamm,
Ha pell er c’hornôg, tamm ha tamm,
Karget a gerreg hag a fru,
E stign an noz gant bizied treut
He roued a latar hag a skeud. »
Savet eo evel ur weledigezh. Evel un tour-tan en oberenn hon Roparz. Ur skrid hag en devoa sachet ha bamet meur a hini. Evel unan, kalz yaouankoc’h evitañ. Unan lemm a spered. Unan hag a ziklêrie penaos ne oa ket unan eus bed al lennegezh : « An hini a skriv al linennoù-mañ a zo bevoniour a vicher. Se a lavaran evit a re a gavfe dezho e komzan diwar fouge ha dismegañs eus ar ouiziegezh ». Arzel, Arzel Even. Bevoniour ! Bevoniour istor ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek. Unan eus brasañ gouizeien ar yezh ! Ha koulskoude ur spered kizidik leun a anaoudegezh vat evit hon lennegezh :
« Tizhout « tu all » ar bed, ar « pevare ment », dre zivorediñ « tu all » hor bezoud, setu enta ar pal. Hoalet on bet atav gant ar varzhoneg Listri noz dre ma santen e tisplege va mennozh gwelloc’h eget ma rafen (d’an oberour d’am digareziñ ma treuzkomprenan !) ; ha diwar-se em eus roet e anv d’ar pennad-mañ [War lestr-hud ar Varzhoniezh]. Gant an daou boz-se dreist-holl on boemet :
Ha kanañ’reont ar c’hevrin kent,
A gavas paotred war o hent
Etrezek pennoù skorn ar bed,
Ha na glevas mui den ebet.
Ha c’hwek, e palez boull an aer,
An tonioù izel, tanav, taer,
Na veizo biken spered den :
« Un dra zo bet ha na vo ken,
Un dra n’eo ket bet ha na vo ket. »
Danevell drant nep bro, – nepred.
Ar varzhoniezh eo al lestr-hud hor c’has davet penn pellañ hon emskiant, er-maez eus an amzer hag an ec’honder, da glevout « an tonioù na glevo biken spered den », rak ar spered, ar poell, ma chom e-uanan, ma ne venn ket en em reiñ da gousket, ne dizho morse ar riblennoù marzhus, na vint stoket nemet gant al lestr hep roeñv, na gwern, na gouel ebet. »
Al lestr-se n’eo ket bag vezv Rimbaud na Bag-Noz Suniz. Lestr-hud ar varzhoniezh da lârezh hon Arzel. Ha da lârezh hon Roparz :
« Hon hent dirazomp a zo flour,
Kompez an avel, hag ar gwag
O kañ laouen ouzh hor bag. »
Hon barzhoniezh zo evel lugernadennoù roudenn hon listri noz war grec’h eon gwagennoù torret morioù ar bed : « Un dra zo bet ha na vo ken, / Un dra n’eo ket bet ha na vo ket. »
Herve Bihan
Levrlennadur
Arzel Even, War lestr-hud ar Varzhoniezh, Gwalarn, Niv. 152-153, Gwengolo-Here 1942, pp. 452-461.
Arzel Even, Prometheus troet diwar Goethe, Galv, Niv. 10-11, Diskaramzer 1942, pp. 194-195.
Roparz Hemon, Barzhonegoù, Al Liamm, 1992.
Roparz Hemon, Listri Noz, Gwalarn, Niv. 6, Hañv 1926, p. 1.




