Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 80 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 80 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 80 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 80 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)

Kronikenn 80; AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (15)
Anna Bodri. Jani Dreo. Annaig Riou. Karantezioù. Awenerezed. Lusk ar varzhoniezh. Rimoù an trivliadennoù. Frondoù ar garantez. Pal ar vuhez. Abeg ar spi.

En touez Gwalarniz zo bet ur barzh, dezhañ e-unan, sellet outañ evel bezañ hermezek, ezoterek zoken. Unan hag en devoa bet ur vuhez trubuilhus ha trubuilhet. Unan bet o vont don, siwazh gant mennozhioù politikel na briziomp ket, o nann. Dic’houzañvus. Met n’eo ket dimp da varn.

Ur barzh a blije kalz da Arzel Even hag a zisplije kemend-all da Abeozen. Ur barzh, moarvat, diaes mont en e oberenn. Barzh an Neñved, barzh al Livioù ivez. Ha dreist pep tra all, barzh an Niveroù… Hag ur barzh hag a ouie komz eus trivliadennoù.

Sinañ a rae Kerverzhioù.

« Pa zistagan, Annaig Riou, da anv,

e sav dirazon gweledigezhioù diniver :

mesk’vez em prederioù kuzh-heol ha lanv,

keuz da’m buhez distuz ha d’ar prantad a ziver. »

Un incipit tener, leun a hiraezh. Un enkrez, a-wezhioù, hag a gaver en gwerzennoù all, evel en Dor an Nec’h :

« Bep beure pa’z an e-barzh

dor an nec’h hag an argarzh,

bep mintin goude mont tre

dor an nec’h hag ar chastre. »

Hag an eilgeriañ :

« Bet da c’hwel yud c’hoari Ior,

spiret dit ar spered trec’h,

da bep pardaez pa zigor,

dor an neñv eo dor an nec’h. »

Ur skouer dibar eus sistem ar genganez lusk, mestroniet ken kaer gant Kembreiz a rummad da rummad.

Da lârezh Arzel Even (1957) : « An holl a oar ez eo brudet Kerverzhioù evel ur barzh diaes – diaes e vennozhioù, ken diaes all e yezh. Gwir ha diwir eo war un dro. Dre ma n’eo ket ar brezhoneg benveg ur sevenadur uhel hag un deskadurezh klok, e vezer techet da lakaat da dorrpennus traoù he n’int ket e gwirionez – mennozhioù un tammig uhel evit tud brasdesket a-wezhioù (rak gant skort m’eo al lennegezh vrezhonek, a-bep-seurt tud a lenn traoù ha na vijent ket lennet gant an holl, ma vefent skrivet en ur yezh vras), gerioù ha n’int ket er geriadur du-mañ-e-vez-lavaret. Me’garfe goût pet micherour eus uzinoù Pariz ha pet labourer-douar eus an Normandi a gemer dudi gant Le Cimetière marin, pet doker eus Lunden gant Laus Veneris. Ret eo skrivañ evit ar bobl, a-dra-sur ; hogen, mard eus tud hag a c’houll estreget lennegezh diduellañ, arabat e vije aberzhet o ezhommoù war zigarez bezañ komprenet gant pesketaerion Gonk-Kerne.

Goude-se, n’heller ket nac’h diaested barzhoniezh Kerverzhioù, hogen arabat eo he zamall outañ. Barzhoniezh n’eo ket kenster gant kevrin, hag an hini a zo gouest da zisplegañ e vennozhioù en ur yezh voull ha heson war un dro a zo hep mar ur barzh bras. Hogen meur a zoare a zo da gompren ar varzhoniezh, hag hini Kerverzhioù a zo bet displeget gantañ e-unan : ’’Bez’ e tle gerioù ar varzhoneg, war un dro dre o gwrizienn, o ster don – an hini a zihun ennomp ‘eñvor an hil’, ha dre o son, o mentadur, mont d’ober ur strinkenn yezhel ma kembried ar gened ha dasson kuzh ar mennozh.’’. It, goude-se, da skrivañ gwerzennouigoù mistr, ha zoken gwerzennoù boull-dour-eienenn. »

Pezhioù hir en devoa savet, met ivez reoù kalz berroc’h. Perlezennoù hon lennegezh, bepred harpet war ar genganez, evel ar pezh Om, gant teir gwerzenn nemetken :

            Da levenez an hevoud

            bez va roud, tav hanvoudel

an Hini Wenvidik anlavar bizviken.

Un troer eo bet ivez. Evel pa dro Lusk-Awen diwar Omar Khayyam :

« Ur vozad flour a zour fresk, un tamm bara, e skeud

            divann ha diwrez ur wezenn,

            – hag he daoulagad :

n’eus priñs kurunennet eûrusoc’h egedon,

            n’eus paour truek niñvekoc’h ! »

Just un tamm perlezennig all hag a oa dediet da Meavenn :

« Emañ ar plac’h yaouank o kanañ en he zi,

ha mouezh ebet war glev er bed en-dro dezhi

nemet a-bell va c’halon, a zaoulamm

evel un ebeul pennfollet. »

En-touez maouezed all bet pouezus evit hon C’herverzhioù emañ Llena Davies, ur seurt novela. Un istor karantez.

« C’hoantaet ec’h eus, Posanias, e tennfec’h betek va c’helc’hioù-brec’h, evit ma vefen noashoc’h, peurnoazh, evel ar rozenn en heol, noazh, evel ar vilienn lufret gant ar mor. Ha gourvezet ec’h eus em c’hichen.

Lakaet em eus palv da zaouarn ouzh da gilpenn ha treset va divronn war da vruched… »

Dimp da ijinañ ar peurrest eus an danevell, kuit lenn anezhi ! Kevrin eo ar ger alc’hwez… marteze…

Barzhoniezh Kerverzhioù zo diaes da lenn, sklaer eo, met bezañ eo leun a vennozhioù deuet eus deun e spered livet gant gerioù resis ha rekis. Splann e vezer pell diouzh ar rimoù kopiet war doareoù Yann ar Feunteun, ha ken pell all diouzh e brederoù. Un arz kopiañ, dreveziñ kasaet gant barzhed Gwalarn. Goveliañ evit ezteurel. Ezteurel n’eo ar wirionez, met ur wirionez. Unan ma vezomp perzhiek enni. Dimp eta da vont gant lusk gwagennoù sioul ha nerzhus war un dro, ar barzhonegoù diwanet diwar spered Kerverzhioù. Amañ n’eus netra da adkrivañ…

Herve Bihan

Levrlennadur

Kerverziou, Barzhonegoù, Al Liamm – Tir Na n-Óg, 1955, 128 p.

Kerverziou, Llena Davies, liesskrivet gant Al Liamm, c.1948, 16 p. : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_99/Llena_Davies_danevell_.pdf

Kerverzhioù, Llena Davies & Foar Vre da heul, An Alarc’h, 2008, 50 p. : https://brezhoneg.org/fr/livres/2369-llena-davies-foar-vre-9782916835044.html

Arzel Even, G. B. Kerverziou – gouizieg, barzh ha hengouniour, Al Liamm, Niv. 26, Mae-Mezheven 1951, pp. 8-13.

Abeozen, Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ, Al Liamm, 1957, pp. 131-133 & 195-196.

Alan Botrel, Rakskrid in Gwion Letard-Morliguen, Ar gwag war ar c’hro, Barzhaz, Hor Yezh, 1992, pp. 7-11.

Gwendal Denez, Barzhoniezh maread Gwalarn : modern pe get ?, Klask Niv. 3, 1996, pp. 107-114.

Roparz Hemon, Barzhoniezh in Roparz Hemon, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 80-89.

Laure Murat, Toutes les époques sont dégueulasses, Éditions Verdier, 2025, 77 p.

Le Studio - Agence de création graphique et web