AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (27) Alarc’h tramor Teodor Hersart. Elerc’h an enezeg Maodez. Elerc’h An Cúil Gwilherm. Elerc’h Kouc’houlin hag Emer Roparz :
« An elerc’h gouez o tremen dreist an tevenn
A ra din soñjal en ur vojenn gozh
A gonter en Iwerzhon, un danevell
A erez hag a enkrez, hogen ivez
Un istor a garantez don ha c’hwerv.
Teir c’halon faezhet, siwazh, hag i trec’h
Da viroù lemm ha ganas an tonkadur. »
Gwir eo emañ an elerc’h en-dro da vojennerezh Kouc’houlin (Cúchulainn ar ouezelegourien, evel reizh), « Hon aergi, hor C’houc’houlin taer ». An haroz, ar brezelour, penn ar mojennoù, diazez memor uhelañ Iwerzhoniz.
« Va fobl.
Va zud.
(…)
Bemdez ’m eus evito
Labouret-start hep damant ouzh va foan.
Faezhet em eus er gawlarn hag er biz.
Er gevred hag er mervent tro-ha-tro
Brini ar c’hoabr ha naered ar wallamzer.
Ramzed ar c’hazarc’h war o mirc’hed du,
Ha sorserezed hakr e pleg ar gwent ;
Euzhviled am eus breset gant va zroad,
Ha teuzet spesoù tanav gant va sell ;
Ha graet e meur a vrezel kurioù marzh.
Fiziañs o devez ennon, ha bepred
Galvet e vin d’o difenn ken na gouezhin.
Rak me a zo Kouc’houlin, kadour meur… »
Komzoù taer ha politikel, mar gellan lâret, a-berzh Kouc’houlin hon Roparz. Komzoù Kouc’houlin goude bezañ lazhet e vab. Ar mab en devoa bet gant Aife, he unmab dezhi, he mab nemetañ. Lazhet diwar ur bre na vije ket bet dinac’het gant klaselourien ar c’hoariva gresian kozh. Lazhet hep goût e oa e vab. Derc’hel e c’hlac’har bras warnañ.
« Ret din klozañ
Bremañ va glac’har den e skrin va c’haouded.
Leñvañ zo gwan, ha tevel a zo gwell.
Ahont e krimp an heol gant bri an oabl ;
Ar beure yaouank ’vel va mab zo marv,
Ha marv e goskor skañv ; an devezh krin
A ziroll bec’h e drevell hag e breder.
Heol, desk din derc’hel strizh da hent ar red. »
Dibab ebet, ret derc’hel hag an hent hag ar renk. Urzh ar vojenn, tonkad an haroz, arz ar barzh.
« Ha me, va-un emaon em peurbadelezh. »
En e varzhoneg all e kemer, Roparz, hon Roparz, hon barzh uhel, fin ha soutil, skeudenn an elerc’h diwar c’henoù Kouc’houlin, ar C’houc’houlin adarre, o talañ ouzh gwarizi vras Emer :
« Degaset em eus dit an elerc’h holl
A nije war al lenn ; ha skuizh on bet
O redek war o lerc’h betek kuzh-heol,
A-hed an traezh o pakañ hag o pakañ
An evned kaezh. Ne dalv ar c’hoari-se
Mann d’ur brezelour, Emer, bez’ ez eo
Diboell ar furañ maouez ; diboell ivez
Ar gwaz a bleg d’he froudenn. »
Roet an elerc’h da reoù all gant Emer gozh ha sede hi o kodianañ gant Kouc’houlin, aet e garantez pelloc’h, gant Fand yaouank :
« Eürus ar gour a c’hell, e-giz an heol,
Foraniñ gwrez e galon, parañ heñvel
War hounhont ha war hounnezh. Me avat
Ned on nemet ur vaouez eus an douar,
Douarel, â, pegen douarel ! Siwazh,
Ne garan den nemedout. »
« E enkrezioù dezhañ a ziavaez ar barzh, hogen ur skeudenn int ivez e stumm lavar e oar eñ lakaat ar pezh a bouez, emouez outo pe get, war galonoù e genseurted. Ar barzh, den e amzer, a ra danvez e oberennoù eus an enkrezioù a ren er geveredigezh a anavez. Oberennoù Roparz Hemon a daolenn deomp spered Gwalarn, kudennoù ar strollad bodet en-dro d’ar gelaouenn. » Eme Pierrette Kermoal. Ya, Roparz, ur barzh en e amzer, maget gant enkrez, gant kounnar ivez.
« Gant Gwalarn he deus hon lennegezh kemeret he lañs, aze emañ he andon. Pa sellomp-ni bremañ ouzh an obererezh-se, krouidigezh ul lennegezh vrezhonek uhel, e teu anat d’hon speredoù ster dispac’hel don hevelep embregerezh ramzel. » Emezi c’hoazh.
Geriennoù talvoudus, ret, evit kompren ster oberennoù Gwalarniz, ha da gentañ ster barzhoniezh Roparz Hemon. Gwalarniñ war-du ar gwalarn. Kemer uhelder ambrouget gant elerc’h Teodor, Maodez, Gwilherm, Roparz hag o breudeur… Dispac’hel…
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991.
Roparz Hemon, Gwarizi vras Emer in Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 57-87.
Roparz Hemon, Lazhadenn unmab Aife in Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 42-53.
Pierrette Kermoal, Eus Gwarizi vras Emer da vMari-Vorgan, studienn kinniget e sell da zegemerout graz an Drevouriezh, Kaier 91, Genver 1967, Preder, 59 p.
Pierre Kermoal, Roparz Hemon – Un ene tan, Preder, 2002, 238 p.




