Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 83 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 83 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 83 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 83 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (18)
Klaselezh ar yezh, klaselezh al lennegezh. Ene ar yezh, ene al lennegezh. Hag an arz, ene an arz. Penaos mont hebiou oberenn Langleiz… Ur ramz entre ramzed Gwalarn. Roparz Hemon a oa ur ramz en penn ramzed all. Langleiz a voe ur ramz ivez.
Lennet em eus tu bennak ne oant ket niverus, ar skrivagnerien yaouank bet o kemer perzh en Gwalarn. Marteze a-walc’h, met holl e oant renet gant ar c’hoant da grouiñ, nann… da adkrouiñ ar bed. Ur bed o leuskel da vont dieub ha frank trivliadoù ur bobl gwasket, mouget ha rediet da giañ hep lâret seurt… nemet da salmodiañ gwerzennoù da reiñ lusk d’o drevell dic’houzañvus, d’ar c’hleuziañ didermen a-benn toullañ bez o hunvreoù, bez o fersonelezh, bez o c’hoantoù.

Ar ramzed-se, an « angry young men », hervez geriennoù dik Yann-Bêr Piriou, o devoa digoret klaz ha lezel avel o awen da sammañ an holl hunvreoù-se. Eus ar Gwalarn d’ar C’hornôg. Sed a voe beaj Langleiz.

« ’Vel m’edo an emholc’her kriz,

En ur gouelec’h teñval ha noazh,

Evned an neñv en em dolpas,

Skuizhet gant e froudenn wadus,

O kelc’hiata a-us d’e benn,

En ur c’harmiñ, en ur goagal,

En ur grial, en ur wic’hal.

Ken na zeuas o levout se,

En ur bipial, en ur c’hrakat,

En ur viaoual, ’n ur c’hwitellat,

’N ur razailhat, ’n ur c’hwirinat,

En ur harzhal, en ur hudal,

En ur yudal, en ur youc’hal,

Ar re a gerzh, ar re a sil,

Ar re a lamm, ar re a red,

An holl viled. »

« Hga an holl viled eus ar bed

Ar re a sil, ar re a red,

O hudal, yudal ha youc’hal,

’Vel ur viñs-taol adserret,

Holl en un taol e argadas,

Hag e voustras.

Ha ne chomas e lec’h e gorf

’Met un nebeud a draezh glebiet,

Den n’ouezas penaos e oa marv.

’M eus eñ desket gant ar merien

O deus debret en e vruched,

E galon vev. »

Ur gan en noz, ur gan gant Langleiz. Kanoù hunvreoù, du marteze, en amsked gwirvoud ar bed. Ur bed ma ne daoler ket pled ouzh ar reoù a vev en ennañ. Ur bed ma rank an dispac’h reiñ ton da vouezh ar re wasket.

Evel un heklev da varzhoniezh Roparz Hemon : « Hadet em eus ’kreiz ar gouelec’h, / Lec’h ne greske ’met drein ha mein. »

Galloud ha nerzh ar weledigezh : « Klevet em eus, en noz euzhus, / Ur vouezh c’hallus o komz ouzhin ! »

Langleiz a voe anezhañ un arzour penn-da-benn war meur a zomani. Al lennegezh, al livañ, an tresañ… betek ar sokioyezhoniezh !

Stourm evit ma c’hallfe an holl lenn ar memes skridoù leun a c’hoanag, leun a nerzh, leun a blijadur ivez. Eus Enez-Eusa betek Ledenez-Rewiz. En 1936 en devoa lañset ar pezh a deuio ar peurunvan. Ur benveg a implijo hardizh da sevel klaselezh e yezh. Just un tañva tennet diouzh Romant ar Roue Arzhur, p. 19 : « O klevout seurt gevier, ar plac’h fur, dallet gant ar gounnar, a grog peg e diskoaz he c’hoar evit he stlepel er-maez, met n’he doa ket soñjet e kenseurted houmañ. Pa glevjont o mignonez o krial forzh he buhez, en em daoljont d’o zro war ar grennardez hag e skojont outi didruez. Tec’hout a reas ar plac’h, gant mil boan, betek dor he c’hambr a alc’hwezias war he lerc’h. Ha, kuzhet eno, en em roas da leñvañ. An diaoul ha lakeas neuze da soñjal e tristidigezh he buhez abaoe marv he c’herent karet, ken e kollas da vat pep goanag ha pep fiziañs. A-benn ar fin, skuizh divi, dre hir gouelañ ha difronkal, en em astennas war he gwele, en deñvalded, hep bezañ graet zoken ur sin ar groaz evit en em wareziñ ha, damvouget gant ar glac’har, en em roas da gousket. »

Ur yezh gwevn, pinvidik o redek evel dour en kreiz naoz ruzelenn hon lennegezh, hag o vont war-du he riñvier o charreat hon hunvreoù. Piv na garje ket bezañ gouest da srivañ ken brav ?

Kran an den, e skoulm-balafenn ouzh e c’hoûg a-hed ar wezh. Skrivagner kran, livour kran, ur ramz.

Kran ar weledigezh ivez, gweledigezh ar bed adkrouet da heul ene al linennoù, linennoù un arz dik : « Ul lezenn a gas hor selloù war-du an oabl, sklaer pe deñval, evel ma vefe deomp da stourm enep d’al lezenn-bouez hor stag ouzh an douar. » Ha ne oa ket se ur skeudenn all eus programm Gwalarn ? Stourm a-enep al lezenn-bouez, lezenn-bouez ar bed a nac’h ouzhimp ar gwir da zistagañ dioutañ ha sellet a-zevri war-du hon hunvreoù…

Herve Bihan

Levrlennadur

Langleiz, Kanou en Noz, Gwalarn, niv. 39-40, C’houevrer-Meurz, 1932.

Langleiz, Ene al linennoù, Skridoù Breizh, Brest, 1942.

Langleiz, Enez ar Rod, Skrid ha Skeudenn & ar BALB, Roazhon, 1949.

Langleiz, Tristan hag Izold, Al Liamm, 1958.

Langleiz, Romant ar Roue Arzhur, levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975.

Xavier de Langlais, La technique de la peinture à l’huile, Flammarion, 1959 & 1990, 493 p.

Le Studio - Agence de création graphique et web