Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 85 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (20)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 85 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (20)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 85 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (20)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 85 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (20)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (20)

Ramzed. Ramzed marnaonet. Hag ar ramz meur a oa eus Tangi Malmanche a oa an hini marnaonetañ. Gwalarnad ? War ar paper ne oa ket, daoust da Walarn bezañ kemeret karg da embann e bezh Ar Baganiz war ar gelaouenn en 1931. Rakgwalarnad, anat, pe welloc’h c’hoazh rakkemenner Gwalarn, rakkemenner hon lennegezh vodern, hon lizheradur, emezañ.

Hon dramaour bet o ren ur vuhez lennegel a zrama, evel displeget brav gant Maodez Glanndour. N’eo ket souezh en dije Maodez kontet buhez Tangi : eus ar memes park e oant…

« Ken dramaek hag e c’hoariva eo bet tonkadur lennegel Tangi Malmanche. »

Ar Malmanche, piv n’en deus ket en e benn an divwerzennad aet da gliched lennegel ? Un diverrañ eus e vuhez lennegel a zrama :

« Anken am ren,

Ankoù am doug. »

Dramaour, hon gwellañ dramaour. Bet ur rakweler ivez : savet Spered ar Vro gantañ (eost 1903), da badout peder niverenn nemetken. Diouer a dud, diouer a arc’hant… A-bouez adkas da soñj geriennoù Maodez Glanndour : « Ur gelaouenn penn-da-benn e brezhoneg, kelaouenn a lennegezh, a lizeradur brezounek, evel ma skrive Malmanche hervez yezh bro Leon. Dont a rae ugent vloaz re abred. Ne zeuio ar mennozh da vat nemet gant Gwalarn, a zo an niverenn gentañ anezhi eus miz Meurzh 1925. »

Sinn Fein. Hon-Unan. Ger-stur ar Malmanche :

« Bezomp ‘Ni hon-unan’ »

« N’eus ket pell amzer e voe brud eus ar brezhoneg. E kazetennoù ar vro e voe brañsellet, ur wech c’hoazh, Yezh kozh hon Tadoù e-giz ur banniel gant meur a « Fidèle Abonné » hag a « Groupe de lecteurs assidus » a guzhas diouzhtu da c’houde, evel ma ra ar verkerien war ur poligogn er poent ma’z eer da zigeriñ an tan. E kazetennoù an diavaez e savas ivez un nebeud mouezhioù : unan anezho, me’m eus soñj, a ziskulias d’ar Frañsizien an dra souezhus-meurbet-mañ : penaos ‘er gouelad eus a Vreizh, e bilajoù bennak, un nebeudig anezho, e veze c’hoazh komzet ur yezh pehini… etc.’. Met petra eo c’hwec’h kant komunenn e-koaz d’ur frazenn gaer ?

Ar re-se, me’gav din, -me fell din da lavaret ar re n’o doa ganto nemet o c’hoant d’ober vad, – o deus lakaet en a-raok, evit difenn ar yezh, un dra hepken : he c’hozhni. ‘Ar brezhoneg a oa giz-prezeg hor gourdadoù – emezo – ni’rank eta komz brezhoneg ivez.’ Koulz lavaret, a gav din : ‘Setu amañ bragez va zad-kozh ; arabat din-me dougen ur vragez all, abalamour ma’z eo houmañ hini va zad-kozh.’

Deroù ur skrid hag a dalvez kement en dez a herie c’hoazh. Ret eo adlenn Tangi Malmanche. Eñ ivez a gave e oa difenn ar yezh-glad un digarez evit lazhañ gwelloc’h yezh ar pemdez. Ar yezh ma soñjomp enni bemdez, ma reomp hon hunvreoù drezi, ma krouomp bemez-bemdez evidomp met ivez evit ar remziadoù da zont. Kit da lenn bonreizh ar Republik hag e komprenfet gwelloc’h c’hoazh : « Ar yezhoù rannvro zo eus glad ar Frañs » (mellad 75-1), pell-pell goude ar mellad 2 : « Yezh ar Republik eo ar galleg ». Netra nevez abaoe prederiadennoù hon Tangi…. ha se goude meur a Republik memes tra ! Ar bolitikourien a blij dezhe lenn buan, ’m eus aon…

« Krediñ a reer a-walc’h e Breizh e c’heller fiziout er bobl (me fell din da lavaret er re vunut, er re diouiziek) evit difenn ar yezh. Hogen faziañ a reer, n’em eus ket aon d’en disklêriañ, ha pa rankfen bezañ lakaet da ganer fall.

Ar bobl ne ra forzh ebet eus he giz-prezeg. Er miret a ra, moarvat, dre voaz ; n’er difenno ket avat dre gefridi, pa ouezo ur c’hiz all. Rak ar bobl n’oar ket petra eo an dreistezhomm. Kement tra ha n’he deus ket ezhomm anezhi e lavar ez eo didalvez. Pa n’he devezo mui ezhomm eus ar brezhoneg e tilezo anezhañ. »

Eme Roparz Hemon ? Gwalarniz ? Tatata… Hon Tangi Veur e-unan. Aze emañ al liamm kreñv zo etre Malmanche, Gwalarn ha ni.

Hep ar ger-stur, Ni hon-unan, ne vije ket bet eus hon lennegezh, eus tud desket en o yezh, eus diplomoù, eus micherioù, hag evel just eus skolioù, evel re Diwan m’emañ dazont ar vugale vrezhonegerien enne.

Hag e chomo da vat goulenn hon Malmanche evel hon stultenn veur, hon hini da vroudañ hon oberoù : « Bretoned ma’z oc’h, petra ho peus-hu graet evit Spered ho Pro ? ».

Dont d’am spered lugan pennek kanaouenn vrudet Dafydd Iwan « Ry’n ni yma o hyd / Er gwaetha pawb a phopeth » « Amañ e vêr bepred / Daoust d’an dud ha d’an darvoudoù ». Pozioù o dije graet plijadur d’hon Tangi… peadra da vagañ e weledigezh hag hon hunvreoù…

Herve Bihan

Levrlennadur

Tanguy Malmanche, Ar Baganiz, Gwalarn niv. 34-35, gwengolo-here 1931.

Tangi Malmanche, Ar Baganiz, Pezh-c’hoari e tri arvest, Al Liamm, 1976.

Tanguy Malmanche, Introduction in La Vie de Salaün qu’ils nommèrent Le Fou, suivie du Conte de l’Âme qui a faim, Librairie académique Perrin, 1926, pp. I-LXIV.

Tanguy Malmanche, Gurvan ar marc’hek estranjour – Mister, Eil Vouladur, Ad. Le Goaziou Leorier e Kemper, 1923.

Tanguy Malmanche, Gurvan ar marheg estrañjour, Mister, Emgleo Breiz, 1959.

Tangi Malmanche, Gurvan ar marc’heg estranjour, Mister, Al Liamm, 1975.

Mikaela Kerdraon, Tanguy Malmanche, témoin du fantastique breton, Cit éditions, 1975.

Roparz Hemon, Arz ar c’hoariva (Gwalarn, Goañv 1926), Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 179-187.

Maodez Glanndour, Tangi Malmanche ha Spered ar Vro, Dre Inizi ar Bed Keltiek, Al Liamm, 1991, pp. 111-119.

Maodez Glanndour, Arouezelezh Gurvan, Dre Inizi ar Bed Keltiek, Al Liamm, 1991, pp. 121-129.

Morgan ar Menn, En ur lenn Tangi Malmanche, Aber, 2015.

Spered ar Vro, niverenn 1, 1903 : https://bibliotheque.idbe.bzh/data/cle_256/Spered_ar_vro_nA1_1903.pdf

Yma o hyd (Dafydd Iwan & Ar Log) : https://www.youtube.com/watch?v=43Fag8ZQcz4

Joseph Ollivier, La chanson populaire bretonne sur feuilles volantes, Quimper, 1942, pp. 330-332.

Le Studio - Agence de création graphique et web