AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (22) Krouiñ. Adkrouiñ. Gwalarniñ. Ha klask. Klask war-lerc’h ar pezh a ra hon identelezh. Ha rentañ an elfennoù-se d’ar vrezhonegerien. Dihuniñ o memor, talvoudekaat o hêrezh. Un identelezh vrezhoneg a-raok pep tra eta, met ivez un identelezh ma kemer perzh hon istor, hon memor, hon foanioù, hon levenezioù, hon glac’har enni. Ha Salver, hon goanag en amzer dazont ! Piv a gredo lâret dimp eo kement-mañ a-enep hon gwirioù ? Ha koulskoude zo tud douget gant n’onn ket petore ideologiezh flaerius o tispenn o amzer o sevel mogerioù d’hon gronnañ, d’hon bac’hañ ha d’hon tagañ en diwezh.
Ret eo adlenn niverennoù kentañ Gwalarn : hadet zo enne merkoù hon lennegezh vodern, hon lennegezh sovetaerez.
Barzhoniezh kizellet en un doare nevez, modern, danevelloù oc’h ober un astenn d’hon c’hontadennoù-pobl. Barzhed, saverien danevelloù : ne oa ket un ezhomm, met ur redi.
Met ur redi a oa : rentañ al lennegezh keltiek kozh d’ar vrezhonegerien.
Troidigezhioù, teñzorioù rikamanet gant diamantoù hon hêrezh keltiek.
En niverenn gentañ : Pwyll Priñs Dyvet troet diwar ar c’hrenngembraeg gant Abeozen, Diarmuid ha Grainne troet diwar an iwerzhoneg gant Roparz Hemon.
Sammañ ar c’hrouiñ hag an adkrouiñ war kement tachenn lennegel zo.
« Evidomp holl ez eus un eienenn c’hlanoc’h da neveziñ hon yezh hag hon spered : lennegezh Kembre ar Grennamzer.
En daouzekvet kantved zoken, n’edo savet nemet nebeut a gemm etre an div yezh komzet eus an daou du d’ar mor. Ne reomp eta en ur vont da c’houlenn frealz d’hon c’halon digant Kembreiz gwezhall, nemet klask ad’’hounit nerzh dre zebriñ boued yac’h ar gêr ouzh taol hon c’hendadoù. » eme Abeozen en e rakskrid d’ar Mabinogi. Ya, kendadoù, ur ger talvoudus, debriñ boued yac’h ar gêr…
« Burzhud al lennegezh vrezhonek nevez krouet gant Gwalarn eo hemañ : kreskiñ a ra, e-giz ur wezenn, n’eo ket hepken o sevel he skourroù, he delioù hag he bleunioù war-du un amzer da zont, hogen ivez o sankañ he gwrizioù donoc’h-donañ en amzer dremenet ar Ouenn. Unan eus ar gwriziennoù pennañ eo Diarmuid ha Gráinne en hol labour bras a Adsavidigezh ar Bed Kletiek. » eme Roparz Hemon.
Ar Ouenn : lod zo prest da feulziñ pa lennont pe pa glevont ar ger-se ! Me ne ran ket avat. Du-mañ e reer ivez gant an droienn ur « ouenn patatez » ! Sede, adlakomp ar ger en e blas gwirion ha n’eo ket sevel tezennoù aner !
Petra kaeroc’h evit deroù ar Mabinogi kentañ ? Ur Mabinogi brudet ha turgnet kaer, evel ur gontadenn. Lenn ar skrid zo klevet an daneveller…
« Pwyll, priñs Dyvet, oa dindan e c’halloud seiz ‘cantref’ Dyfet. Un dro ma’ oz en Arberth, e lez pennañ, e teuas dezhañ en e spered mont da emholc’hiñ, hag al lec’h eus e zouaroù ma vennas mont da emholc’hiñ ennañ a voe Glynn Cuch. Loc’hañ a eure eus Arberth en noz-se ha degouezhout e Llwyn Diarwya : enno e tremenas an nozvezh. Antronoz, e yaouankiz an deiz, sevel a reas ha dont da C’hlynn Cuch da leuskel e goun da vont er c’hoad. Hag eñ ha seniñ ar c’horn-boud, kregiñ gant trouz an emholc’h, kerzhout war-lerc’h e goun hag en em goll diouzh e geneiled. Tra ma roe skouarn da chilperezh e goun e klevas o harzhal ur bagad koun all : n’oa ket d’ar re-mañ hevelep mouezh ha dont a raent a-enep d’e vagad. Setu ma welas er c’hoad ul lec’h dizolo ha kompez, ha tra ma tegouezhe e vagad war al lezenn anezhañ e verzhas ur c’harv war dec’h dirak ar bagad all. Arruet al loen war dro kreiz ar gompezenn, ar bagad a zeue war e lerc’h a dizhas anezhañ hag e ziskaras d’an douar. »
Yezh Abeozen a red evel dour ur wazh sur da dizhout traou ar prad lec’h ma kresko ha ma roio ar gwellañ dioutañ da zoura plant pe loened. Yezh Abeozen da zoura hon c’hoantoù lennegel. Sec’hed, naon. Ni ivez zo evel ma oant : tud marnaoniet.
« Tristidigezh Fionn.
Un deiz e savas Fionn mab Cumhall beure-mat en Almuin bras ha ledan. Hag eñ ha mont d’azezañ er-maez, war al letonenn c’hlas, hep keneil na mevel. Eno e teuas daou eus e gerent war e heul : Oisín, e vab, ha Diorraing, mab Dobar Ó Baoisgne.
‘Perak out savet ken abred ?‘ eme Oisín.
‘N’eo ket hep abeg, evit gwir’, a respontas Fionn. ‘Abaoe m’eo marv Magneis, merc’h Garad Glin-Du, n’eus mui ganin a bried. Ha piv a gouskfe mat ha c’hwek hep pried ? Sede perak on savet ken abred, Oisín’.
‘Ha ret dit chom hep pried, pa fell dit kaout unan ?’ eme Oisín.
‘N’eus ket ur plac’h nag ur vaouez en enezenn c’hlas Iwerzhon na c’hellfemp ket degas dit, dre gaer pe dre heg, m’he dije enaouet tan da lagad’.
Neuze e komzas Diorraing.
‘Anaout a ran unan a vefe ur pried mat evidout’.
‘Piv ’ta ?’ eme Fionn.
‘Gráinne, merc’h Cormac mab Conn ar C’hant Kad’, a respontas Diorraing. ‘Ar plac’h ar c’hoantañ he neuz, ar flourañ he c’homz, e-touez holl verc’hed an douar’.
‘Dre da zorn, Diorraing’, eme Fionn, ‘pell zo ez eus brezel etrezon ha Cormac. Fall ha dizereat evelato e ve dezhañ dinac’h ouzhin va goulenn. Ho kas a rin eta ho-taou d’e gaout, da c’houlenn e verc’h da bried din. Gwell eo ganin e vefe respontet nann deoc’h eget din-me’.
‘Mont a raimp’, eme Oisín. »
Ouzhpenn bezañ barzh, skrivagner e voe hon Roparz un troour eus ar re akuitañ. Tre evel ma oa ivez Per Denez (lennit Edgar Allan Poe troet gantañ… un drugar, un teuzer…). Evel zo perlezennoù a droidigezhioù o tont ingal hiziv gant tud barrek. Rak treiñ zo ur vicher, pe da vihanañ zo un dro lipet da gaout. N’eus ket keit-se em eus desket e oa bremañ eus tud hag a ra gant ur yezh « re vat » ! Boulc’hurun, evel m’en divije bannet ma c’hamarad kozh Martial, boulc’hurun ! Bremañ e rebecher da droidigezhioù zo bezañ diwar ur yezh re vat ! Met piv eo ar frioù-mic’hi-se !
Troidigezhioù kaer zo, reoù all kalz nebeutoc’h. Siwazh…
« Anzav a rankan e kavan plijadur o lenn hag o treiñ skridoù kozh ar Gelted, dre ma tiskouezont din bezañ espar ha souezhus, ha pell-bras diouzh va frederennoù pemdeziek »
Re wir geriennoù Roparz… Re brizius e droidigezhioù…
Herve Bihan
Levrlennadur
Ronan Huon, Ar marvailh poblek hag an danevell a-vremañ, Roazhon 2, 1977.
Pevar Skourr ar mabinogi – Troidigezh diwar skrid al Levr Gwenn – Kentskrid ha notennoù gant Fañch Eliès Abeozen – Adembannadur reizhet, Preder, 1980.
Ar Mabinogion, lakaet e brezhoneg gant Fañch Elies-Abeozen, Mouladurioù Hor Yezh, 1991.
Danevelloù iwerzhonek, lakaet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Hor Yezh, 1992.
Imram Mael-Duin pé Merdeadur bag Mael-Duin hag e oé bet tri blé ha seih miz é ridek ar er Mor Bras, Molladen saùet get Dihunamb, Én Oriant, ér Gémenet-Héboé, 1912. [troet gant Loeiz Herrieu hag Iwan an Diberder]
Guéladen Tondal, Molladenneu Dihunamb, En Oriant, 1932 [troet gant Yann-Vari Heneu hag Iwan an Diberder]
Roparz Hemon, Al Lennegezh Keltiek kozh ha Ni, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, 1972, pp. 234-236. [Gwalarn, Nevezamzer 1928]




