Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 97 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 97 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 97 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 97 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (32)
Digeriñ d’ar bed. Digeriñ ar bed. Ober eus al lennegezh ur benveg a frankiz. Ober eus al lennegezh ur benveg da vont gant an amzer-dazont. Ober eus al lennegezh un arm stourm ouzh an amzer. An amzer hag a lonk ar vemor, ar sevenadurioù, an amzer hag a zistro ar gwirvoud war-du an hunvreoù.

An amzer zo d’ar skrivagnerien koulskoude, an amzer marlonkus. Stourm ouzh an amzer, arm re efedus an ankounac’h. An ankounac’h zo diremed. Rivier, stêr, aven an amzer a oar charreat gouelezennoù hon istor dirak riblerien otus ha diseblant, pe aliesoc’h riblerien-enebourien. Bezañ hon eus da zifenn hon aviskoazhennoù, ar pezh a ra zo ac’hanomp.

Digeriñ d’ar bed. Goulenn digant ar bed dont ganimp. Dont d’hon c’haout, evel ma lârer du-mañ. Dindan sin ar varzhoniezh, hini ar c’hoariva, hini ar skrivañ ha pa vefe evit bezañ taolet war ul leurenn bennaket.

Sede, hon Roparz hag e vignoned o devoa taolet o rouedoù war un arm ouzhpenn, hini an treiñ. Treiñ ! Soñjit’ta. Betek-henn e troed eus ar gwenedeg d’al leoneg, pe se ! Ya, Gwened zo ur bed, Leon ivez, kemend-all, ha broioù dispar. Met alkent (koulskoude, emezomp !) ne oa ket se treiñ, trañslatiñ didrouz eus ur rannyezh (a ranker doujañ anat deoc’h) d’un all evel ma saved katekizoù war ar memes patrom. Salokras, da belec’h e oamp o vont evel-se ? A c’hourc’hemenn eskob da c’hourc’hemenn eskob ? Marteze e oa un dra vat evit moullerezhioù zo, ne lâran ket (dispariset holl en dez a herie !). Met, boulc’hurun ar boulc’hurunoù, da betra ?

Divergonted kounnaret Gwalarn a gave dezhe e oa an trañslatiñ un afer all. Un afer sirius, daoust d’o mousc’hoarzh re skedus evit lod. Mont en penn all ar bed ha merkañ perzhioù ul lennegezh a vanke, ne oa ket dezhe, met dimp. Eus an trañlatiñ d’an treiñ.

Lakaat oberennoù lenngel all ar bed en brezhoneg. Ret e oa soñjal en se, ret e oa krediñ. Ya, penaos e c’haller soñjal e c’hall ar brezhoneg derc’hel oberennoù n’int ket bet savet drezañ ? Klaoustre ? Moarvat, met sur a-walc’h, a-raok pep tra ur c’hoant da lonkañ ar bed, da rannañ heñvel. Gwalarniz n’o devoa graet nemet un dra simpl : diskouez e c’halle ar brezhoneg, ur yezh peizanted, plouked, devoted daoulin dirak o beleien hag o mistri, bezañ gouest da ezteurel kizidigezh, gweledigezh, amzer-dazont… Elfennoù eus Republik al Lennegezh evel elfennoù all.

Hep Gwalarn ne gredfemp ket soñjal en hon yezh, ne gredfemp ket kas hon hunvreoù pelloc’h.

Treiñ barzhoniezh, c’hoariva… elfennoù zo ken personnel d’ur skrivagner en e yezh, en e sevenadur. Ya, met treiñ zo ivez lakaat perc’henniezh war bedoù nevez, dianav… ha ken tost.

Hep troidigezhioù evel hini hon Roparz, Diwar Omar C’hayyam, e vefe un tamm mat paouroc’h n’eo ket hon lennegezh, met hon c’homprenezon eus Republik Lennegezh ar Bed – trugarez hag anoudegezh vat da Bascale Casanova…

« Sell er Reter ! Emholc’her ar stered

A vann e las, hag un deiz c’hoazh a sked.

Pe hent, goude bale, deiz tremenet,

Ez i gant Stêr an Amzer ?… N’ouzer ket.

Ne ouzer tamm. Er beure flamm, ha me

O vont er-maez, pounner pouez va reze,

Eme ur vouezh : ‘Pep buhez zo esgoar,

Latar, ar var, ha latar adarre. »

Hed an amzer, kantvedoù ha kantvedoù, hed ar sevenadurioù zo fetis entre oberenn an Omar ha troidigezh ar Roparz. Troidigezh ? Diwar, emezañ. Strukturet gant an enklotennoù, enklotennoù ken perzhiek en hon lennegezh. Neuze, barzhoniezh Roparz pe barzhoniezh Omar ?

Hep Omar n’hon devije ket eus an nerzh-se, eus ar weledigezh-se. Hep Roparz n’hon devioje ket eus ar memes nerzh, eus ar memes gweledigezh. Ni, brezhonegerien a herie, eo ul lamm en ur bed all (ha n’eo ket ar bed all !). Ur bed leun a sonerezh eus ur reter ken tost gant modoù ken tost… Bed rebed Rebeka, marteze…

« Ne ouzon-me. Te a oar marteze,

O vout ganet er Bed, petore dle

Oa war va skoaz ? perak oas oc’h astenn

Da zorn, goulenn gwir-antren an ene ? »

Goulenn gwir-antren an ene… Alc’hwez ur varzhoniezh a-us d’an amzer, a-us d’ar sevenadurioù, a-us d’an egor.

« An ene noazh, d’ar c’hentañ paz sklaset

War an treuzoù er gouloù badaouet,

En estrenvan, paour, gwan ha distrantell,

Paeañ an dell, hep diell siellet ? »

Meur a hini zo bet o lâret e oa an droidigezh-se unan eus pennoberennoù hon Roparz. Ya, gwir ha re wir. En tu-hont d’ar gerioù, d’ar gwerzennoù e weler dirakomp santadurioù, trivliadenoù ur barzh, hon barzh. N’eus mann da lâret ouzhpenn ar pezh a zistag sioul evel-se. Ar pezh zo skrivet gantañ zo dimp.

Un dra. Ya, un dra : Gwalarniz a oa skrivagnerien, bet o teskiñ ar vicher dre grediñ kouchañ war ar paper ar pezh a oa en o c’halonoù, evite. Bepred diwar ar memes linenn hollvedel hag a gaver ingal e kement lennegezh zo.

Hon C’hongar ne oa ket e-maez ar soñj-se, nann. Treiñ Yeats pe Pearse, pe Kipling, pe c’hoazh O’Flaherty a oa naturel, piaouiñ perlezennoù ul lennegezh all hag ober anezhe perlezennoù hon lennegezh..

« Leuniet on gant inizi diniver, ha meur a aod Danaat zo

Hag eno an amzer hon ankounac’hao sur a-walc’h, ha biken mui na zeuio ar c’hlac’har war hon tro ;

Buan pell diouzh ar roz hag al lili, ha distag diouzh ar skedoù e vijemp-ni,

Ha bezañ ni hepken laboused gwenn, muiañ karet, kaset, degaset gant eonenn ar mor. »

(W. B. Yeats, The white birds)

« Kaerder ar bed he deus va enkrezet,

Ar gened-mañ hag a dremeno ;

A-wechoù he deus krenet va c’halon gant ul levenez vras

O welout ur gwiñver lammus war ur wezenn,

Pe ur yarig-zour ruz war un droñjenn,

Pe konikled bihan war ar maezioù er pardaez-noz

(…)

Ha neuze va c’halon he deus lâret din :

Ar re-se a dremeno,

A dremeno hag a gemmo, a varvo ha na vint ken,

Ar re yaouank ha glas, ar re yaouank hag eürus.

Ha me zo aet gant va hent

Rec’het. »

(Pádraic H. Pearse, The Wayfarer)

Entre ar gwerzennoù liammet strizh gant an enklotennoù hag ar werzaouriezh dieub zo ur frankiz staliet da vat gant Gwalarniz. Ur frankiz savet gante evit derc’hel gant hon barzhoniezh, elfenn bouezus hon lennegezh. Nerzh ar strukturoù, nerzh ar weledigezh…

Herve Bihan

Levrlennadur

Riwanon Kervella, Stagadenn Gwalarn 1925-2025, An Alarc’h Embannadurioù, 2025.

Ar Marvailher Italiat – Pemp eus kontadennou Boccaccio tennet eus « An Dekamerone », Lakaet e brezoneg gant Alan Brenn, Gwalarn, 1931.

Boccace, Le Décaméron, Traduction par Jean Bourciez, Éditions Garnier Frères, Paris, 1967.

Aleksandr Blok, Ar plac’h dianav, pez-c’hoari e tri arvest lakaet e brezoneg gant Roparz Hemon, Gwalarn, 1929.

W. B. Yeats, « The white birds » « Al laboused gwenn », troet gant Frañsez Kervella, Stagadenn Gwalarn, 2025, p. 158.

Pádraic H. Pearse, « The Wayfarer » « An tremeniad », troet gant Frañsez Kervella, Stagadenn Gwalarn, 2025, p. 159.

Liam O’Flaherty, « Trapped » « Gwall dapet », troet gant Frañsez Kervella, Stagadenn Gwalarn, 2025, pp. 162-170.

A. O. Roberts, « Clous break » « Ar c’houmoul a dec’h » – studiadenn e gwenn ha du, troet diwar ar saozneg gant Roparz Hemon, Gwalarn, niv. 2, 1925, pp. 14-18. [skeudennaouet gant Kreston]

Nathaniel Hawthorne, Ar skarbouklenn vras pe burzhud ar Menezioù Gwenn, troet diwar ar saozneg gant Youenn Drezen, Gwalarn, niv. 1, 1925, pp. 6-7, niv. 3, 1925, pp. 26-29.

Roparz Hemon, « Diwar Omar C’hayyam », Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 127-141.

Pajenn Wikipedia Omar C’hayyam : https://fr.wikipedia.org/wiki/Omar_Khayyam

Le Studio - Agence de création graphique et web