AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (29) « Dreist hiboud an avel e krenerezh an draonienn eo savet ar c’han, ha leuniet en deus an oabl e kostezioù ar Wern ha Rozmeleneg. Nijal en deus graet da ober tro dreist an dour, frizañ a-hed ar girzhier, ha neuze dont da skeiñ betek ennon-me.
Emaon amañ o c’hortoz n’ouzon dare pe zarvoud da lakaat un tammig lusk em faour kaezh buhez brevet.
Ha du-hont evelato e oa ur vouezh seder o kanañ ha levenez hag he hiraezh, ur c’hoant ha na c’hellje den he gwalc’hiñ.
‘Deuit ganin-me da gompezenn al Levenez.’
Ur vouezh sklintin ha don. Ur vouez maouez. An hañv a oa, ha dec’h en doa pep hini flouret e zaoulagad gant louzaouenn an tantad, tommet ouzh ar chlevezenn. Ha ne felle ket d’an noz diskenn daoust d’ul latarenn wenn da guzhat ouzhimp an oabl ha da lakaat pep trouz da vougañ, pe da dregern, hervez he falatazi diroll. Ne gleved ket ur vouezh. Karr ebet na storloke. Ur vilfid he doa kanet war ar bod, ha tavet, ha neuze ar sioulded gant he bizied mibin ha doa ledet he mantell war ar vro ha leuniet an oabloù gant he mouezh kalz kreñvoc’h eget mouezh ar bed en e bezh.
‘O ! mar goufec’h e teufec’h ’vit atav !’
Ar c’han-se en doa sklintinet neuze ha tarzhet a-dreuz al latar evel dre ur wask, ur frailh. Evel ma vije bet en un taol chel e-barzh an ec’honder gloanek-se. Difukañ a reas evel dour war c’horre ur glerenn skorn, leuniañ an draonienn, ha neuze mont da lipat an torgennoù, damanavezet a-dreuz ar vogidell, evel ramzed, o kreskiñ dre ma teu an amc’houloù. »
Jakez, ar Jakez Helias a lâre penaos barzhonegoù zo gant ur Jakez all, ar Jakez Riou, o dije gallet bezañ stummet evel danevelloù. Ar c’hontrol zo ivez, avat. Danevelloù zo zo ken barzhoniel, zo ken intret gant lusk ar gerioù, lusk an trivliadennoù, lusk ar soñjezennoù… hag o dije gallet bezañ bet barzhonegoù da batrom.
Barzhoniezh pe komz plaen, doareoù lennegezh en gourc’hemenn ar varzhed, ar skrivagnerien. Dezhe da c’hallout tizhout kalon ha spered o lennerien.
Kongar, hon C’hongar, a oa a-boan 25 bloaz pan vannas e zanevell « Gant blaz an avaloù ruz ». Kounnar, c’hoant lonkañ ar bed, c’hoant ivez disklêriañ ar garantez, ha n’eo ket o c’harantez dre ret, dre natur. Gwalarn : piv a c’hall en dez a herie empentañ da vat pegen nevez e oa. Karantez an evned bihan, ar bleunioù dispaket, ar mor glas, ar gwiskamantoù hengounel hag an dañsoù, karantez ar sistr hag ar c’hig-ha-farz. Ya, karantez ur gartenn-bost madelezhus tra ma tegas gwenneien d’ar brofitourien.
Nann, Gwalarniz o devoa kredet, se eo ar ger, kredet esteurel ar pezh a soñjent, ar pezh a vevent, ar pezh o lakae da drivliañ, ar pezh a lakaent en o soñjoù leun a c’hoanag… Gwalarniz o devoa lakaet ar yezh hag al lennegezh en penn araok o c’hredenn. Bevañ ha soñjal en o yezh.
Kongar zo bet skrivet meur a wezh e oa pinvidik e yezh. Re wir, re wir. Evel pa vije ur rebech avat. Padal en e skridoù kizellet, turgnet, n’eus ket ur ger a re. Me gav din eo unan eus ar reoù, en o mesk, hag o devoa graet al liamm etre barzhoniañ ha danevelliñ.
Ne baouezin ket a lenn hag a adlenn an danevell-se. N’eo ket peogwir e adkas da soñj din un dra am befe bevet. Nann, mar plij, peogwir eo gwirion an danevell ha leun a gizidigezh hag a zenelezh. Salokras, ur skrid evel « Gant blaz n avaloù ruz » zo ur skrid meur.
Hag evel ma skrivas Kongar, mar goufec’h e teufec’h evit atav….
Herve Bihan
Levrlennadur
Divi Kenan Kongar, Gant blaz an avalou ruz, Gwalarn niv. 98, Genver 1937, pp. 9-19.




