Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 82 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 82 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 82 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 82 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (17)
Lanv ha tre. Llanw ha thrai. Chal ha dichal. Ar stumm diwezhañ-se hag a glever en tu Gwened a oa bet distaget gant unan o komz da geñver disoc’hoù ur votadeg bennak, pell zo, meur a zek vloaz zo, ur votadeg ma oa bet pilet naet e strollad politikel ha n’haller ket lâret e oa (hag ec’h eo herie c’hoazh !) ur strollad araokour. Penaos e vez lâret « eufemism » e brezhoneg ? Fez, gant e anv heritet diwar hini e hendadoù e soñje dezhañ e oa eñ ar « penn-araog », pan ne oa nemet ur astez « penn-adreñv » dibluet. Daou benn zo d’an traoù evel d’an dud, hag evel d’ar moc’h, Aotroù !

Siwazh dimp ar strollad-se zo war an hent da bennboellañ an traoù. « Ech â fi » eme ma c’hendirvi tramor. Ha trec’het e vefomp ? N’omp ket yer beliet !

Ma, ar « Chal ha dichal » zo ivez anv ur barzhaz kaer savet gant ur Roperzh eus an Oriant, kabiten-lestr. Roperzh ar Mason, mab da Herri, Abherri…

Unan all bet dindan urzhioù an arme, pe ar roial. Unan, ivez, aet kuit abred-abred…

Barzh ar gizidigezh hag ar sioulder e voe. Evel er barzhoneg « Noz àr ar bourzh » :

« Lezet hon eus a-c’houde dec’h

Porzh hol lestr ha treuzoù hon ti.

Didu ar mor èl ur gouelec’h.                                         èl = evel

Tra ne welan en noz goulli.                                          goulli = goulle

Netra namaet al lavagnon                                             lavagnon = houl

É skumenniñ d’ar frigalion                                           é skumenniñ = o spoumañ ; d’ar = gant ar

Hag etre fardoù ar gwerni

Koroll hep fin ar stiregi. »                                            stiregi = steredegoù

Pe c’hoazh, pan disklêrie e drivliadennoù, en « An iniz kuzh » :

« Man dous zo èl un iniz kuh,                                       iniz = enez ; kuh = kuzh

Du-hont edan neñvoù tramor,

Mein ha fru dirakti a luc’h

Gwenn ha du àr velouz ar mor.                                     àr = war

N’eus enni ’maet un ouf. Ma lestr

En em sil beta trec’h ar porh.                                        beta = betek ; porh = porzh

Pikol gwez a sav, digabestr,

Àr he fenn, é reiñ sked ha peoc’h.

Gouarnet eo avel ul liorzh kloz,

Get an houlennoù stank a darzh,

Tro-ha-tro dezhi hep repoz.

He mousc’hoarzh a zo en diabarzh… »

Ur barzh chomet dianav, siwazh. Ur skrivagner galloudus koulskoude. Rouez eo ar re dioute o devoa livet hurlink ar brezel, hurlink ar bed o kouezhañ en e boull :

« Genver 1943 – Kousket on em zi pa sut ar c’horn-evezh. Sevel a ran evit mont d’am lec’h-sikour evel man don akoulzet d’ober bremañ. Met, dre ar fenestr e spiañ ur sklaerder divoutin. Ur glav tan a seblant kouezhel warnomp, stank, stank evel ur barrad grizilh. Iskriv eo. Dihuniñ a ran a-benn mamm hag Anna hag e fardan e-barzh al liorzh.

Kroget en deus an tan dija e meur a doenn, tro-war-dro d’hon ti. Bombezennoù loskus int !

« Mamm, a huchan. Chomit en diaz d’hon gortoz. Anna, pign d’al laez fonnapl ! »

Krapet hon eus a-herr an dergei ha digoret dor ­ar solier lec’h ma veze aozet, hervez alioù ar maer, yoc’hoù jimbl a-ratozh ha palioù d’her c’hemer. Mall eo difraeañ. Dija ez eus kouezhet teir bom­bezenn en ur doullañ an doenn. Kroget eo an tan e div anezhe. Teurel a reomp buan jimbl warnezhe.

Mouget int timat. An deirvet he deus afochet hag a chom mut.

Bombezennoù arall a gouezh. Pemp el liorzh, div c’hoazh war an ti. Unan a dreuz an dergei evit kregiñ er pazennoù. Fardet hon eus warnezhi evit he lazhañ. Men emañ an arall ? Furchal a reomp e pep lec’h. Netra er solier, netra er c’ham­broù, nemet un toull e lein hag e leur unan anezhe. En em silet he deus betek ar sal degemer, tost ouzh mamm. Ha ni da redek, hep koll amzer, gant ur sailhad jimbl arall.

« Mamm-me, a lâran. Dastumit buan an traoù priziusañ. Aon am eus ne vo losket an ti evit achuiñ ! »

Ur barrad bombezennoù nevez a zibouk ag an neñv. Teir c’hoazh el liorzh, teir en ti. E-pad ma lazhomp an ei1, ec’h on mouget gant ur moged fetis. Siwazh ! Ti hon amezeg a losk hag an tan a ounid hon toenn fonnapl. Petra ober ? Netra ! Touiñ a ran gant an dic’hoanag. Daoust d’hon berrded ha d’hol labour, ha trec’het e vimp gant an tangwall ?

Digor a ran ar fenestr. Spont ! Ruz eo an ebr a bep tu. Ti bras bali Garnel dirazomp a losk evel un etev. Hini hon amezeg a daol moged ha fulennoù stank. Holl ar c’harter a vez gronnet a dan hag an neñv a lez da gouezh atav e sac’hadoù ifern !

Kaset hon eus dour d’ar solier evit glebiañ treustier ha mein-c’hlas. Poan gollet ! An avel a lusk pelloc’h korn entanet an doenn hag e vlej ar goradenn bremañ evel forn ur gov. Mall eo tec’hel.

« Mamm-me a huchan. Kemerit ho traoù diwezhañ ha deuit ganimp er maez ! »

Hon Roperzh a oa ivez sachet gant ar mojennoù pobl, ar reoù a lak hon speredoù da veajiñ ha da ijinañ. Mojennoù, pe judennoù, emezañ, a c’hallfomp koublañ gant lod eus ar reoù a oa bet dastumet gant hon Anatol :

« Dirak aod gouez Kiberen e weler kerreg hag a zo bet distaget gwezharall doc’h an douar. Ur judenn a zispleg eh eus tud é veviñ atav eno, didan ar mor. Ar Birvidoù a reer anezhe. Debriñ a rant meskl ha brennig. Ur wezh bep blez, dez pardon sant Kolman, o gweler gwezhave é tremen àr an tevenn, mantelloù ruz-gell gete, é vonet d’ar appelel hag é tistroiñ d’ar mor bras. »

Ar Birvidoù a voe da Roperzh ar Mason framm e weledigezh, gweledigezh ar merdeer touet, n’eo ket dre e vicher met dre e anien :

« Holl ar stered

A ya da get.

Brizhennat a ra bolz an noz.

Ema an heol é sevel

A-us da bennoù moal

Ar roz. »

« An heol a zo oaet da guh

Peuc’h an noz em led àr ar mor.

Stered an tourioù-tan a luc’h.

Emaint é sevel, sklaer ha pur,

Dirak hentoù strizh pep aior,

Èl kreuzolioù gwerc’hezed fur.

Dreist ar Gerveur setu Goulfar

Hag an Ebeulion é c’hoskor,

Luc’hed un arnañ é kounnar. »                                     arnañ = arnev

Pajennoù skrivagner an houlennoù sioul ha plaen o lipat an douar-repu a rankfemp lenn ingal. Blaz ha goust e vrezhoneg dibar zo disheñvel diouzh hon hini, gwir eo, met, Salver, pegen frealzus o c’hlevet en hon fennoù hag i gwisket gant livioù glas hag arc’hlas aodoù Gwened, ha re ar Mor-Bihan ken tost d’hon c’halonoù tener. Parkoù ar varzhoniezh zo frank ha dimp da guntuilhañ enne hon drivliadennoù da stourm ouzh ar reoù a fell dezhe pennboelliñ ar pezh zo hon c’hempouez.

« Piv ac’hanomp ne vefe ket fromet gant e werzennoù m’en em ziskouez enno ar grouadelezh hec’h-unan : an douar hilliget gant allazig an heol, al lanneier o skrijañ gant pok rust an avel, ar mor, erfin dreist-holl, gant ar porzh en tu-mañ d’e riblennoù, ar porzh… ar repu sioul o c’hortoz ar moraer forc’het abaoe keid-all eus douster e oaled ?

Ha bepred, a-dreuz da skeudennoù fromus ha trellus war un dro ar bed-mañ, galavadenn ar Bed-All, skeud an Aotrou, penn-abeg pep braventez, pep levenez, pep karantez ! » eme Langleiz. Ger all ebet…

Herve Bihan

Levrlennadur

Roperh er Mason, Chal ha Dichal, skeudennet gant X. de Langlais, Moladenneu Dihunamb, 1943.

Roperh er Mason, Dek sonenn, skeudennet gant Langleiz, Embannet gant B.A.S., 1955.

Abherri, Evit ket ha netra, Skridoù Breizh, 1951 & Mouladurioù Hor Yezh, 1986 : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_47/Evit_Ket_Ha_Netra_.pdf &  https://brezhoneg.org/fr/livres/1973-evit-ket-ha-netra.html

Hervé Bihan, qui nous fait le plaisir de nous écrire une « Kronikenn » chaque semaine depuis 82 semaines…

Le Studio - Agence de création graphique et web