AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (30) « Ur from espar a grog en den douget a-hed div roudenn dir e sioulded ar beuznoz, pa n’eus ket c’hoazh a c’houleier, ha nikun en e gichen. From ha damspont. Skeudenn wirion an tonkadur, difonn ha prim, arvarus ha dibleg. Badet ar c’hleved gant taboulinadeg ar rodoù, teoget ar sell gant kornigelladeg ar maez, e teuz ar gwirvoud en hunvre, ha faltazi dic’hiz a vesk e prederennoù reizhek ar skiant. Bez’ ez intr ar spered neuze pep tra diwirheñvel evel ma ra er c’housked.
Aet da get meizad an amazer hag an ec’honder. Digor an ene da santadennoù link ha merzhadennoù tanav a vanfe kuzhet pa a vefe argaset raktal pa bar heol ar poell en e splannañ. Un alberz a baker neuze eus an darvoudoù o tont. Ha gouzout a raen d’an ampoent e vijent darvoudoù souezhus ha melkonius, ranngalonus din ha d’an dud a gejjen ganto dizale. », eme Beajour ar goañv, den gevell da Roparz Hemon.
Ar veaj, an den digenvez, pe en e-unan, o klask mont en tu all d’ar melezour, o klask mestroniañ e zont en e hunvreoù dezhañ e-unan. Ur stream of consciousness « red an emskiant » tost da galon un toullad skrivagnerien brezhoneg, evel hon Roparz, met ivez evel hon Ronan, un nevezer all. Hag un tamm a-raok gant James Joyce, en e oberenn Ulysses.
« Ne zisplije ket dezhañ kerzhout dindan ar glav evel-se, an dour o tiskenn bepred ken ingal eus aneñv e lakae da brederiañ muioc’h eget n’eus forzh peseurt amzer, da soñjal ha da chaokat soñjoù, ur broud e oa e gwirionez evit e spered. Degouezhet e oa en ur c’hroashent. Gortoz a reas war ar riblenn, e zaouarn sanket don e godelloù e vantell-c’hlav, un dakenn dour o tañsal ouzh beg e fri. Ar poliser a roas un taol c’hwitell, chom a reas ar c’hirri a-sav hag e treuzas ar ru. Tremen a reas dirak Albert Hall sinema, mantilli gwer ha disglavieroù lost-ha-lost dindan ar glav, habask evel ar glav e-unan. » (Un devezh glav).
Mont da heul e soñjoù. Ober implij eus ar pezh a c’hoarvez evit mont da heul e soñjoù. N’eo ket soñjoù ar skrivagner, nann, soñjoù an haroz pe an hini lakaet da gomz gant ar skrivagner.
« Glas-gwer e oa dremmoù an holl dud gant ar gouloù neon, heñvel ouzh hini Mumbles Road pa’z eer er-maez eus Sigleton Park, muzelloù ar merc’hed a oa limestra, euzhus, heñvel e oant holl ouzh tasmantoù. Kemer a reas e dasad te evit evañ, e zouarn a oa glas-gwer, e ivinoù iskis. Sevel a reas e benn, unan bennak o tont e-barzh. An nor a oa damzigor war buñs an noz : kornioù-boud a c’harme e bae Swansea, pelloc’h er mor e tañse kloc’h ur boe hag amañ ar glav a sune ar makadam. » (un devezh glav).
Un doare hag a roe digarez d’hon skrivagnerien da sevel taolennoù berr war ar vuhez pemdeziek en Breizh. Marteze muioc’h en kêr evit war ar maez.
Hon Roparz da gentañ, hag hon Ronan, goude, a dapo krog en taolennoù o livañ ar buhezioù nevez pe gozh en kêr. Hon Roparz a oa Brestad a-gozh. E ved e oa. Re wir eo, ha gant se e ouie mat ha mat-tre eus pimpatrom gwasker ar c’hêrioù. Taolenoù kaer a oa bet savet gant hon Meavenn ivez : hini ar merc’hed… Merc’hed Brest. Ar merc’hed en traou skeul ar gevredigezh. Teneridigezh hag arz lennegel da gempouezañ an droug ?
Taolennoù buhez. Tud ordinal ha koulskoude tud en kounnar, pe en karantez, pe c’hoazh o tevel kement ha gouzañv aezetoc’h gwask diremed o flanedenn. Taolennoù o reiñ ur gwirvoud all.
« Un darvoud fromus a verzhis ur wech c’hoazh o tont, e-giz un evn ramzel o troiata gorek war va zro. Hañvalout a rae din zoken spurmantiñ skeud e zivaskell o tremen e don ar melezour bras a-zioc’h ar siminal hag o spinañ lein ar mogerioù. Gant ar blanedenn, a seblante din, oan bet kaset betek an ti-se. Bremañ ez eñvoren penaos em boa kerzhet dre ar gêr dianav evel dre un hunvre, ur blenier diwelus dirazon. E gwir, n’em boa bet da c’houlenn va hent digant den. Tamm-ha-tamm e santen va fenn o pounneraat. En em astenn a ris. Menel a ris kousket. » (Beajour ar goañv).
« Un azginivelezh eo bet [Gwalarn] rak al lennegezh vrezhonek he deus kemmet ster ha doare adalek neuze, ur gwir vleuñvadeg oberennoù a zo bet roet lusk dezhi gant ur spered broadel start ouzh o diazezañ » (Ronan Huon, Al Liamm niverenn 20, 1950, p. 3).
Re wir geriennoù Ronan. Piv a c’hall muzuliañ ar reveulzi ma voe Gwalarn evidomp-ni. Bezañ eo bet ul lec’h a frankiz. Frankiz roet d’ar skrivagnerien da ezteurel o zrvliadennoù, da ezteurel o soñjoù ivez. Ha bezañ eo bet ul lec’h a frankiz da zegemer doareoù ul leengezh vodern.
Ret dimp lenn hag adlenn Gwalarn. N’eo ket evit Gwalarn e-unan, nann, evidomp ha gwelet pegen stag omp ouzh ar bed. Bed ar re vev…
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, War ribl an hent, Al Liamm, 1971.
Ronan Huon, Un devezh glav, Danevelloù, Al Liamm, 2007, pp. 25-28
Pajenn Wikipedia stream of consciousness : https://en.wikipedia.org/wiki/Stream_of_consciousness#:~:text=Stream%20of%20consciousness%20is%20a%20literary%20method%20of%20representing%20the,the%20Oxford%20Dictionary%20of%20Literary
Raymond Carver, Collected Stories, The Library of America, 2009.
Raymond Carver, Tais-toi, je t’en prie, Le Livre de Poche, 1987.
Raymond Carver, N’en faites pas une histoire, Points, 1994.
James Joyce, Ulysses, The Modern Library, 1992.
James Joyce, Ulysse, levrennoù I ha II, Folio, Gallimard, 1957.
Ronan Huon, Ar marvailh poblek hag an danevell a-vremañ, Labour skol-veur, Skol-Veur Roazhon 2, 1977.




