Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 112 :  AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 112 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 112 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 112 :  AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (47)

Tapas. Gant an anv-se e teu d’hon spered ar pezh a ginniger d’ar pratikoù en ostalerioù zo en tu all d’ar Pireneoù kevrinus. Hervez kont int bet ijinet dre ma ne c’halled ket gwerzhañ gwin d’an dud ma ne oa ket peadra da zebriñ. Marteze n’eo ket gwir, marteze eo gwir, met bravoc’h eo evel-se, evel ma lârfe din ur c’henderv bliv !

Sede, tapas, sede eo an anv a gavan mat da lakaat war ar bommoù lennegezh da heul. N’eus anv ebet eus gwin na boued, nemet gwin an amzer liñvus ha boued saourus hon spered ken bliv all !

A-dreuz lenn e kaver skridoù sirius, oberennoù lennegel rik, a lârfen. Met ene ar yezh, ene ar vro zo ivez en skridoù n’int ket ken sirius… d’ar c’hentañ lenn, hervez. Emgav ar fent hag ar faltzi, eme lod. Evel skridig Youenn Drezen, tremen paket brav, « ar berlezennig a zo hec’h anv Bevañ » da varn wirion Per Denez :

« Ur Vigoudenn gozh, kramennet ha roufennet he dremm, ha kruchet he c’hein, ken na oa, a oa azezet, o tommheoliañ, hec’h-unanig, harpet war he bazh, e traoñ diri-mein ar groaz a zo savet e penn an hent geot a gas da zismantroù maner Lestiala, e Ploveur.

Hag e c’hoarzhe outi hec’h-unan. Hag e c’hoarzhe, siwazh dezhi, a galon vat, ken na vere an dour diouzh he daoulagad :

– ’Ve, moereb ! Me ’lavar e c’hoarzhez kalonek.

– Ya ! Va faotr bihan ! Gant ar joa da vezañ bev ! »

Skridoù all zo skridoù « diwar ». Meur a ziwar zo bet ! Meur a ziwar da zegas plijadur. Evel amañ ur meni azasadenn a-berzh Tata Vallée diwar Ronsard, just a-walc’h. Un diwar da zegas dimp ur soñj eus hon bloavezhioù skol… pell zo. Plijadur arre o lenn un dra diwar… Ha bezit soñj ivez e oa hon Tata war dreuzioù e vuhez pan savas ar skrid, e oa 83 bloaz, pan oa o chom en St-Laorañs Roazhon, gronnet gant ar seurezed a soursie outañ : un nerzh tener, un nerzh krediñ en kaerder ar vuhez… daoust d’an tri brezel gouzañvet gantañ ha gant tud e oad…

« Koantenn, deomp da wel’t ar rozenn

He doa, en heol-beure laouen,

Diglozet he sae, holl-lirzhin –

Ha n’he deus ket, en endervezh

Kollet liv-flamm he braventez,

’Vel hoc’h hini flour ha livrin ?

O ! Gwelit e ker berr predad,

Koantenn, he deus strewet er prad

He braventez. Dit va mallozh,

Anian, pa’z out, ez gwir, re daer

Ma na vev ur vleuñvenn ker kaer

Nemet eus ar beure d’an noz.

Mar va c’hredit, koantenn, eta,

Tra m’emañ hoc’h oad o vrudañ

Ennañ nerzh ur broñsad nevez,

Kuntuilhit fonn ho yaouankiz ;

’Vel d’ar bleuñv, ar gozhni iskis

A ray gweñviñ ho praventez. »

Hon skrivagnerien vrudetañ, barzhed, romantourien pe dramaourien a ouie re vat petra oa hengoun an diwar ivez ! Re vrav an digarez da ginnig amañ un diwar Verlaine, unan diwar ur varzhoneg holl vrudet, holl dibunet dre’n-eñvor pan oamp skolajidi. Komz a ran amañ eus ar re goshañ ac’hanomp ! Sklaer ! Hag ivez eus ar re zo bet er sistem gall, nemet e vije bet un azasadenn iwerzhoneg pe gembraeg bennaket eus ar varzhoneg-se ? N’onn dare. Ur blijadur all avat, lenn ur pezh turgnet kaer gant hon C’herverzhioù :

« Hunvreet alies em eus, iskis ha don,

en ur vaouez dianav, a garan hag am c’har,

ha bewech ned eo-hi nag an hevelep hini

na krenn un hini all, hag am c’har hag am meiz.

Rak va c’hompren a ra, ha va c’halon, treuzwelus,

siwazh ! dezhi hepken, a baouez he c’hevrin

’viti hepken, ha c’hwervoni va zal disliv,

hi ’oar, hepken, he dic’horañ en ur leñvañ.

Hag hi a zo he blev pe zu pe aour ? ne ouzon.

Hec’h anv ? Koun am eus ez eo heson ha kuñv,

’vel anv ar re garet harluet gant ar vuhez.

Heñvel eo he selled ouzh selled an delwennoù

ha da vouezh, pell ha boud ha sioul, he deus-hi

doare lavar ar mouezhioù ker a zo tavet.

Met n’hallan ket berraat an daolenn evel-se ha leuskel mort un diwar all, brav, kaer, kizellet, lipet. Amañ tammoù eus Diwar Omar C’hayyam gant hon Roparz. Hon Roparz a ziskouez re vat dimp penaos azasaat ur skrid zo ivez adpiaouiñ mennozhioù, trivliadennoù, kement santad hag a aparchant da Vab-Den ha se dre hon gerioù, dre o lusk hag o skeudennoù :

« 1. Sell er Reter ! Emholc’her ar stered

A vann e las, hag un deiz c’hoazh a sked.

Pe hent, goude bale, deiz tremenet,

Ez i gant Stêr an Amzer ?… N’ouzer ket.

Ne ouzer tamm. Er beure flamm, ha me

O vont er-maez, pounner pouez ve reze,

Eme ur vouezh : ‘Pep buhez zo esgoar,

Latar, arvar, ha latar adarre.’

2. ‘Dre’r bed a-bezh e plezh an Nevz-Hañv

E gurunenn. He frond en aezhenn skañv

A sav tener. Bez seder un herrad,

Pa ziwisk prad ha koad o dilhad kañv.’

‘Evned a gan, a richan dre an aer.

An heol lirzhin a skin er mintin sklaer

Te, den, dilez en e wrez hag e sked

Evit ur pred, ha morc’hed ha preder.’

3. Ne welor mui rozegi diniver

Liorzh Iram, ur bam en hec’h amzer.

Ur bod roz gouez, avat, a dres espar

Gwiad e varr en dour war lez ar stêr.

N’eus palez mui na ti e Babilon.

Kirus vrudet zo pulluc’het e dron.

Met an adan a gan e garantez,

Atav ken fraezh e yezh, ha skiltr e son. »

Evel-just hon eus amañ diwaroù disheñvel, lod skañvoc’h, lod prederadoe. Ne vern, diwaroù hag a zo tapas dimp : plijadur o lenn, plijadur o paskañ frazennoù, troiennoù, prederiadennoù, eñvorennoù ivez : « ar joa da vezañ bev ! », « Koantenn, deomp da wel’t ar rozenn / He doa, en heol-beure laouen, / Diglozet he sae, holl-lirzhin », « Hunvreet alies em eus, iskis ha don, / en ur vaouez dianav, a garan hag am c’har », ha marteze kaeroc’h c’hoazh, d’am soñj bepred « Met an adan a gan e garantez, / Atav ken fraezh e yezh, ha skiltr e son. ». An adan a gan e garantez zo o charreat tener enkloterezh da lakaat ar sonioù da hekleviñ gant hon drivliadennoù… Bravet un tapa… Dimp eo ar blijadur da lenn en hon yezh ha da dreuziñ bevennoù ar santadurioù harpet gant hon santimantoù… diharz.

Herve Bihan

Levrlennadur

Youenn Drezen, Bevañ, Sav, niv. 10, Nevezamzer 1938, p. 41.

Youenn Drezen, Bevañ, Skrid, niv. 43-44, 1985, p. 18.

Youenn Drezen, Bevañ, Stagadenn Gwalarn 1925-2025, An Alarc’h Emabannadurioù, 2025, p. 54.

Frañsez Vallée, Ronsard, Sav, niv. 30, Goañv 1944, p. 30.

Kerverzhioù, Hunvre bemdeiz troet diwar Verlaine, Sav, niv. 16, Diskaramzer 1939, p. 28.

Roparz Hemon, Diwar Omar C’hayyam, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 127-141.

Per Denez, Diwar fent, Skrid, niv. 43-44, 1985.

Le Studio - Agence de création graphique et web