Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 93 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 93 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 93 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 93 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (28)
Kenan Kongar. Unan all eus an « angry young men ». Daouzek vloaz e oa pan deuas Gwalarn er bed. Ur ramz. Evel Roparz Hemon, Fañch Elies-Abeozen, soursial ouzh al lennegezh ha produiñ anezhi, ne oa ket a-walc’h. Prederi. Prederi ar yezh. He rentañ gant he lorc’h d’ar brezhonegerezed ha d’ar vrezhonegerien. Studiañ ar yezh, dielfennañ gwikefre ar yezh, he mont-endro, he spered.

Gramadegiñ istor ur yezh deuet eus an « Dark Âges », ur yezh koshoc’h evit hon eñvorenn goshañ, koshoc’h evit eñvorenn goshañ pobl ar vrezhonegerien. Hon Roparz, hon Fañch hag hon C’henan o devoa gouestlet o buhez d’ar yezh. Ne oa ket ar yezh evit ar yezh. Nann avat. Evit an dud, bras pe munut, bourc’hizien pe blouizien, evit an dud a oar emañ o redek en o gwad. Evit an dud a oar hentiñ mogergleuzioù hag argaeennoù parkoù aret hag aret ar yezh, o yezh. O zri e oa dever dezhe studiañ ar yezh, dre ar brezhoneg, da reiñ benveg ha benveg. Hon C’henan a ouio profañ dimp ur pezh yezhadur. An hini kentañ en hon yezh pan eo hon yezh an danvez anezhañ. Soñjit’ta !

Evit ma fart e oa al levr-se al levr skiantel kentañ a welis hag a lennis, pan ne oan nemet ur fri-mic’hi, salokras. Maen gwenn a dlean da Genan Kongar ha da Frañsez Kervella, e zoubl madelezhus.

Met Frañsez yaouank deuet Kenan buan, a ouie eus an natur, natur an traoù, an natur en-dro dimp. Kement kleuz, kement maen stumm diordinal pe gant ul liv ken diordinal all, kement bann heol o lipat an daolenn-se, kement liv, kement loen, kement boud, an holl re-se zo en e varzhoniezh. Ur varzhoniezh gouestlet da ene ar vro. Ur wezh c’hoazh, ur vro da adkavout. Ur vro seder, ur peoc’h ene, ur sioulder spered. Un hunvre maget gant prederiadennoù ar pemdez, met ivez prederiadennoù an enklaskoù.

Lennit kentoc’h e Rakskrid, ma ro liv, trouz ha son, ha c’hwezh d’an hunvre-se, a-dreuz mein ar vro :

« Da sul, ouzh diribin ur c’hleuz bennak e weler a-wechoù mein o luc’hañ dindan bannoù an heol. Hag e teuont da vezañ tro-ha-tro, melen, glas, ha ruz, ha gwer, ha mouk, – Hag e skedont evel ma sked mil gouloù ouzh taol banvez ur roue, pe ar c’hregen e kev marzhus priñsezed ar mor, didizhus en tu-hont da gaelioù klerennet an Hanternoz.

Kemer a reont pep liv ha pep stumm, hag int o chom koulskoude hevelep main ouzh sklêrijenn wenn ar beure evel ouzh skleurioù ruz an abardaez. »

Klask a-raok adkavout. Diskuliañ e verkoù, merkoù ur bed o treiñ buanoc’h evit na ra an heol, en despet d’ar sevenadur, en despet d’ar prederiadennoù tarzhet en empenn an dud yaouank ken kounnaret… met ivez ken marnaoniet. Tizhout sederidigezh ar spered a-benn mestroniañ ar stourm. Heuliañ un hent, un hent diordinal d’an dud, met un hent ken pouezus evidomp-ni holl, brezhonegerezed ha brezhonegrien, hiziv.

Ur meizad a oa c’hoazh etre an tri-se : hini ar Pirc’hirin. Pirc’hirin Kala-Goañv an Abeozen, hini ar Mor gant hon Roparz hag ivez hini hon C’henan. Pirc’hirinañ, digarez d’en em gavout gantañ e-un. Digarez da lemel e soñjezennoù ha da gadarnaat e stourm pe e drevell bemdez. Un hir a hent :

« Pa ziskenn an heol da gribenn ar menez,

’N e ergerzh e klask al lec’hioù sioul ha sakr,

An nevedennoù e broioù berz an oabloù pell

’N e ene o tridal e oar ar pirc’hirin

Emañ’r pred da blegañ e benn, ha prederiañ.

Stou, ha tav, ha ped, gant morc’hed ha gant gred

Tra ma’n em led ar sioulded war ar bed…

(…)

Pirc’hirin, ez levenez ne c’hortozi den

Da zoareañ da vennozh e tan ur c’hoarzh hedro.

Pelec’h emañ an hent ? Diskouez dezho an hent.

Klev ar rummadoù kent. Skoaziet neuze da groaz.

Kred, pirc’hirin ha ged adarre ez levenez, pirc’hirin.

(…) »

Prederi ur stourm, prederi un amzer-dazont, prederi ur peoc’h ene dleet. Hon C’henan a oa ivez ur c’hizeller yezh. Me gav din e c’hall bezañ lakaet da orfebour, un orfebour meur. An hini a ouie benañ diamantoù bravañ hon barzhoniezh. Skrivañ a ran hon barzhoniezh, daoust dezhi bezañ bet savet gantañ. Met evidomp eo, ar prof kaerañ :

« Mont kuit. Garmoù sklintin ur c’han mezevellus. Mezeglen c’hlan evet e c’hwezhioù garv ar mor, war an traezh astennet dre’n abardaez glasvouk. Dasson morioù habask’n o hirnezh tregernek.

Mont kuit. War ar bili tonnoù o tilammat’vel mousc’hoarzhoù tener ar vorwreg lagad bliv. Badinell ar pellder hag hiboud ur sonenn beurbadus mouskanet dimp gant an itron gourizet glas.

Mont kuit. Rec’hell an aod hag ar vag war vrañskell. Ar pellderioù o sklaeriañ da zegemer mab-den. Garmoù an evned-mor mesket gant an arnev. Nevez-hañv ar spered hag ar galon. Hirnezh.

Mont kuit. Enkrezioù diniver o frailhañ ar galon. Ereoù diskoulmet ha bepred adskoulmet. Galvoù an dianav a nij en avel vor. Plijadur da vont ha da zistreiñ. Gerioù leun a gevrin : mont kuit. »

En e ugent vloaz pe se e oa. Yaouank, leun a spi. Dibenn « Mont kuit » a c’hallje bezañ un doare da skeudennaouiñ avanturioù Sizif ar C’hresianed kozh. Ya, tonkad ar stourmerien eo ober hag adober. Adsevel ar c’hleuzioù, adsevel kaeoù ar porzhioù, adsevel sederidigezh ur vuhez vrezhoneg c’hoantaet ruz.

Herve Bihan

Levrlennadur

Kenan Kongar, Barzhonegoù, Al Liamm, 1982.

Frañsez Kervella, Yezhadur bras ar brezhoneg, Skridoù Breizh, 1947 [adembannet meur a wezh gant Al Liamm]

Le Studio - Agence de création graphique et web