Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 84 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 84 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 84 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)
Preder an amzer dazont. Dazont ar vrezhonegerien, dazont o yezh, dazont o ene, dazont o sell war ar bed, dazont o bugale. En kaoter ruz al lennegezh lakaet da virviñ gant Gwalarniz war tan ar c’hoantoù hag an hunvreoù e oa ar preder-se, sanket don en empennoù tud yaouank war lez o ugent vloaz. Kas ar yezh a rummad da rummad, hep kontañ war ar skolioù mestroniet gant ur galloud a-enep ruz. Un eneberezh koustus d’an dud, koustus d’o bugale. Ra deuio ar speredoù poutinian da zisplegañ dimp n’eus ket bet eus « ar vuoc’h ». An droienn « fez fall » zo re skañv, gwelloc’h ober gant « loustoñ ». Gros an dud a oar tamall an disoc’h hep fellout klask kompren an argerzh.

Gwalarniz a oa prederiet gant ar c’helenn da reiñ d’ar bobl, an hini a rae gant ar brezhoneg, ha da gentañ penn d’ar vugale. Ar vugale, an dazont-se ken bresk ha ken nerzhus koulskoude. Meur a stourm a oa dirake : stourm ouzh ar c’hlichedoù o lakaat ar brezhoneg da vezañ yezh an dud hep tamm deskamant, hag o lakaat ar galleg da vezañ yezh an dud desket, ha desket uhel zoken. Diwar o c’houst e ouvezent petra eo an digloserezh hag an digempouested sokial… ar pezh n’eo ket ur wall gudenn evit ar speredoù poutinian savet stank en kement melestradur, met ivez en touez bed ar bolitikourien…

« Kelenn Pobl Breizh dre ar brezhoneg », se a oa programm an dud ugent vloaz-se… Ret e oa bezañ fri-mic’hi, moarvat, evit krediñ en kement-mañ. Frioù-mic’hi, marteze, met ne oant ket frioù-lous !

O nerzh, o awen, o youl, o hunvreoù a oa mesket er gaoter… O oberennoù hag o oberoù o devoa o lakaet da virviñ.

Tud fin, speredek, desket, o tont eus bed ar pemdez, en tu all d’ar c’houmoul, sklaer… Met ivez tud emskiantek, tud o vont gant red ur vuhez laouen ha diaes war un dro. Ret e oa stourm, « hep derc’hel kont eus ar vourc’hizien » ! E oamp en 1928… Gwalarn a oa o paouez lammat e-maez e gavell.

Ret e oa pourchas, pourchas, pourchas… Krouiñ ul lennegezh vodern ha krouiñ ul lennegezh evit ar vugale, ar reoù yaouank, krennarded pe grennardezed. Ar gaoter a oa bras a-walc’h evit derc’hel gant ar birviñ ha gant ar c’hlogorennoù leun a spi hag a hunvreoù.

A-raok krouiñ e oa bet ur pezh kadoniezh, muioc’h evit strategiezh, hag a oa treiñ, treiñ ha treiñ diwar lennegezhioù all. Evit ar re vras, gwir, met ivez evit ar re vunut. Ya, ar re vunut, en kreiz o freder hag o ober.

« Pêr ar c’honikl », « Nijadenn an An Aotroù Skañvig », « Plac’hig vihan ar mor » hag evel just « Priñsezig an dour » koublet gant ur stumm gwenedek. Pennoberennoù, perlezennoù, koulz er skridoù orin hag en troidigezhioù. Ha tout se etre 1927 ha 1929 ! Piv a c’hall, herie, kompren pegen bras, pegen ledan, pegen pouezus, e oa an ober-se ?

Hag ar c’hrouiñ a lêrfet ? E oa entre pajennoù ur gelaouennig berrbad, siwazh dimp : Kannadig Gwalarn.

Un niverenn zero a oa bet en miz meurzh 1932 : Gant Piv eo bet kavet an Amerik ?, New-York, Bered an olifanted, Ejiptiz, Ar c’hevioù, Santez Ursula hag an Unnek Mil Gwerc’hez, Yann ar c’hemener, Lunedoù an torfedour, Fentigelloù kozh ha nevez… Un daolenn ilbouedus, deurus, saourus… peadra da sachañ ar reoù na oant ket kustum da lenn, nemet ar c’hatekiz pe ur « Buhez ar Sent » bennaket e vefe…

Ne oa ket ur gaoteriad, ur gastelodennad, ne lâran ket… met pegen pouezus, pegen fin ha gwelet mat. Sachañ, sachañ…

An niverenn gentañ, merket evel-se, a vo hini miz here 1932, hag honnezh a zegaso un daolenn tostoc’h d’ar pezh a oa gortozet, moarvat, gant tud divoas da lenn e-maez ar c’hatekiz pe buhez ar sent (ar zent…) : Keleier ar miz, Ar vleizez, An elektrisite hag al labour-douar, G. ar Yann ur beajour a Vreizh, Dre ar vro, Pajenn ar merc’hed (no comment !), Pajenn ar vugale (pouezus !), A-zehou hag a-gleiz, Fentigelloù, Hor boest-lizhiri. Ha fotoioù ! Salver ! Modernelezh ar c’heloioù (keleier ar miz gant fotoioù ha n’eo ket tresadennoù).

Er bloaz-se, 1929, ivez zo bet deut ul levr, daoust d’e stumm simpl hag eeun, ul levr hag a gavan kaer, ul levr zo tost d’am c’halon : Levr al Loened. Ul levr evit ar vugale, met ivez evit ar re vras. Un deneridigezh gwelet penaos e oa bet graet ar skeudennoù gant Jakez Riou. Hon Jakez. Ne oa ket un arzour eus ar c’hreion, ha c’hoazh… Met er preder kinnig levrioù d’ar vugale, ha se gant ur skrid sinet Marc’harid Gourlaouen. Marc’harid, hon Marc’harid, penaos chom hep lâret trugarez dezhi. Hepti, tamm Skol Ober ha tamm deskiñ dre lizher ebet, tamm sell war an dazont. E oa, hi ivez, marnaoniet…

Ha piv a c’hall ijinañ Diwan, an Here and so on da heul stourm kizidik ar reseoù ? Ha piv a c’hall ijinañ kelennerien vrezhoneg (pe brezhoneg) en dez a herie en hon skolaloù pe liseoù, pe skolioù bihan, hep stourm an dud yaouank-se hag o devoa kredet mont en tu all d’ar vevenn, en tu all d’ar pezh a oa aotreet ? Ha piv a c’hall krediñ e vije bet eus kelennerien er skolioù-meur o pleal gant o obererezh ha gant dilerc’h o obererezh ? Netra evit mann, tudoù, netra hep soñjal, netra hep onestiz….

Herve Bihan

Levrlennadur

Marc’harid Gourlaouen (skrid) & Jakez Riou (tresadennoù), Levr al loened, Gwalarn, 1929 : https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/files/original/b4814b3b4a8727b7473ba3180d6201bc.pdf

Beatrix Potter (& Youenn Drezen, troour), Per ar C’honikl, Gwalarn, 1928 : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_fevrier_2016/Per_Ar_Chonikl_.pdf

G. Th. Rotman (& Youenn Drezen, Roparz Hemon, troourien), Prinsezig an dour, Gwalarn, 1927 : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle22/Prinsezig_An_Dour_.pdf

G. Th. Rotman (& Youenn Drezen, troour), Nijadenn an Aotrou Skañvig, Gwalarn, 1929 : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/pdf_2015_10_01/nijadenn_an_aotrou_skanvig_rotman__drezen__gwalarn_1929.pdf

Hans Andersen (& Roparz Hemon, troour), Plac’hig vihan ar mor, Gwalarn, 1928 : https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/files/original/b4814b3b4a8727b7473ba3180d6201bc.pdf

Kannadig Gwalarn [niv. 0 miz meurzh 1932, niv. 1 miz here 1932] : https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/files/original/f9c37374270285420ba26d9b495d8fd3.pdf

Feiz ha Breiz ar vugale : https://bibliotheque.idbe.bzh/liste_theme.php?id=feiz-ha-breiz-ar-vugale-1438&l=fr

Feiz ha Breiz ar vugale [niverenn 1] en Feiz ha Breiz, n° 4, miz ebrel 1932, pp. 165-176.

L’instruction du peuple breton par le breton et l’œuvre de « Gwalarn », Gwalarn, 1928, 32 p.AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (19)

L’instruction du peuple breton par le breton et l’œuvre de « Gwalarn », Gwalarn, 1928, 32 p.

Le Studio - Agence de création graphique et web