Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 86 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (21)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 86 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (21)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 86 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (21)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 86 AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (21)

« Emaomp o vont da c’houlenn kalz digant hon lennerien. Evit ar brezhoneg eo, hag evit Breizh.

Labourioù a-bouez hon eus da voulañ, labourioù a-bep seurt, hag i re hir da vezañ moulet war Walarn.

Gwalarn a rank chom ur gelaouenn, enni pennadoù berr a-walc’h, ha disheñvel.

Al labourioù hir a c’hellfe bezañ embannet e stumm levrioù, gwir eo. Darn, avat, a vefe prenet mat. Darn a vefe prenet nebeut, hag i marteze ar re bouezusañ e-keñver an amzer dazont. Diskoulmet hon eus ar gudenn evel-henn :

Sevel a reomp, e-kichen Gwalarn, ur gelc’hgelaouenn graet a-ratozh da voulañ al labourioù hir, un oberenn e pep niverenn.

Sterenn eo hec’h anv. Miziek eo. E miz Genver e teu er-maez.

Al labourioù kentañ da vezañ moulet a zo :

Imram, gant Maodez Glanndour.

Ar grilheta e Breizh, gant Farnachanavan.

Strilhourezh, gant G. B. Kerverzhioù.

Makbezh, troet diouzh Shakespeare gant Roparz Hemon.

Uhel a-walc’h e rank bezañ priz ar c’houmanant : 100 lur ar bloaz, da vezañ kaset d’an hevelep chomlec’h ha koumanant Gwalarn. »

Sed a voe kemenn krouidigezh Sterenn ur c’hoar da Walarn e Kerzu 1940. Lañs a oa gant an embann brezhoneg. Ur gelaouenn, an hini istorel, gant ar pennadoù berroc’h da ginnig liesseurted d’al lennerien, ur gelaouenn nevez o kinnig ur studiadenn dre niverenn. Ur studiadenn pe un oberenn.

Tan bras dindan gaoter al lennegezh kement ha mont hebioù an darvoudoù drastus, diaes, hebioù ar vuhez eilpennet. Al lennegezh evel un hent da zerc’hel, da zerc’hel mort betek penn ar veaj, penn ar merdeiñ

Ha dre zegouezh eo ma lenner Imram evel niverenn gentañ Sterenn ? Maodez Glanndour : dimeziñ ma n’eo ket eurediñ ar varzhoniezh hag ar speredelezh. Ar relijion, ne lavarfen ket. Beleg, sur, harpet war bazh kizellet, sakr ha bleuniet an hengoun, den a fez, ur fez deuet da verkañ kement kroashent en hon bro, den gredus ha dibleg (me ’oar !) o terc’hel divrall diouzh ar barradoù… Met pebezh barzh, a-raok pep tra… Pebezh barzh…

« Douar milliget, ur Ramz a zo roue warnout,

Ar Roñfl hudur, loudour,

Gourvezet teurek en e vougev, goude regorfad

War bern eskern an dud en deus debret.

Hag e-pad ma roc’h o mestr, e ra fest ar razhed. »

« O liorzh, o porzh.

Setu m’az kwelan dindan va selled

Ez kened, douar muiañ karet ar Varzhed.

Me az salud e-kreiz da vrud

Bro Shelley, Grae velegan,

Enez ar skañvder, enez an dieubiñ,

Lec’h annez da spered an dudi.

Douar, menez, plantet gant mil gwez heneuziet,

Bro venniget ar Voudiged,

’Lec’h ma ruilh stêrioù glas war reier gwenn-perlez.

Piv a c’hello kanañ, Boudiged glan,

Skañvderioù evn ho korfoù gwevn

A ’n em vrañsell gant al laboused drev,

Azezet war skourroù ar gwez ;

Ho furmioù mistr a hoal davedoc’h heiezed ar c’hoad,

An avel a floura ho plev rodellek, ’laouena,

Hag ar balafenned en-dro deoc’h a c’hoari.

Evurus an hini a ev eus ho touster

A c’hell en e zivrec’h derc’hel ho korf karantezus

Ha pokat da vleunienn frondusat ho kenoù ! »

« Ar gwent a sut en e fleüt o vonet gant e hent,

Ar c’hoadoù heglevus gant soñjoù souezhus

O tihuniñ en o emskiant.

Karout a ran an inizi marmor e morioù ar c’hreisteiz,

An inizi kollet en aour ruz ar c’hornôg,

Kement burzhud ha kement hud,

En deus klasket en den e dizhout evit disamm e zienez :

Labous ar wirionez, dour ar vuhez,

Liorzh an aouravaloù,

Ar c’hoant ac’hanoc’h am broud ! »

« Menezioù breudeur, betek en tu-hont d’an dremmwel,

Stardet an eil ouzh egile

Evel deñved un tropell

A vez bleniet gant ur mesaer sioul ha meurdezus. »

Ha pardonet e vin ma roan kement a blas da berson kozh Louaneg ? Gwerzennoù re dalvoudus, re stummet evit mont hebioù dezhe. « Skañvderioù evn ho korfoù gwevn « … « Garm ha stourm ! » hag a voe e c’her-stur…

« Arc’hoazh…

Â, pegoulz e teui en-dro, â Froudenn, â Zudi !

Da zihuniñ va flamm marv,

Ha lakaat da dremen c’hoazh em blev

Douster da vizied hir ha bliv.

An tantad bras ennon a zo aet da ludu

Evel an hini a lezer en noz du

E beg ar run da vervel goude ar gouel,

Pa ’z a war-raok ar yaouankiz vagol goude gorolliñ,

Ha ne glever ken, eus a bell, nemet c’hoarzhoù damvouget.

Em empenn goullo ne dremen ken

Nemet soñjoù kleuz, a-steudoù.

Sed diwezh an devezh ;

Sed an eur faezh

Ma lazher er greuzeul ar gouloù. »

Met daoust d’ar barzh bezañ aet faezh ec’h embann ken sklaer all :

« Pezh a glaskan diraez n’eo ket hepken

                        diavaezoù ar furm,

Pezh a ziskleir kleuzlavarded arz kreisteiz ;

Evidomp ez eus c’hoazh en tu-hont d’ar gont-se,

Pa n’omp ket bet ganet war glannoù an difiñv.

Ne c’houllan ket hepken ar meizadoù sec’h-krin

Relegoù gwerniset, divuhez, ur mirdi,

Ma labour d’o fichañ prederourien ar pouf

Oc’h ober fae ouzh ar fetis. »

Ha n’eus ket aze eus un testamant speredel, un testamant a-berzh ur Gwalarnad engouestlet el lennegezh, engouestlet en dalvoudegezh ha ster al lennegezh ? Ster hon lennegezh…

Beaj ha garm, emezañ. Ret merdeiñ a-dreuz hag a-hed hon egor da gompren an egor da vat. Ar garm azoniad hon stourm. Spered hon bro.

Lenn hag adlenn barzhoniezh Maodez Glanndour…

Herve Bihan

Levrlennadur

Gwalarn, Niv. 131, Kerzu 1940, p. 86.

Sterenn, da pellgargañ amañ (12 niverenn ar bloaz kentañ) : https://bibliotheque.idbe.bzh/serie.php?nom=Sterenn&l=fr

Sterenn [niverenn 13] : Lan Devenneg, Troniennou ha kaniennou-mor – Studiadenn douarstummadouriezh, Skridoù Breizh, 1943.

Le Studio - Agence de création graphique et web