AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (16)
Eus ur Bertoù d’un all ? Eus un ezoterezh d’un all ? Moarvat. Eus ur sell war Breizh ha war ar brezhoneg da reoù all ? Moarvat. Ar Gouelaouard hag an Tregeriad a oa ijinourien o-daou. Ur riñvier ha daou rummad etreze. Ret mat din menegiñ ar riñvier-se, an Trev : en e dourioù amsall em boa desket neuial ! Fas da gar Lanserf, nepell diouzh Traou-Meur, ur pezh ti liammet gant afer muntr Kemener gant ur Sezneg bennak…
Ma, hon Bertoù, an eil, hag a oa an hini koshañ evit gwir a oa bet en penn ur rujumant barzhed, gwerzherien otus un ezoterezh nevez ganet ha diskuliet : « ar gwir enep ar bed ». Perzhidi ar rujumant-se a blije dezhe kemer anvioù barzhel. Hon Bertoù a voe « Alc’hweder Treger » evit kregiñ ganti ha buan e teuas « Kaledvoulc’h », ar pezh a ro un tamm mat muioc’h a lufr d’ar gefridi ! An alc’hweder a oa bet o keveziñ gant unan all, « Boc’hruzig ar c’halvar », met trec’h warnañ memes tra. Met alc’hweder ha boc’hruzig (poluitch a glever dre amañ !) a oa evite arouezioù ken pouezus !
Moarvat e kavit e ran goap ? Ya, unan eus ma fec’hedoù, met n’eo ket ober goap evit ober goap… Re aes eo ober goap. Ur mare all, gant tud ma rankomp derc’hel soñj pe koun mard eo gwelloc’h ganeoc’h. Hon Erwan B a ouie petra oa bezañ emskiantek. Ret eo lenn e skrid « Dihun Breiz » evit muzuliañ ar pezh hon eus kollet, met ivez ar pezh hon eus gounezet.
Erwan Bertoù, a-wezhioù Erwan Vertoù, a ouie rimañ, rimañ kaer… nemet eo diaes gwelet en e werzennoù un ober a-bouez evit hon lennegezh. Ijinour ma oa e wele, sur-mat, un doare gwikefre gant ar gwerzennoù rimet, a-wezhioù gant klotennoù diabarzh – hon stumm broadel ha kozh.
Just ur skouer pan rae anv eus klotennoù « a-ziabarzh » en ur gomz diwar e benn e-unan :
« Kaledvoulc’h, un den krenn gant barv gwenn ha blev du,
Prest dalc’hmat da voulc’hañ, da droc’hañ tu pe du.
Hast en devez bep bloa da grapa war ar maen,
Gantañ ur c’hleze bras n’eus biskoazh lazhet den.
Fellout’ra d’ar paotr kozh war ar roz, digouina :
– Peuc’h a zo, tud diroll ? Hag an holl a lâr : – Ya ! »
Ma, lezet em eus an traoù tost da skrid hon C’haledvoulc’h (bet un alc’hweder !), anez koll blaz ar c’hlotennerezh. E vêr aze, en 1912, pell diouzh ur skritur evit an holl… E vêr pell diouzh prederi ar rummadoù a deuio goude : pleustriñ gant efedusted ha renkañ lec’h memor hon yezh en hon buhezioù pemdeziek, herie c’hoazh…
Ober goap, nann, just adtresañ taolenn ar vro vrezhoneg o stourm a-raok ar brezel all… Ar brezel hag a laosko mennozhioù losket ur c’hozh bed aet diwar wel… Ar ger rakgwalarnek zo rekis amañ.
Ha neuze’ta ? Ur bed kozh hag ur bed nevez ? Tamm pont pe treizh etreze ?
N’eo ket lâret rak en Gwalarn 1927 (an niverenn 10, pan oa yaouank c’hoazh), bloaz a-raok embannidigezh Gorsedd Digor gant Jakez Riou, zo bet embannet ur skrid sebedennus, souezhus… ha plijus. Sinet eo gant hon Bertoù gozh evel troour diwar un dra skrivet gant Yann ar Fusteg, mignon bras dezhañ. An daou-se a oa bet arc’hdrouized, pep hini d’e dro, ha diaes eo kompren petore afer o devoa ouzh Gwalarn.
Bezañ e ranker lenn Mona Garmez. Ur skrid souezhus am eus lâret, ur skrid boemus. Danvez ur romant grafek ! Paotred ha merc’hed an « heroic-fantasy » a gavfe n’eo ket o baradoz, met bouedig da vont war an hent-se, ha n’eo ket an disterañ tra a gav din.
Tañva deroù an danevell :
« Azezet war gribenn ar c’herreg a save a-vesk ar geot, e-touez ar bleunioù, ar c’hannerezed a zebre sioul o lachenn vara g’ amann evit adverennañ. O daoulagad a oa troet war-du dremm Maode gozh, a oa en e sav dirazo. A-drek e gein, an heol a ziskenne da gaout ar menezioù, o lakaat evel un tangwall war al lanneier, war zour al lenn, ha war al lienaj gwenn-kann a oa o sec’hañ war al lann en-dro d’ar strollad. An den kozh a gomze gant ur vouezh poellus ha rec’het, en ur zisplegañ darvoud reuzus Mona Garmez evel pa’n dije c’hoant da veskañ gant kannder ar c’huzh-heol ar goell a boan a zo e pep tra er bed-mañ. »
Kregiñ gant seurt materi en deus ma lakaet broudet da vont betek penn ar skrid, hirik… En gwirionez en dije gallet ar skrid-se bezañ un adstumm eus ur werz, pe ar c’hontrol ? Evel pan dikleir :
« Ar re ac’hanoc’h o dije gwelet kement-se, pe heuliet an ambroug kanvaouüs-mañ e-barzh an abardaez, keit ha ma oa ur vevenn ruz etre an neñv hag an douar teñvalaet, ar re-se o dije santet etre truez ha tristidigezh. E-lec’h bezañ amañ, o vroudañ teodadoù diwar-benn ar marv-mañ hag e gevrin, e vefent bremañ o kannañ o dilhad, hep strap, hag e virfent o zeod gant aon da saotrañ sioulder kanvaouüs al lenn. »
Un degas da soñj eus troienn mil anavezet ar gwerzioù, un doare kliched : « Kriz ar galon na ouelje… ». Nemet gant ar skrid-se hon eus un en-dro barzhonius, ha pa vefe trist…
Erwan Vertoù, paotr Pleuvihan, a echuo en dienez daonet. An tonkad n’eo ket bet morse brokus… Ul levr all, talvoudus, zo bet war e lerc’h, En bro Dreger a-dreuz parkoù… N’eo ket un oberenn lennegel, nann, met un oberenn ken talvoudus all war memor ur vro aet diwar wel… Un tamm bale en kostez Menez-Bre, un tamm koun eus un arc’hdrouiz barvek hag a glaske sellet pelloc’h, en tu all da latar an disevenadur….
Herve Bihan
Levrlennadur
Yann ar Fusteg & Erwan Bertoù (troour), Mona Garmez, Gwalarn, Niv. 10, Hañv 1927, pp. 9-25.
Erwan Bertoù (Alc’houeder Treger), Dre an Delen hag ar C’horn-boud – Par la Harpe et par le Cor de guerre, Zant-Briek & Paris, 1904.
Erwan Bertoù (Kaledvoulc’h), Avalaou-stoup, Gwengamp, 1914.
Erwan Berthou, En Bro-Dreger a-dreuz parkoù, Mouladurioù Hor Yezh, 1985.
Erwan Bertoù (Alc’houeder Treger), Dihun Breiz, 1901 : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_157/Dihun_Breiz__.pdf
Thierry Châtel, Buhez hag oberoù Erwan Vertoù-Kaledvoulc’h, hor Yezh, 1997.
Hersart de la Villemarqué, Barzaz Breiz, Paris, 1867, pp. 37-38.
Fañch an Uhel, Gwerzioù, levrenn I, 1868, pp. 134-137.




