Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 76 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 76 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 76 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 76 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (11)

En tu-hont d’un emsav lennegel e voe Gwalarn. Ul lec’h prederiañ, ul lec’h da reiñ loc’h da gomprenezon hon drivliadennoù da zont. En Gwalarn, pe en-dro da Walarn, ivez, e voe darempredoù etre kefredourien sichennet mat en o amzer hag en o c’hevredigezh koulskoude ! Darempredoù spered, darempredoù a vignoniezh. Ar vignoniezh zo trec’h d’ar marv, d’an darvoudoù kontrol-digontrol hag adkontrol, zoken, eme lod.

Riou-Drezen a voe eus ar seurt-se, a voe eus ar c’hoarzh dizarmus a rae sklêrijenn an « angry young men ». Jakez ha Youenn, an daou bet, gant ur Jakez all, oc’h uzañ foñs o bragoù, du-hont, en tu all d’ar Pireneoù, ha bet oc’h adkavout Breizh evel ma raio unan all dre un hent all. Adkavout Breizh a oa, a-raok pep tra, adkavout natur o yezh : ur yezh vev, gwir, met ivez ur yezh en servij ar reoù a ra ganti… soñjal, prederiañ, bevañ… ha skrivañ evit lennerien o c’houlz met ivez evidomp-ni, lennerien deuet kalz, kalz goude. Ar pezh a veze kavet kaer, turgnet mat, a veze diouzh spered an dud, a gavomp kaer herie, turgnet mat ha diouzh hon spered. Hollvedelezh eo a gavomp-ni en o skridoù. Gwirionez, gwirvoud hon drivliadennoù, evel un emgav dibaouez gant hon denelezh vresk.

Ur c’houblad, paotred gevell er vignoniezh e oant, gante zo bet skuilhet grasoù, grasoù da vroudañ an egin da ziwan, ar pezh a c’hortozemp, ar pezh a gavemp diziouerus.

C’hwerv e c’hall bezañ hon santimant pan lennomp barzhoneg Jakez, ar barzhoneg Introibo. Introibo ad altare Dei « Dont a rin betek aoter Doue ». N’eo ket an Introibo roet gant James Joyce en deroù e romant, e zezrevell hir-hir, Ulysses (distagit Youlisiz mar plij). Sede al linennoù kentañ troet ganin :

« Meurdezus ha kuilh, Buck Mulligan a deuas en krec’h an diri, o tougen ur volenn spoumus ma oa warni aotenn ha melezour dorn, kroaziet. Frond c’hwek ar beure a c’hwezhe adreñv e sae-gambr velen, dic’houriz. Gorren ar reas ar volenn ha salmiñ :

– Introibo ad altare Dei.

Ha goude ur paouez, o sellet pizh en teñvalijenn ar viñs, e valas gros :

– Pignit, Kinch. Pignit, c’hwi ar Jezuist hudur. »

Jakez, eñ, a oa chomet gant un tamm relijiusted a vo lâret. Me a lârfe ur relijiusted touellus :

« Henozh emañ pellgent an deiz kentañ eus ar bloaz,

an deiz kentañ eus ar bloaz mat ;

ra viro an Aotroù Doue maouez ha gwaz

diouzh anken ha kalonad. »

Nemet pelloc’h e tisdard ar c’herdin :

« Introibo. Ret eo lidañ hon oferenn douarel

dindan doare an estrenvan,

hep skor na skoazell,

hon-unan, hon-unan.

Hag e rank pep oferenner kenderc’hel gant e oferenn,

direspont e bedennoù,

kerzhout en amzivin, dalc’het war e gomzoù,

aon gantañ lavarout un oferenn wenn ;

dre groaz-hentoù dic’houloù morzañ hep astal,

renet evit hor maezhur,

a-hed hon hent, war-du ar pal.

Ha bemdez e tostaomp, ha diri ha diri

e pignomp d’an aoter savet e s=diwezh hon hentad,

pirc’hirined sammet gant doan hag ambloari,

divi kent hor c’himiad.

Hag e sevenomp arnodenn an douar,

pirc’hirined dizesk,

divi hag ampalvar,

hon nerzh gourel aet da hesk ;

hag e pignomp divi ha blin,

strebot e kement lindag,

pistig e kement tag,

ha gloaz e kement atahin. »

Hon-unan, hon-unan, emezañ. N’eo ket ur galv d’an tonkad met lakaat an tonkad da blegañ d’ar gwirvoud. Ar blanedenn, e blanedenn, hon flanedenn en e veurdez. Etre ar reoù dilezet o-unan hag ar reoù, en Iwerzhon, o devoa lañset o Ni hon-unan… En ur Gwalarn c’hoantaet, hunvreet…

Relijiusted c’hoazh en dibenn ar barzhoneg, emezit-c’hwi :

« Hiziv emañ an deiz kentañ eus ar bloaz mat,

deroù hor yaouankiz divarvel.

Ne vezo nag anken na kalonad

en Tad, er Mab, hag er Spered Santel. »

Ya, met petore relijiusted, hini ar gerioù, sklaer eo. Taolit pled, n’en devoa ket skrivet « an Tad, ar Mab, hag ar Spered Santel ». Nann ! « en Tad, etc ». Ha kement-mañ ne dalvez ket ar memes tra !

Deroù hon yaouankiz divarvel… Introibo ad altare aeternae iuentutis…

Herve Bihan

Levrlennadur

Jakez Riou, Introibo, Gwalarn, Niv. 16, Goañv 1928, pp. 7-11.

Yann-Ber Piriou, Défense de cracher par terre et de parler breton, Anthologie bilingue, P. J. Oswald, 1971.

Per-Jakez Helias, Seiz mellezour Jakez Riou, in Geotenn ar Werhez, Emgleo Breiz, 1980, pp. 111-121.

James Joyce, Ulysse I, Traduction d’Auguste Morel revue par Valery Larbaud, Stuart Gilbert et l’auteur, Folio – Gallimard, 1957.

James Joyce, The Cambridge Centenary Ulysses – The 1922 Text with Essays and Notes, Edited by Catherine Flynn, Cambridge University Press, 2022.

Le Studio - Agence de création graphique et web