Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 88 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 88 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 88 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 88 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (23)

Ramzed. Kaoured. Ramzed ha kaoured kounnaret. Andon hon lennegezh vodern. Hepte ne vije bet netra, seurt. E vije bet ur gouelec’h hep liv na tousmac’h. Dreist-holl ur gouelec’h hep tamm goanag, hep tamm prenestr war an amzer dazont. Ya, ur gouelec’h… Gaonac’h. Ha tavet hon gweledigezh da vat…

Hag ur gounnar, Salver, unan n’eo ket tavet c’hoazh ha na davo biken… Kounnar ha doñjer a-enep un traoma dinac’het : hini ar brezel kentañ lakaet da vras gant ar bolitikourien, gant ar reoù a oar manipuliñ an istor.

Ha souezhet e vêr o welet penaos zo savet un Abeozen da zislonkañ e zoñjer abalamour d’ar brezel daonet-se ? Ret e oa kaout kalon evit sevel skridoù diwar-benn an darvoudoù ambrouget gant e soñjoù… sec’h met gwirion, trist met leun a spi en amzer dazont… Siwazh, ne voe ket an hini diwezhañ, pell a vezañ.

Ret e oa kaout kalon en personel evit distreiñ war gwall zegouezhioù bevet gantañ, ha ret e oa kaout kalon lennegel evit leurenniñ kemend-all a euzhajoù… « Ober a ra gant ur frazennadur strizh, ur stil diglink, ur stumm eeun, en abeg d’an danvez (ne voueter ket hunvreoù kaer gant ar brezelioù…) hag en abeg d’e stummadur klasel, ivez », eme Gwendal Denez en e skrid kinnig da zanevelloù « Dremm an Ankoù »

« N’emañ ket Elies (Abeozen) er brezel evit difenn ar C’hornôg, evit stourm ouzh ar varbared, evit dougen bri d’e Rejimant pe c’hoazh evit trec’h ar Sevenadur pe ar Gwir… Aze emañ evit ober e ‘labour soudard’, ha buan e veiz eo ret dezhañ, da gentañ, stourm evit chom bev pa verzh n’en deus ket tañvaet c’hoazh plijadurioù ar vuhez », emezañ c’hoazh.

Poltred un den kaset d’an talbenn, divizet gantañ seveniñ e zever, seveniñ n’eo ket ar penaoz nag ar perag met ar pezh a oa bet ordrenet, ma mui na maez. Poltred un den hag a zesko kalz diwar kement-se e ranker sevel a-enep… Mont a-enep an drailh, pe gentoc’h a-enep gwikefre an drailh…

Un « etrebroadel » eus an dud gwasket gant ar brezel zo. Ur wezhig bennak e c’hoarvez, evel pa vefe ur burzhud (a lârfe ar person en e gador-brezeg). I-Mari, ma I-Mari, a gonte evel-se : « C’hoarvezet ganimp en goudor hon fozioù en em gavout tost da fozioù an Alamanted, a oa bet dimp evel ma oant dezhe a bep eil, hervez e vije lañs pe dilañs ganimp pe gante. Ur c’houlz a baouez en emgann. Da gentañ an eskemmoù entre an daou du a oa just ur ger pe daou betek mont da frazennoù, pe seblant frazennoù. Staliet un doare fiziañs entre an daou du. Kanaouennoù ivez, eskemm sigaretennoù… n’int ket ken dañjerus ha greunadennoù… Just a-raok ar c’houlz ma rankfomp en em lazhañ adarre. An Alamanted-se, eveldomp, n’o deus ket goulennet mont d’ar brezel. Eveldomp o deus kuiatet tad ha mamm, gwragez, bugale… »

Ha dreist-holl geriennoù diwezhañ ma I-Mari : « Pegen droch ha direzon eo ar brezel ! Bezañ e rankfomp gortoz c’hoazh evit kaout ar peoc’h entre ar pobloù… ».

Abeozen ne soñje ket nebeutoc’h, hag e bluenn skrivagner zo bet evel un aotenn lemm, an daou-du dezhi lemmet mat : lemel tarch ar brezel eus e vuhez personnel, hag ivez komz en anv ar miliadoù ha miliadoù a broletaerien kaset d’an drailh hep goût perak. Ya, kalz zo bet lazhet, muntret a vefe reishoc’h lâret, hep n’o dije komprenet seurt en degouezh. Soñjit er Vretoned bet fuzuilhet dre ma respontent « ya » evel ma responte « ja » an Alamanted. Ur vro, ur yezh…

Goût a rae mat hon Abeozen e oa bet, abaoe faezhadenn (hini piv ?) 1870, ur prientiñ d’an drailh a dlee dont dre ret. Soublañ pennaennoù an deskadurezh er skolioù : e-lec’h deskiñ ar vugale da zigeriñ gant o mousc’hoarzhoù hag o c’hoarzhoù dic’hardennet d’an amzer dazont plaen ha denel, o deus prientet ar vugale d’ar brezel, o deus stummet o speredoù da vezañ soudarded da zont ar Republik veñjourez. Ha grit ar gont eus ar c’hezeg badezet « Alza » pe « Loren » en menajoù ar vro just a-raok gwengolo 1914.

Hon Abeozen a ouie kement-mañ, pe da vihanañ e teskas kement-mañ buan. Dont a reas en-dro merket, e kounnar, ya e kounnar. N’eo ket souezh e juntras gant paotred all yaouankoc’h, a-boanik. Ramzed ivez. Mont en tu all d’ar gounnar, ha d’ar glac’har a oa stourm ha krouiñ. Met an daou zo liammet.

Reoù all n’o devo ket ar memes chañs da zistreiñ d’ar gêr, evel Yann-Bêr Kalloc’h. Unan a gompreno diwar e goust pegen euzhus eo ar brezel.

Ar brezelioù a zistruj ar c’hig, met dreist pep tra ar brezel a zistruj ar speredoù.

Elevez ar skrivagner, douget gant e stil « diglink » a ro nerzh d’an danevelliñ :

« Antronoz, e Rochebies, Erwan hag e geneiled a zo tennet er-maez eus ar c’harrdi m’o deus kousket ennañ gant trouz sonerezh er straed. Laz-seniñ ar rejimant eo, o c’hoari dirak arched Posteg, douget d’ar vered :

Mourir pour la patrie,

C’est le sort le plus beau,

Le plus digne d’envie…

Ar ganenn-veur vrabañser-se, a zo gwall heñvel ouzh latin ar barzh Horatius a skampas ken skañv diouzh emgann Philippi en ur deurel e skoed war vaez-ar-stourm.

Ur vorenn rec’hus a zo stignet etre daoulagad Erwan ha sklêrijenn heol klouar ar goañv…

« Fellet en deus dezho », eme ur soudard kozh, « drouklazhañ unan bennak ac’hanomp betek ar vunutenn ziwezhañ. Sed amañ c’hoazh ur paourkaezh ma vo skrivet war e groaz prenn : Marv evit ar Vro ! » a skrive an Abeozen diwar-benn darvoudoù an ehan-brezel da vat. Lazhañ betek penn evit krouiñ « merzherien » ar vro betek penn. Un euzhaj all…

Herve Bihan

Levrlennadur

Gwendal Denez, Fañch Eliès-Abeozen (1896-1963) : sa vie, son œuvre, Tezenn, Roazhon 2, 1988.

Gwendal Denez, Rakskrid in Abeozen, Dremm an Ankoù, Danevelloù, Al Liamm, 2014, pp. 7-14.

Ernst Jünger, Orages d’acier, Christian Bourgois Editeur, 1970 (embannadur orin alamanek en 1961).

Henri Barbusse, Le Feu, J’ai lu, Flammarion, 1957 (priz Goncourt 1916).

Roland Dorgelès, Les croix de bois, Albin Michel, 1919.

Abeozen, Dremm an Ankoù, Skridoù Breizh, Brest, 1942.

Abeozen, Dremm an Ankoù, Danevelloù, Al Liamm, 2014.

Yann Lagadec (embanner), Les Monuments aux morts et la mémoire de la Grande Guerre en Bretagne (1914-2024), Annales de Bretagne et des pays de l’Ouest, Tome 132, Mars 2025, Numéro 1, PUR.

Gwendal Denez (embanner), Mémoire et trauma de la Grande Guerre – Bretagne, Catalogne, Corse, Euskadi, Occitanie, TIR, 2010.

I-Mari Bihan (1892-1980), Eñvorennoù brezel 1914-1918, Dielloù ar familhoù Bihan & Korr.

Le Studio - Agence de création graphique et web