Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 90 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 90 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 90 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 90 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (25)

« Pa oa c’hoazh ur bugelig lostennek, hag en e amzer ne vezed ket bragezet ken abred ha bremañ, e felle dezhañ mont e-unan da glask ar bank bihan da lakaat dindan troad e vamm evit ma rofe houmañ dezhañ da zenañ. Ne vezed ket dizonet ken prim kennebeut, rak krediñ ’rae ar mammoù n’o doa ket a riskl da zougen ur bugel all keit ha m’edont o vagañ. Marteze eo bet gwir kement-se pa n’oa ket c’hoazh sivilizet an dud, met bremañ, evit doare, n’eo ket ken hag e c’heller war un dro bezañ magerez ha dougerez. War wellaat e teu bepred gouenn mabden. »

Linennoù kentañ diwar-benn Jampi vihan deuet er bed tu bennak en Leon ar maezioù. Linennoù kentañ ivez diwar-benn stad ar merc’hed en deroù an ugentved kantved er memes Leon vinniget. Ha ne vefemp ket souezhet e oa heñvel en Treger pe Gernev ken binniget all…

Deroù un hir a birc’hirinded taolennet gant Abeozen, hon Abeozen, test aketus ha teneraet ur gevredigezh a oa o tec’hel buanoc’h evit avel brim an aod, buanoc’h evit traezh etre bizied hon dorn.

Un danevell lañset dimp evel ul linenn-dec’h en taolenn foeltret ha gwastet ur gevredigezh o vont da glozañ dizamant. Abeozen a ouie re vat penaos danevelliñ zo derc’hel ur vemor, ur vemor dimp da vont war-raok. Keuz ? O nann, avat. Nemet e oa un direteriñ re brim evit lod tud. Testeni. Nerzh al lennegezh, nerzh hon lennegezh, nerzh ar vemor, nerzh hon memor.

« Bezañ pennek, avat, a zo lod ar re yac’h e pep doare koulz hag hini an diskianted, met ar pezh a lakae ur samm war galon mamm Jampi a oa gwelout he mab tuet en un doare iskis da lonkañ soñjoù. A-greiz barbilhat ganeoc’h e leze ur goulenn direspont. Seblantout a rae aet, pell diouzhoc’h, d’ur bed all ha komz a vouezh izel, rak fiñval a rae e vuzelloù, evel evitañ e-unan, ouzh tud a wele-eñ, met na welec’h ket c’hwi. »

Ur Jampi a oa en darempred gant ur bed all. Ur bed kenstur. Ar re o deus darempredet pe bevet ar gevredigezh kozh a oar ivez penaos e oa tud evel-se. Kalzik. Tud foll, tud sot, tud mat da sparlañ ? Nann, avat. Tud degemeret ha degemeret ar gevredigezh. Tud hag o devoa o c’hizidigezh, o gweledigezh, o zeneridigezh, tud a ranker kuzhat en dez a herie. Pebezh mezh evit hon c’hevredigezh. N’int ket dereat en ur gevredigezh en he farfeted, ken lufr, ken kaer, ken sivilizet evel ma skriv Abeozen.

Soñj am eus eus ma mignon kozh Sion Ceredig, plommer anezhañ, er bloavezhioù 1970-1980, eus Penparcau, tost da Aberystwyth, hag a ginnige din « mynd i wrando ar y ceffylau yn canu yn y coed » « mont da selaou ar c’hezeg o kanañ er gwez » ! Unan hag en devoa ankouaet cheñch kantved ! Pe c’hoazh Maiann du-mañ o tibunañ dizehan pan gerzhe a-hed hag a-dreuz en gardennoù Planiel an aod, pell-pell zo : « Doue a-raok ha me war-lerc’h / Doue ganin ha me gantañ / Doue en neñv ha Diaoul en ifernioù / Ar reoù dall ’pign deus e gernioù / Ar reoù sod ’pign deus e skouarnioù ! ». Ma c’henderv Yann-Erwan a oar welloc’h !

Ha drouk e oant ? Ne oant ket evel-just. Me gav din e welent ar pezh na welomp ket ni. Ober vad a raent. Jampi a oa dioute. Goulc’han, hon Goulc’han a oar se, ha kalz gwelloc’h evidomp.

Hon Jampi a oa en darempred gant an daou ved, hon hini ha hini « e vignoned all », e vignoned na vezent ket gwelet gant ar re all. Tener eo skrid Abeozen, morse ur ger drouk, bepred ur bomm karantezus, evel pa vije bet ar Jampi unan eus e familh, unan en e spered, unan en e galon.

A-walc’h lenn an diviz etre Jampi hag e vamm, marv, er bez, en dibenn an danevell, evit gwelet petore denelezh zo er skrid turgnet tremen kaer gant Abeozen. N’eus na goap, na rebech, na c’hwervoni. Just ur c’hoant da rentañ reizh trivliadennoù hon Jampi, zo unan ac’hanomp, ne vern petore barn hon defe.

« C’hwi zo e bro an Anaon, ar bed-se kemmesket gant hon hini. Re vat zoken ec’h ouzon kement-se peogwir ned on morse deut lark a-walc’h en hemañ evit distagañ krenn a-walc’h diouzh hennezh. »

Pe c’hoazh : « Vad a rit din, mamm. Setu ma kavan ur ster d’am buhez digevannez. »

Ha me gav din eo skouerius, kaer ha lipet respont ar vamm, en he bez :

« En deiz m’out aet kuit diouzh ar paour-kaezh palc’h-hont hep ur ger kunujennus nag un dorn oc’h ober zoken un azvan da skeiñ, en deiz-se eo, va mab, ec’h eus gounezet ar gwir da gompren. »

Din-me, geriennoù frealzus ar vamm eo ar geriennoù pouezusañ er skrid. Ne oa ket eus ar fed pardoniñ, nann, re bell emañ ar verb-se diouzh spered Jampi, diouzh spered e vamm. Nann, kemer red ar vuhez ha mont war-raok ha pa vefe ur vuhez gwall donket, gwall drailhet da zont.

« Antronoz veure e kavas ar c’hloc’her korf reudet Jampi Rognant en e c’hourvez war bez e vamm. Ar medisin a lâras e oa bet seizet e galon gant yenijenn an nozvezh-se. »

Danevelloù Abeozen zo danevelloù hag a seblant tristidik, leun a hiraezh, pell diouzh ar c’hoarzh, pell diouzh ar mousc’hoarzh zoken. Moarvat, moarvat. Met, gurun, an danevelloù-se zo oberennoù arzel evel m’eo dleet. Abeozen en devoa gouvezet re vat en pelec’h emañ ar Gwalarn. Hon Gwalarn. N’eus nemet ur ger-stur, lenn hag adlenn en tu-hont d’hon gwalc’h, en tu-hont d’hon sec’hed, en tu-hont d’hon c’hounnar.

Herve Bihan

Levrlennadur

Abeozen, Pirc’hirin Kala-Goañv, in Pirc’hirin Kala-Goañv, Al Liamm, 1969, pp. 11-23.

Goulc’han Kervella, Lara, Al Liamm, 1989 & 2002.

Le Studio - Agence de création graphique et web