Talañ ouzh ar voger. Moger an dianav. Talañ ouzh un endro diaes. Moger an digompren.
Moarvat eo se tonkad ar barzh ? Un tonkad bevet evel-se gant hon Roparz, bepred. 1933. Ur bloavezh a-bouez en e oberenn hag en e obererezh. Bloavezh embann e dorkad prederiadenoù, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, hag ivez bloavezh donedigezh e varzhoneg brudet, Pirc’hirin ar Mor. Ya, met pennad diwezhañ al levr zo eus 1929, er bloaz ma krogas da labourat war e varzhoneg…
En kounnar e oa hon Roparz, marnaoniet ivez hag ivez unan pres bras warnañ. Mont war-raok prim hag efedus. Bannañ diazezoù al lennegezh vodern, al lennegezh dieubiñ, al lennegezh evidomp hon-unan. Pirc’hirin ar Mor a ranke dont, a ranke kas santidigezh, birvilh empenn ar barzh.
« Dre hentoù blin an hañv, ouzh troad ar run,
Da greiz an deiz e tizhad aod ar mor.
Nep den, nep bag, nep gwezenn tro-war-dro,
Netra ’met traezh ha dour ha bili ruz,
Ha skinoù glas ha trellus, digarantez,
An heol, o krapañ goustad tor an oabl. »
« Da gentañ penn ez eus anezhañ [ar barzh] un den hag a gred en em lezel da vont dizifenn dindan dalc’h e c’houlennoù donañ, e c’houlioù kuzhetañ, e erevent spouronusañ. », eme Magali. Gant gwir abeg, hag evit hon Roparz e oa gwiroc’h c’hoazh, moarvat. 1929 : en e oad bugel e oa c’hoazh Gwalarn.
« En ul lec’h divoutin emañ enta ar varzhoniezh, en ul lec’h dianav, difetis ha dizanv, etre an dezerzh, ma vezer bepred en arvar, dindan bec’h ar gloaz hag an ankouazh, hag an templ, ma sav ennañ diouganoù an dasorc’h hag ar vuhez. » diouzh pozioù gwirion Iwan.
Goulennoù donañ, goulioù ken don all, erevent en deun an ene, gloaz, ankounac’h etre dezerzh ha templ. Fonnder an trivliadennoù.
« Perak ? evit tudigoù baour,
Mevelien, kouerien, pleget don o zal
Gant bec’h trubuilhoù bihan, – na daolint ket
Ur sell ouzh gwad da dreid, na raint ket van
Ouzh ergerzh hir da spered kaezh, hep meizañ
Da anken na da boan, na rofent ket
Ur gwenneg, – gant ma oufent ! – ’vit da aberzh
Peurbadus, mantrus !
Ha ne welez ket
Ar bed o tañsal laouen en-dro dit ?
Ha tra ma ro d’an neb a gar, ’n ur c’hoari,
Ar brud, ar galloud hag ar binvidigezh,
E chomi seizet ez hunvreoù kozh,
Sebeliet en ur c’heler yen a geuz ?
Hag ar bloavezhioù drant o vont hebioù !
Ha teuz an Ankoù ponner war da lerc’h ! »
Gwerzennoù hag a hañval bannañ trivliadennoù a zic’hoanag ? N’eus aze nemet ur wirionez : ar varzhoniezh zo arz an den digenvez, ha gwashoc’h c’hoazh hini ar varzhoniezh er stourm. Un toullad bloavezhioù a-raok en devoa kemeret Bleimor da skouer, « Ul labour savet en deñvalijenn, e-pad ar brezel evit an darn vrasañ, pa n’en doa ket ar barzh kalz a spi da gaout lennerien. (…) Setu labour Bleimor, a skrive hep gouzout ha plijout a raje d’unan bennak, evitañ e-unan, dre ma oa re leun e galon, dre ma ret dezhañ skrivañ… ». Ha ne oa ket kement-se stad ene hon Roparz ?
« Petra’ra dit ar vro-se ? Mor ha koad
A gavi forzh pelec’h. An dud ? Dre holl
Ez eus tud vat ha fall. Da gerent ? Siwazh.
Gouzout a rez o deus evit da labour
Goaperezh ha dismegañs ha kasoni.
Ha sed ez out un estren ’barzh da vro ! »
C’hwervoni pe spiswelerezh ? Kement hini zo bet o stourm en deus ranket stourm ouzh e re nes a-raok pep tra… Stourm ha stourm. Skrivañ ha skrivañ.
Hon Roparz a ouie e oa e skridoù da gaout buhez kalz war-lerc’h e vije aet e gorf da ludu. Pompadoù un interamant ne dalvezont tamm talvoudegezh an hir sell war an amzer dazont. Magañ hon c’hounnar gant gwerzennoù ar barzh, magañ hon hunvreoù gant e hunvreoù, magañ hon speredoù gant dalc’husted e ene. Aet Bleimor, gwir. Manet e varzhoniezh, e varzhoniezh eoriet en strad e ene gloazet. Aet hon Roparz. Manet e varzhoniezh etre « dezerzh ha templ » evidomp da brederiañ ha da vagañ trivliadennoù a aparchant dimp, ha dimp nemetken. Hon Bleimor hag hon Roparz, o-daou, bet o « sevel gant gerioù, un ti a drivliadennoù evit [o] ene[où]. »
« O pirc’hirin !
Me ’glev da c’hoarzh o strinkañ dre’z ezeved,
O ruilhañ ’vel ar c’hurun dre ar c’hoabr,
Pa vez an tir braouac’het en e buch,
Hag en e druilhoù luc’hed, sed an heol
O fennañ bannoù glan war dal un doue ! »
Hag evit echuiñ gant e varzhoneg hir e ro dimp hon Roparz linennoù en stumm ur skrid-bez « An hini / Hag a lakaas em c’hreiz un ene tan, / A roas din ar galloud taer da vougañ / Al lorc’h didrec’hus ’dan un dremmad sioul. »
Un nerzh roet d’e weledigezh, un nerzh roet dimp e lennerien a hiziv. Lenn hag adlenn.
Bremañ, avat, gouestlad gant ar brezhoneg e-pad hanter-kant vloaz, eme unan bennak, bet kelenner en ur skol-veur kornôgel. Ya, frankiz zo da soñjal ar pezh a garer. Met fourrañ hon Roparz en ur voest ken enk ha ken trenk, tamolodet en avi druz. Ret eo kaout kasoni en e geñver. Ur gasoni gwiriet diouzh un toullad tud, avat.
Met, c’hoant am eus da sevel ar goulenn, ya ar goulenn nemetañ, rak n’eus nemet unan : piv en dez a herie zo gouestlad n’eo ket gant ar brezhoneg met gant ar galleg ? Aes eo, re aes tamall hon Roparz ha teurel ar berniad uhel a baper duet gantañ e-pad ouzhpenn hanterkant vloaz d’an traou, d’al lastez. Re aes, lâret e oa leun a fazioù yezh, a fazioù soñjal ivez. Hag e oa. Re aes gervel lez-varn an istor. Vae vistis…
Met, piv a gredo lâret en deus graet gwelloc’h evitañ ? Ken mat zoken ? Duañ paper gant skridoù digoc’henn leun a vennozhioù emañ an denelezh war api o mabañ ? Sede, piv ar gouestlad gwirion ? Sede, piv zo estren en e vro eta ?
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Pirc’hirin ar Mor ha barzonegou all, Gwalarn, niv. 55, Mezeven 1933.
Roparz Hemon, Pirc’hirin ar Mor, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 10-21.
Roparz Hemon, Pirc’hirin ar Mor gant mouezh Loeiz Gwilhamot ha sonerezh Youenn Manchec, Aber, CD, 2009.
Roparz Hemon, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972. [embannadur kentañ en 1933]
Roparz Hemon, Barzhoniezh, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 80-89.
Pierrette Kermoal, Roparz Hemon un ene tan, Preder, 2002.
Per Denez, Hent hor barzhoniezh, in Barzhaz 1350-1953, Al Liamm – Tir-na-N-Óg, 1953, pp. 7-16.
Magali Baron, Kentskrid, in Iwan Couée, En Ty an Archeteclin, Al Liamm, 2025, pp. 9-17.
Iwan Couée, Ur ger bennak e-ser an Archeteklin, in Iwan Couée, En Ty an Archeteclin, Al Liamm, 2025, pp. 19-22.
Fañch Morvannou, Gouestlad gant ar brezhoneg epad 50 vloaz, Planedenn, niv. 23, 1985, pp. 24-47.




