Barzhonegoù. Romantoù. C’hoariva. Danevelloù. Sed aze geriennoù, en mesk reoù all, anavezet da envel bravigoù, perlezennoù pe teñzorioù hon lennegezh. Kement barzhoneg, romant, pezh-c’hoari pe danevell n’int ket bravigoù avat ! Ret eo didoueziañ, ret eo dilenn anezhe. Ret eo o lenn hag o blazata, o c’haret ha reiñ lec’h dezhe en hon empennoù hag en hon speredoù marnaoniet. Betek o lakaat en kreiz hon c’halonoù.
Meur a hini a blij dimp, meur a hini a garomp, evit abeg pe abeg. Skridoù hag a gas ur gomz digor dimp, hag a zigor ur weledigezh en tu all d’un dremmwel re latarek alies. Skridoù hag a ro dimp da c’hoût petra eo spered ar vro, hon spered, hag a c’hall bezañ kar da speredoù all er bed. Ur weledigezh o vont pell-pell en despet d’hon doan rak an dianav. « An dianav a rog ac’hanon » eme enskrivadur brudet ti ar paotr Tomaz Dobrée (1810-1895) en Naoned…
En touesk skridoù Abeozen zo unan am eus lakaet en ur c’horn brav eus ma c’halon, pell zo. Ur skrid leun a deneridigezh, a garantez, a hiraezh ivez. Marteze un hiraezh pozitivel mard on aotreet da skrivañ kement ! Tud zo a lavar eo ur skrid evit ar vugale. Ya, sur, ha sur-mat. Met ur skrid hag ac’h a en tu-hont d’ar rummadoù renket brav. Stummet evel un danevell na vije ket bet dinac’het gant ur c’honter en korn meur a oaled. Ha n’eo ket hon Ronan heg en dije lâret ar c’hontrol, hon Ronan bet e embanner !
« Bisousig kazh an tevenn », gant an incipit-mañ : « Hag amañ bremañ e stag Eñvorennoù Bisousig Kazh Du an Aistinoù, ganet e kalatrez ispisiri Katarin ar Gall, e nec’h ar Ru Nevez, e Landivizio, hag aet da vevañ e vuhez-kazh da di Môn Senant ha Saig Porc’hell, e tevenn an Aistinoù, en arvor Ploueskad. »
Bisousig, ar c’hazh du, zo muioc’h evit se, bezañ eo un dudenn lakaet da zen gant Abeozen : emañ o vevañ e vuhez-kazh, gwir eo, met ivez ul lodenn vat eus buhez Mon ha Saig, hep ankouaat Bailhenn, ar vuoc’h. Nemet eo eñ an hini a gomz, hag a lavar esoñj, diouzh ar pezh a wel, a glev. Gant sebez, gant fent, gant poell : an tri ger a ra personelezh hon Bisousig !
« Met an dud n’int ket habask eveldomp-ni, kizhier. C’hoant o deus bepred da dapout Pask a-raok Nedeleg hag e tlefent gouzout, peogwir e kred dezho bezañ speredekoc’h egedomp-ni, e teu pep tra d’e boent hag ez eo ret d’ar goañv bezañ kriz evit ma vo un hañvezh tomm hag un eost kaer. »
Hag hon Abeozen, evel naturalour akuit ha lemm, en devoa gwelet mat petra oa doareoù ar c’hizhier : « Ur peskig liv-gwer a oa dirazon. Reudet oa gant ar marv ur pennad oa. C’hwesa a ris anezhañ ur pennadig, e dreiñ hag e zistreiñ, hag, a-benn ar fin, e stagis gant ar penn. Atav eo gant ar penn e kroger da zebriñ ar pesked, evel an holl loened a baker. Diskiant e ve ober a-hend-all. Ur wezh m’hoc’h eus klevet eskern ar penn o vruzunañ etre ho javedoù, n’eus mui riskl ebet ez afe kuit ho preizh. »
Kuzul mat !
Hag hon Bisousig a oa unan eus an arvor, un arvoriad gwir, dindann bluenn hon Abeozen : « Un tamm lipous eo ar par gwrac’h, lipousoc’h kalz eget an touilhed a vez foetet din alies gant ar beketaerien chifretez. Anzav a rankan em eus, a-hed ar wezh, kavet gwelloc’h blaz gant ur peskig eget gant ul logodenn. Ha pa vez foetet dirazoc’h, bev-buhezek c’hoazh, ez eo ken plijadurus e lazhañ eget ned eo ober he stal d’ul logodenn. Nemet ar pesked ne wic’hont ket. Mut int, a leverer. Padal, klevet em eus gwrac’hed bras ha pezhiadoù silioù-mor o roc’hal pa vezont tennet war ar sec’h. »
Hag al lodenn eus an eñvorennoù a blij din ar muiañ, evel deoc’h-c’hwi moarvat, eo abadenn ar gwin-peñse. Ar gwin-peñse, gopr pasianted Arvoriz a-hed ar c’horc’hwezh, bras, bihan, o wallgas al lestroù karget a varrikennadoù gwin ! Ret oa ober buan ha mont hebiou finesa ar valtouterien.
« Hag e tostaas an dud gant listriaj a-bep seurt. Ar barazhioù zoken a oa diskennet en aod da resev gwin e-lec’h dienn. Nemet, e feson, ne zivere ket fonnus a-walc’h ar gwin hag e stagas mouezhioù da glemm. Erru oa an noz ha n’o doa c’hoazh bet berad ebet eus ar gwin.
– Mat ! eme Jampi Gervoa, a zeue ken propik ar galleg gantañ pa veze tommet d’e benn, lakait ar varrikenn war he revr. Me zo o vont d’he didalañ deoc’h hag ez aio buanoc’h an traoù.
Diouzhtu e voe gwintet ar varrikenn ha Jampi en e sav warni o tarc’haouiñ taolioù botoù gant e holl nerzh. Souden e voe klevet ur strakadenn. Tal ar varrikenn a vankas dindanañ hag, a-raok m’en doe bet amzer da ober ul lamm a-gostez war an traezh, ez oa Jampi er gwin betek e zivskoaz. »
Ur vuhez a-stroll. Taolennet brav gant Abeozen. Bisousig evel tredeog, hanterour an dravoudoù sellet oute gant e zaoulagad kazh. Kazh du, roue an Aistinoù, en tu Ploueskad.
Met an aergelc’h zo o vont da bounnerat buan rak trouz brezel zo. Bepred ar brezel daonet. N’eo ket ar brzel bras, na oa ket bras nemet un drailh e oa, met an eil hag a vo drastusoc’h c’hoazh : pulluc’hañ, flastrañ…
Buhez Bisousig taolennet gant hon Abeozen zo hini ur gevredigezh o vont da glozañ, evel ma oa bet unan all klozet en 1918. 1914-1918 a oa ar brezel o klozañ an XIXvet kantved, 1939-1945 a vo namm ar c’hantved goude…
« Savet brezel etre an dud. Dalc’hmat e vez meneg ganto a vrezel en un tu bennak. Met en dro-mañ, evit doare, eo kroget tostoc’h ouzhimp. Tennet eo bet bag Lan war an tevenn ha n’emaomp krog nemet e deizioù kentañ miz Gwengolo.
Kuit eo aet ar baotred yaouank hag ar wazed e barr o nerzh ha deut warnomp ur c’hoañvezh kriz ha hir. Tremen am eus graet ar mizioù du o vorediñ en un toullig goudor er bern kolo. Pa gousker e santer nebeutoc’h e reer kof moan.
(…)
Hag un deiz em eus gwelet o tegouezhout war an tevenn ur strollad gwazed, gwisket e gwer-louet, gant heuzoù ponner ouzh o zreid, armoù ouzh o skoaz. Paotred terrupl a oa anezho, melen o blev peurvuiañ. »
Eñvorennoù Bisousig zo evel fotoioù graet d’ur c’houlz resis a-hed e vuhez dezhañ. Dre ret emañ keverdigezh Mab-den warne. Ur gevredigezh kaste ha degaset gant an darvoudoù. Evit bremañ eo aet Bisousig, met sur on e chom e skeud war api ur wrac’h bennak stlapet dezhañ gant ur pesketaer yaouank. Sur on e tiwall al logod a-raok treuziñ an tevenn e tre daou di, ha pa vefent aet da diez-hañv…
Herve Bihan
Levrlennadur
Abeozen, Bisousig kazh an tevenn, Al Liamm, Niverenn 45, Gouhere-Eost 1954, pp. 13-47.
Abeozen, Bisousig kazh an tevenn, Al Liamm Tir Na n-Óg, 1954.
Abeozen, Bisousig kazh an tevenn, tresadennoù gant Tudual Huon, an Here, 1987.
Fañch Elies-Abeozen, Ur brezel diot -Deizlevr gwengolo 1939-mezheven 1940, Preder, Kaier 50, Eost 1963.
Ronan Huon, Ar marvailh poblek hag an danevell a-vremañ, labour skol-veur, Roazhon 2, 1977.




