Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 75 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (10)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 75 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (10)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 75 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (10)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 75 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (10)

Merc’hed Gwalarn ? Ar goulenn zo diaes. Ya, en pelec’h emaint ? Un nebeud anvioù zo, met kont anvioù ar baotred zo trec’h. Ne rin amañ tamm analiz diwanet en korn ur c’hontouer tavarn bennaket, met anat ec’h eo ar fed-se arouez stad ar merc’hed er gevredigezh d’ar c’houlz-se : berzet oute dont war ar gorre, rediet da ober war-dro ar pezh a vo lidet kaer gant ur Fulup Petain dispredet hag enep-yuzev… hag o sellet ouzh ar merc’hed evel tud a eil renk, mat da zozviñ evit ar vro. Merc’hed ha n’o devoa tamm gwir da votiñ… Ya, Gouel ar Mammoù, pebezh araokadenn ! Ur gouel n’am eus morse priziet… na ma Mari-Roz !

Nag izel-izel ar gont a verc’hed bet o kas o studi pell, izel e oa hini ar baotred, izeloc’h c’hoazh hini ar merc’hed.

Sede, ret dimp anzav eo treut hon feuriñ war glask maouezed lennegezh Gwalarn. Seul briziusoc’h a se ar reoù o devoa kredet mont en tu-hont d’al linenn merket. Ret eo mont en tu-hont d’al linenn merket, eme paotr e skiant-prenet.

Unan zo bet da vihanañ, unan hag he devoa gouvezet kemer lec’h. Digeriñ klaz ha kemer he lec’h el lennegezh, hon lennegezh : Meavenn. Fant Rozeg Meavenn (1911-2001). Unan am boa anavezet. Ur vaouez a zen.

Lâret on plijet gant kement barzhoneg ganti ? Ne lârin ket se, met lod, ya lod a dalvez ar boan. Ar skridoù diardoù, ar skridoù deut diwar from he fluenn, ar skridoù deveret diwar he youl, he c’hoarzh, he zristigezh, diwar tan he soñjoù, diwar darvoudoù he buhez, he buhez maouez. Ur vaouez o sellet ouzh ar maouezed all, hag o rentañ o dellezegezh dezhe, kousto pe gousto. Reiñ un tamm gwelusted dezhe. He barzhoniezh a c’halle dimeziñ gant an hiraezh, gant an deneridigezh ivez, ha ne ziskoueze ket bezañ gwan, er c’hontrol. Diskouez an nerzh zo en deun ur sell produet gant daoulagad na c’hallont kuzhat gwirionez wir ur vuhez na aparchant nemet da berc’hennez an daoulagad-se, just a-walc’h :

« Pa sellan a-wezhioù ouzh daoulagad va mamm,

Ul lenn voull eo a welan.

War he zro, gwez pin a bign war-du an oabl,

E-kreiz an dourioù sklaer,

Un enezenn deñval a zo.

Ma c’hellfen gant ur vag,

Mont d’an enezenn !

E sol an dourioù sioul,

Pe besk iskis a ya da neuiñ ?

War lein ar gwez en-dro d’al lenn,

Pe labous marzhus

A ya da ganañ ?

Diouzhtu pa sellan ouzh he daoulagad,

Me ’wel ul lenn,

Ul lenn voull… »

Per Denez a skrive c’hoazh « Glas evel daoulagad c’hlas na oant ket ma re »… Daoulagad c’hlas, liv an donder, liv an dour boull, liv ar c’hevrin, liv ur bed all, dic’hortoz pe gortozet ? Daoulagad all zo bet, mil ha miloù zoken. Evel reoù mestrez an Ivoned en tro 1350 ! Bepred reoù unan, unan zo tost dimp, pe tost d’hon spered. An daoulagad eo arm ar selloù a c’haller kinnig, hag ivez ar puñs ma klasker ur respont, ur mousc’hoarzh, ul lutig a vuhez… ur pe ar garantez. Pan varver eo an daoulagad hag a glozer, mouchet ar gouloù gant ar marv, ret mat klozañ ar stalafoù goude al Last orders… tonket. Nemet e chom an eñvor goulaouet harpet gant hon barzhoniezh kantvedel… Evel daoulagad bliv ha don Bette Davis kanet gant Kim Carnes ! Kim ha Bette, daou rumm merc’hed kar d’hon c’halon. Selloù all, armoù all, ur c’han all, ur bed all, ur garantez all ? Piv a oar ?

« Da helbikat a raio

Lakaet’vi diaes ganti

Kement ha plijout dit

Daoulagad Bette Davis he deus

Da zilezel a raio

Pa vi touellet ganti

Goût a oar piv out, daoulagad Bette Davis he deus. »

Met tostoc’h da varzhoneg Fant, hon Meavenn, zo unan gant hon Naig, Naig Rozmor. Ur barzhoneg berr ha paket diwar-benn ul lodenn all eus ar c’horf. Komz a ra eus daouarn he zad. An daouarn zo aze ar pezh a weler gant hon daoulagad a-dreuz testeni Naig. An daouarn zo aze merk sokial ha tiegezhel un den, en ur mor a zaouarnoù all : daouarnoù flastret, krignet, kignet, reutaet, debret, gwallgaset, distummet zoken gant ar pemdez, hag en o mesk e oar an den da biv eo an daouarn-mañ’n-daouarn. Naig, eveldomp, ne c’halle ket faziañ, hi a ouie. Hi a ouie petore daouarn a oa o vont da skuilhañ grasoù…

« An dour a deu e va daoulagad

Pa soñjan e daouarn va zad !

Daouarn ur c’houer, rous ha frailhet

Evel an douar pa vez skarnilet

Gant avel put an hanternoz

Ledan ’oant evel golvazhioù

Diigoret gant ar gwall labourioù

Met pa droc’hent deomp hor bara,

Evel re ar beleg d’ar gorreoù,

Daouarn va zad a skuilhe grasoù. »

Unan eus ar skridoù a blij din ar muiañ gant hon Meavenn, c’hoazh, eo Merc’hed Brest. Dindan digarez kontañ ar pezh he devoa gwelet, pan oa en Brest, he devoa diskuliet petra oa ene ar merc’hed he devoa anavezet ha darempredet ha savet anezhi, stummet he spered, betek bezañ lodek gante. Teneridigezh, kizidigezh, sell pervezh war ur gevredigezh en kichen meur a hini. Brest ne oa ket ur gêr merket war ur gartenn, nemet ur vro o lonkañ kement hini a deue dezhi. Marnaoniañ. Ar merc’hed, o buhez, o stourmoù, o zrec’hoù hag o faezhadurioù, dindan lagad unan anezhe, Meavenn.

« Eürus ar merc’hed savet e Brest dindan ar glav war gafe tomm ha bara kras, rak n’eus tu ebet ken da lavarout muioc’h a zroug diwar o fenn. Divalav int, difeson, divergont, fougeüs, hegasus, heugus, komerezed, teodoù fall, kement ha kement a zo bet lavaret ma chomont bremañ diseblant, ha tost da grediñ n’eus ket par dezho er bed a-bezh. Ha n’eus ket, evel just. N’eo ket e vijent, marteze, skouerioù a basianted. Ne vint ket lakaet da santezed evel Anna-Mari baour eus an Itali a selle dousik ouzh he gwaz a oa o teurel ar chaodourenn hag ar skudelloù dre ar prenestr, un noz. Ur Jani a anavezan he dije taolet he gwaz dezhi war-lerc’h ar chaodourenn, aes a-walc’h, met n’he doa ket ezhomm d’en ober o vezañ ma chome da bep taol mestrez war an dachenn, keit ha ma tiskenne an den skuizh ha sioul evit mont da gaout e vamm en he zi war an tu all d’an hent. « Ha peur ez aio da vamm da vouzhañ e ti da vamm-gozh ? » a c’houlenne Jani. Nann, n’int ket skouerioù.

Soñj am eus eus honnezh vras a oa deuet en he gloar da gontañ deomp er skol e Brest penaos e ranker da vevañ, ivez, hag e welan c’hoazh he fri hir dismegañsus. Eviti kennebeut ne oa ket hor mammoù skouerioù a basianted, na skouerioù a netra, loudourenned e oant, setu. « Em bro-me. » emezi. Nec’het e oa ganeomp holl, hag ez eas kuit gant he fri war-zu he bro, hag a oa, dre chañs, bro an dud ha na walc’hont morse o skalieroù – evit ar peurrest, n’em eus ket gwelet. Loudourenned, ya’ta – ha diouzhtu pa’z eus un tammig heol dindan ar c’houmoul, setu ar gweleoù er-maez, red-avel en ti, sailhadoù dour e pep lec’h, ha dao d’ar poull, gant ur samm ponner, betek gortoz unan eus ar barradoù « a-raok ar glav » a raio poulloù pri eus pep hentig kamm tro-dro da gêr, ha botoù lous war al leur nevez gwalc’het ; – kalon a vije ret da gaout, evit chom laouen.

Lavaret e vez e Brest eo ret badeziñ an dilhadoù nevez, ha kaer zo diwall, dilhadoù nevez zo badezet gant glav kêr un deiz pe zeiz – an dilhadoù-se hag a zo trabas kentañ merc’hed Brest. Ur Vrestadez, sañset, a laka pep tra war he c’hein, evel ma lavarer, ha bremañ, hep danvez, ha bremaik hep neud, arabat krediñ ne vo ket a vurzhudoù, rak burzhudoù a vo, hag a vo badezet. Etre klask hag ober, etre aozañ ha kas da benn, etre dresañ, takonañ, ijinañ dilhadoù nevez ha nevesaet, e kouezh ar mintin ‘barzh an noz, ha ne chom ket kalz amzer evit ar gegin. Keginañ zo un trubuilh bras, dreist-holl bremañ. Gwechall e oa aesoc’h, ar banne kafe, bara hag amanenn hag echu. Evit ar sul, un tamm rost bennak gant avaloù-douar e forn ar baraer. Arabat goulenn e vije graet gwestell ha kouignoù (peogwir e vijent kavet er stalioù, fonnus ha prest) : farz, setu, farz forn, farz pillig, kig ha farz – siwazh deomp – farz a ouzont ober, gant ur « c’hatkar » bennak. Keginañ evit keginañ, gouez d’ar Vrestadez, a zo ur c’holl amzer. Ur vrozh a bad, un tog a bad, daoust hag e pad un dartezenn avaloù war an daol, daoust hag e talv ar boan ?

Traoù padus, evel ma welit, a blij dezho, traoù fetis, o dilhad, hag un ti – un ti da skouer, bihan ha divalav, mar kirit, met un ti a zo paeet tamm-ha-tamm, gant kalz a boan hag a strishadurioù, unan eus an tiez simant a welit er-maez a gêr hag a voug ac’hanoc’h, boestoù diijin ma’z int, boestoù da serriñ an dud, tra ken.

Hag e soñjer en ur sellout outo nag a vuhezioù strizh ha dister a zo mouget enno, nag a enoe, nag a vihander… Hag e fazier. Strizh, dister, enoeüs, bihan, ya, ma kirit, ha c’hoazh n’eo ket echu. Lavarit ivez disfizius, c’hwerv. Ha koulskoude…

Merc’hed Brest, evel o gwazed, evel Brest, n’eo ket bet krouet evito ar vuhez sioul a renont, – a renent kentoc’h. Merc’hed Brest a zo bet krouet evit kaout dousennadoù bugale war ur gompezenn ec’hon ha digenvez, hag ober burzhudoù. Kezeg-labour int, hag a zo bet lakaet da vevañ war o leve kalz a-raok o amzer, piv en o lec’h ne vije ket beuzet er c’hwervoni ? Merc’hed Brest, dizaon dindan an oabl o kouezhañ, – evel ma’z eo kouezhet re alies war o c’hein – a zo gouenn ar merc’hed brokus ha pinvidik, a oar reiñ buan ha prim, kement tra o deus d’ar re a garont, gant ma ne vo ket klasket teneraat anezho, gant ma c’hellint krediñ e chomont dre gaer ha n’eo ket dre heg. »

Ha torret eo hon naon ? Torret, n’eo ket, evel just ! Pred hon barzhoniezh, hon lennegezh a c’houlenn dizuañ ha tizhout gouloù ar selloù eñvoret gant hon skrivagnerezed. Petra a vefemp hepte ? Bugale dirak o bern traezh oc’h embreger gant o bizied amparfal… Trugarez da Fant, da Naig ha da gement skrivagnerez vrezhoneg da lakaat talmiñ hon c’halonoù ken bresk…

Herve Bihan

Levrlennadur

Fant R. Meavenn, Kanoù en Deiz, Gwalarn, Niv. 53, ebrel 1933.

Fant R. Meavenn, Ar Follez Yaouank, Gwalarn, Niv. 140-143, gwengolo-kerzu 1941 pp. 119-141. [skrid eus 1936]

Fant R. Meavenn, Merc’hed Brest, Gwalarn, Niv. 152-153, gwengolo-here 1942, pp. 449-451.

Per Denez, Glas evel daoulagad c’hlas na oant ket ma re, Al Liamm, 1979.

Naig Rozmor, Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all, Tir, 2023, p. 28.

Kim Carnes, Bette Davis eyes : https://www.youtube.com/watch?v=EPOIS5taqA8

Le Studio - Agence de création graphique et web