Ambloari. Glac’har. Azreg. Rec’h. Niñv. Doan. Kalonad. Anwazh. Poan… puilh ha pinvidik truezus hon yezh evit merkañ hon santimantoù tristañ… azoniad hon c’hultur, hini hon c’hevredigezh…
Ul lanvad n’haller ket reiñ e anv gwir dezhañ en devoa beuzet spered ha kalon Youenn Drezen da heul disparti e gile, e frai, ha n’o devoa, nag an eil nag egile treuzet linenn joaius ha dibreder an daou-ugent vloaz. Yann-Eozen Jarl en dije, moarvat, prestet e droiennoù karetañ : Tarzh ar glac’har, Tarzh an doan, etc. Tarzhoù savet evel tarzhoù-mor, goafoù-mor eme Bernez a Spered-Santel, paotr e garter en Lesneven ar seitekvet kantved. Tarzhoù pe goafoù, pe bernioù zoken, petra vern. Staliet eo ar skokad, staliet eo betek fin ar vuhez.
« Kaer e kavemp ar vuhez. Goude an holl strebotoù, goude an holl skoilhoù diniver ha dic’hortozet, edomp o loc’hañ evit mat. Jakez Riou, a-hend-all, edo o teuziñ da vat en e galon c’hwervoni ha melkoni e yaouankiz, dre ma kreske e feiz drant en e c’halloudegezh. Sellout a rae ouzh an amzer da zont gant un ene habaskaet, gant ur fiziañs n’oa ket diboell, a-dra-sur, he magañ. »
« Soret ha morzet e oan. » eme Youenn pan oa oc’h ambroug korf hag arched e frai. Ha pelloc’h e lavar dimp c’hoazh : « E-pad an div nozvezh ma voe beilhet, e c’hoarvezas ganin chom va-unan ’kichen an arched. Garmat a rae er-maez an arnevadoù glav. Ne voe ket skrijus an eur evidon, ha ne welis ket, ur vunutenn zoken, dre va soñj, korf va c’heneil, astennet divuhez etre plenk an arched aze. E gwirionez, n’oan ket evit meizañ e oa echu, echu da viken, aet da hesk diremed, ur galloud krouer seurt hennezh, drastet an holl c’hoanagoù hor boa maget hon-daou e sell ouzh ar vuhez hag an oberoù brezhonek. N’oan ket evit meizañ ervat e oa kollet ganin Jakez Riou da viken, hag edon hiviziken va-unan. »
Arkuziñ. Arc’houestiñ. En Breizh e vez beilhet ar re varv, un doare d’o miret ganimp un nozvezhioù bennaket en-touez ar re vev c’hoazh. An nozvezh veilh, digarez da vodañ ar gevredigezh, da vezañ a-stroll, tud-tost, tud-kar, amezeien, mignoned hag ivez tud en tu all d’al linenn-se ! Ar Grasoù evit ar re Varv a oa aze evit se ! Peoc’h an ineoù da lakaat peoc’h er gevredigezh :
« An anaon a glemm hag a gri
’Kreiz ar Purgator o teviñ,
O teviñ bemdez ; evel-henn
Ec’h aspedont ar gristenien :
Mard eus siwazh ! truez er bed,
En an’ Doue hor sikourit.
Breudeur, kerent ha mignoned,
En an’ Doue hor selaouit,
En an’ Doue hor sikourit,
Breudeur, kerent ha mignoned !
Allas ! ne oufe den kompren
Pegen iskis eo hon anken ;
Gouzañv a reomp ken gwazh tourmant
Ma’z eo un dra dreist ho skiant.
Gant ar re hon eus -ni maget,
Ez omp pell zo ankounac’haet ;
Ha gant ar re hon eus karet,
Hep truez, ez omp dilezet.
C’hwi zo er joa, ni en anken ;
C’hwi ’ra chervad, ni pinijenn.
C’hwi zo e-kreiz al levenez,
Ha ni dilezet en enkrez. »
Eme grasaouerien ha grasaouerezed Skaer, etre pedennoù hag azpedennoù all. Un doare heklev da varzh dianav Buhez Mabden (1530) :
« Goude da stad ha pompadoù
Gwiskamant ha paramantoù
Ez teuy an Ankoù en-laouen
Pan droio ennañ da lazhañ mik
Maz teuio da neuz da vout euzhik
Ha tristidik da virviken. »
Met, evit Youenn e oa ret kaout ul liamm all. Lidañ an hini marv, ya, moarvat, met dreist-holl sevel e bedenn-eñ. Ur bedenn badus distag diouzh kement relijion, met stag ouzh anien Mab-Den. Al liammañ diwezhañ ouzh kreizon an daou vreur. Ar re varv a laosk war o lerc’h testamantoù, a-wezhioù. Youenn, eñ, a savo muioc’h evit un testamant, un testeni gredus en o amzer da zont, eñ an hini bev ha Jakez an hini marv. Dislâret ar marv ha sammañ an doan da drec’hiñ anezhi welloc’h. Youenn ha Jakez a oa en touez ha krouerien an arz, hon arz ha mirourien hon memor, memor ar bed. Perzhidi Gwalarn zo bet diwallerien aviskoazhennoù (« immémoriaux ») ul lennegezh a oa o c’hortoz bezañ dieubet, bezañ lezet en he frankiz, hag ivez ul lennegezh dieubiñ, unan da sklaeraat an amzerdazont.
Nozvezh Arkuz e beg an Enezenn. Ur stelenn savet d’e vignon, d’o hunvreoù, d’o yaouankiz, d’o amzerdazont. Da Vreizh, da Geltia, d’ar Bed. Ur barzhoneg he devo bet div vuhez : ur wezh kentañ pan voe embannet war Gwalarn (1938), hag un eil gwezh pan voe adwelet gantañ, kent mervel (1972). E oa oc’h ober e dalaroù : unan eus e varzhonegoù karetañ oc’h adkas anezhañ meur a zek vloaz kent. Paotr Gwalarn o roeñviñ war Gornôg…
« C’hoarzhin a rae ar mintinioù
Ha va c’halon a oa digor ;
Ha digor e oa d’am youl hentoù-marzh ar bed-holl,
Hag e-taldon, bagol ha drant, ha tomm e feiz ivez
E kerzhe ar C’heneil.
Dousder adkavet, dousder nozioù Breizh,
Frealz ha balzam, pa drid c’hoazh em c’hreiz
Lorc’h va yaouankiz !
Hor yaouankiz-ni, e-giz roc’h an aod, e-giz an dero,
Krediñ ’ris edo gwriziet ’n e ero.
N’anavezen ket ar c’hañv kriz.
Hag e oan gredus, hag e oan diboell,
Hag e selaouen da gan, Levenez,
Hep merzhout na dillo e tremenez,
Dindan skourjez an Tonkadur hag e gentel.
N’em boa ket klevet c’hoazh diskan an darvoud hep digoll,
Hag an ‘De Profundis’ o tifronkañ d’ar garidi.
(…)
Huniñ ! Bezañ lodek gant diogel an traoù dilorc’h,
E-giz liorzh an avaloù stouet war an tommheolig gleb ;
E-giz iliav ha kinvi ar voger, ha lugustr ar wern,
Hag ar mouar du war strouezheg ar c’hleuz,
Ha treujoù al lann, hag irin ar spern,
Hag ar brulu ruz, e bod an targos dero.
Huniñ ’vel ar gwesklev war veler e boullig,
’Giz ar grilh du en e doullig.
’Giz an duriadenn-c’hoz, ha krugell ar merien
War ar waremm…
(…)
Huniñ ! Repoz ! Ankounac’haat !
’Vit adsevel buhezekoc’h !…
A-viskoazh, e taol e ali
Kloc’h an tour kozh, a-dreuz an noz.
Ne gemm netra, â va ene,
Nemedomp-ni, diwar gerse,
Pa n’ouzomp mui ankounac’haat,
Na kenlodañ balzam an hun.
(…)
Pa zegasez, diouzh strad diharzh da gibell-varzh,
Betek kalon va c’hêr, betek kalon va zud,
Hinon ha diogel, ker flamm hiziv m’int bet atav,
Herded ha yaouankiz, o nevesaat atav.
Hag ankounac’h ar bloazioù o tremen, hag o c’hañvoù
 te, stummer hael va inizi,
Merer ene va gouenn,
Kened va bro,
Atlantel ! »
Nerzh ar weledigezh, galloud ar vignoniezh. Dalc’husted ar gerioù urzhiet pizh ha dik gant Youenn Drezen. Tremen a ra an amzer, gwir, met ne dremen ket memor ha karg ar geriennoù, lavaroù dieub ha leun a c’hoanag, hag en tu all d’ar marv e vefent. Marv ar c’horfoù, marv ar yezh, dieubet diouzh an tag, tag an diwezh. Al lennegezh vrezhoneg zo un akt a stourm, anat, ha kenkoulz all un akt a fez en amzerdazont, ken anat all. Ret e oa kouchañ hon aviskoazhennoù war ar paper, paper nobl al lennegezh vrezhoneg.
Herve Bihan
Levrlennadur
Youenn Drezen, Nozvez arkuz e beg an enezenn, Gwalarn, niv. 121, Kerzu 1938, pp. 7-23.
Youenn Drezen, Nozvezh arkuz e beg an enezenn, Al Liamm, niv.151, Meurzh-Ebrel 1972, pp. 85-102.
[a-stroll], Al Liamm, niverenn 151, Meurzh-Ebrel 1972, c. 100 pajenn.Bernez Rouz (embanner), E koun Youenn Drezen (1899-1972), Embannadurioù Al Lanv, 2022, 401 pajenn.
[a-stroll], E koun Jakez Riou, Gwalarn, niv. 110-111, Genver-C’hwevrer 1938, 96 pajenn.Yeun ar Go, Ar Grasou pe ar Pedennou evit ar Re Varo, Roazhon, 1943-1945.




