AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (26)
Lenn hag adlenn. Diaes eo chom hep ober : skridoù a blij dimp, a blij dimp a-hed ar wezh, skridoù nevez pe nevez dizoloet ganimp. Astenn an dorn en korn ur stalenn ha sachañ ul levr, ul levrig, tanav-tanav a-wezhioù. Levraouegoù klenk. Levraouegoù diglenk ma vev ar skridoù o buhez hervez froudenn al lenner, hep poell en urzh lakaet… lakaet ? Pep hini en deus e zigarez dezhañ e-unan da gas avanturioù en-mesk e levrioù. Lezel e lod gant an degouezh, met ni a oar re vat penaos e ren hon spered hag hon freder war dibab an dorn hag a zo en o astenn…
Bezet a vezo, kaout an doare-se da vont hep klask, hep goût, a ziskouez hon eus ul lennegezh puilh hag a-live. Lod, gouerouzien, a lâro n’eo ket gwir… Puilh a-walc’h ? Morse ne vo. Ha bêmp soñj, hep Gwalarn ne rajemp ket gant ar ger « lennegezh » zoken. Gant ar ger « lizheradur », d’ar gwellañ, ha c’hoazh. Skrivañ brezhoneg n’eo ket a-walc’h evit dozviñ un oberenn bennaket. Ni holl a oar kement-mañ re vat. Roparz, hon Roparz, en devoa displeget se tremen sklaer.
Evel just e vo gouerouzien all – nemet ar memes reoù e vefent ? – evit pismigañ ar yezh : sellit pegen reut ha direizh eo ar yezh (ma !), sellit pegen fall eo ar brezhoneg (adma !), sellit pegen null eo (aezetoc’h komz evel-se !), hag all, hag all. Met, tribledie, boulc’hurun, ret eo sellet ouzh an trivliadennoù eztaolet, ar c’halonoù dispaket, ar goanag en amzer dazont… hep ankouaat ar gounnar, ar gloazadennoù diziverkus !
Ingal e taper krog en ul levr bennaket, hep teurel pled ouzh e stumm, e c’holo, e vent, e ditl. Ingal e kaver perlezennoù da zistanañ hon speredoù. Da zistanañ hon enkrez, hon anken. Met ivez da welet sklaeroc’h hon soñjoù en ur melezour skedus. An ezhomm zo aze, ret eo dimp lonkañ ha terriñ naon ar c’hantvedoù. Un naon hon eus dalc’het e-pad re bell evit na savfe ket ar varzhoniezh salverez evidomp. Trugarez da Vaodez, hon Maodez, e varzhoneg Peuznoz zo lod eus ar respont, ur respont n’hon eus ket bet c’hoazh penn-da-benn koulskoude…
« Du war c’hlas melen
War an oabl goullo
Neuz an teir saprenn.
Taolioù barr-livañ
Ouzh an oabl tener
Gant liw du Sina.
N’eus fiñv gant an aer.
Hogen er skeltred
Un evn a glever.
Hag en oabloù gwer
’Us d’an teir saprenn
E lugern Gwener. »
Pe c’hoazh hag adarre, ar brageriz, ken pennek en hon speredoù, ken bammus evit hon c’halonoù, ken turgnet kaer ma rankomp kodianañ dindan veli an arzh kaerañ : An erc’h war an enezeg, gant hon Maodez ivez, anat deoc’h.
« Hag-eñ eo diskennet en noz,
Elerc’h gwenn-kann an hanternoz,
Hag e kouskont er mor, morzet,
Pleget o fenn dindan o fluñv.
N’eo ket elerc’h, an erc’h
A zo kouezhet askellek en enezeg.
N’eus en aber met rec’hier
A huñvre kuñv dindan o fluñv. »
N’haller ket paouez a lenn, a zistagañ ar gwerzennoù-se. Arz Maodez, arz ar barzh, arz an imrammer, arz mestr ar gerioù, mestr ar skeudennoù. Taolennoù livet a lak hon c’halonoù da c’hounit war ar pelloù, ar mor, an douar, ar vuhez, an amzer…
Elerc’h e oant, pe ne oant ket. Elerc’h kar da reoù William Butler Yeats ? Marteze e oant ar memes reoù, zoken. Bet o tremen a-us da zouaroù, da diriadoù tost ha pell, dre oabloù an diskaramzer, reoù ar gouañv… Un dra zo sur ha serten, elerc’h Maodez ha William (Gwilherm mar karit) zo merkoù en hon lennegezhioù. Evel ma oa an alarc’h tramor dispaket gant hon Hersart, kalz a-raok. Met hennezh zo diouzh un danevelliñ all.
Gwilherm en devoa kanet elerc’h gouez en Coole. Ur barzhoneg bamus, siwazh ma zroidigezh zo pell a rentañ an arz-se :
« Ar gwez zo en o c’hoantiz diskaramzer
Gwenodennoù ar c’hoad zo sec’h
En serr-noz miz Here an dour
Zo melezour an oabl sioul
War an dourioù o lipat ar vein
Ez eus nav alarc’h ha hanter-kant.
An naontekvet diskaramzer a zeu warnon
Abaoe ar wezh ma ris ar gont
O gwelet a ris, a-raok echuiñ
O pignat trumm a-gevret
Hag oc’h en em strewiñ en ur ober kelc’hioù torret
War o eskell trouzus.
Sellet em boa ouzh ar grouadurien lugernus-se,
Ha bremañ emañ ma c’halon er glac’har.
Pep tra zo cheñchet abaoe, o selaou er serr-noz,
Er wezh kentañ war an aod-se,
O selaou bimbalaoñ o eskell a-us ma fenn,
E valeen skañvikoc’h.
Bepred diskuizh, koublad ha koublad,
E roeñvent er yenijenn
Er froudoù degemerus pe bignat en aer,
O c’halonoù n’int ket aet kozh
An angerzh pe ar gounid, ne vern o c’hantreadennoù,
Zo gante bepred.
Met bremañ e stlejont war an dourioù sioul,
Kevrinus, kaer,
En mesk petore broen e savint o neizh,
Pe ouzh lenn pe poull
O kas plijadur da selloù tud all pan dihunin
Ha gwelet int nijet kuit ? »
Ha ne lâront ket ar memes tra, hon Maodez hag hon Gwilherm ? Ha pa vije eus reoù Maodez pluennoù erc’h, en gwirionez… An amzer o vont… Aner…
Un touseg n’eo ket un alarc’h… Ha koulskoude ec’h adkaver ar memes spered, ar memes sioulder gant Tousegi Jakez Riou. Hon Jakez e oa bet re verr e amzer eus an tu-mañ evit gallout sevel kalz barzhonegoù. Hini An Tousegi en devo lezet ul louc’h don ha heverk a-walc’h. Ya, an tousegi n’int ket elerc’h, met o c’han a ro boued d’hon ijin, d’hon c’hoant da chom en darempred gant an Natur. Ha da soñjal en amzer o tremen. Loened lakaet da vrav ha loened lakaet da vil…
« Goude an arnev, an tousegi
a gan en arselin,
a gan, pa vez o noziñ,
ar c’han a blij din.
E glebor ar geotoù,
o c’han zo hiraezhus,
e sioulded an nozioù,
an nozioù kenedus.
An tousegi, war lez an hent,
a gan o hiraezh,
hag hunvreoù dianavez
en noz, en nozioù sklent.
E deltoni al leton,
e kan an tousegi ;
e kanont, pa vez o noziñ,
’vel ma kan va c’halon. »
Elerc’h, tousegi, dour, ha da heul hiraezh, amzer, douar, ni… Geriennoù da sikour termeniñ ar santimantoù a zalc’h hon lennegezh. Sede, ul lennegezh en darempred gant ar bed, gant al lennegezhioù all. Un darempred diglosek alies mat.
Sede en tu all d’ul lennegezh diglosek eo hon lennegezh. Evel displeget brav gant ma mignoned Erwan ha Gwendal hon lennegezh ne c’hall ket bezañ unan eus an trobarzh (periferi mard eo gwell ganeoc’h). Levezonet, hon Roparz ne lâre mann ebet all. Met, gurun ar c’hurunoù, ul lennegezh gounezet he emrenerezh ganti ha pa seblant kopiañ ! Ul lennegezh kreiz eo hon lennegezh : ul lennegezh savet ganimp, evidomp hag evit kemer plas en Republik bed al lennegezhioù, he dije distaget Pascale Casanova, aet kuit re abred diouzhimp.
Ur gedez zo en hon lennegezh : hini Koulizh… Ur gedez da wariañ ar skridoù, da verat ar geriennoù ha d’o basañ, da c’henel naon al lenn hag an dibunañ. Evel en e Ganaouenn evit dibenn an amzerioù ma c’houlenn skor gant hon Jakez ha gant Paskal gozh :
« …rebar d’ar morsprenn e-barzh genoù ar marjodeg
par d’e c’hwedadenn euver a zsakorer da blaou ar gornaoueg
rebar d’an touseg a gan en arselin e hiraezh d’an ifern
d’an touseg kalon wak spered heuz a gav er ruzañ e walc’h pa vez o noziñ
evel klav an distruj kleze ar milour lazhour e vanniel uc’h mellchouk ar galen uc’h poulkil nep boud bev
evel ar gad ar soudard yud ar bleiz youc’h ar brezel gwa nep mao niñv nep maouez
evel an Ankoù penn karnel o silañ e pleg ho skouarn noz Kala-goañv
ned eo ket neb a fring
a zebr an harinked
evel roll an diaouled e-barzh an agripa bet skoachet dindan ho koubenner
a glask en aner ho spes dazlenn a-bouez e selloù likorn ha dislugern
a gleiz da zehoù a zibenn da zeroù
e-kreiz an eurioù ne vezo ket dizoloet ganeoc’h takad an daspren… »
Ur skouer gaer a zigloserezh diabarzh. N’eo ket un afer hon-unan, tamm ebet. Un afer sachañ kelorniadoù barrleun a vommoù lennegel bet evit krouiñ ul lennegezh a-ziouzhtu… Un doare da buñsañ hon memor lennegel, kent Gwalarn pe get.
Ur gedez er Gwalarn.
Herve Bihan
Levrlennadur
Koulizh Kedez, Kanaouenn evit dibenn an amazerioù, an treizher, 2025.
[Paskal] Kerenveyer, Ar farvel göapaër / Le bouffon moqueur, traduit et présenté par Ronan Calvez, CRBC, Brest, 2005.Jakez Riou, Barzhonegoù, Hor Yezh, 1993.
The Collected Poems of William Butler Yeats, MacMillan, 1933, 1950 & 1978.
Maodez Glanndour, Komzoù bev, Al Liamm, 1985.
Pascale Casanova, La République mondiale des Lettres, Éditions du Seuil, Paris, 1999 & 2008.
Jon Casenave, Gwendal Denis & Erwan Hupel, Les nouveaux chemins de la littérature : repenser l’analyse des littératures en langues minorisées, Tir, Roazhon, 2020.




