AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (33) 1926 : emgav daou brederour, daou emsaver disklêriet ar c’hoariva brezhoneg. Tangi ha Roparz. Daou gomper en hed an hengoun hag an neventi diouzh un tu, en hed o selloù pizh war dazont al lennegezh. Gwalarniñ hag adwalarniñ, ha memes en despet d’an den. N’eo ket gwir Tangi ?
« Ne fell ket din lavarout petra e tle bezañ ur pezh mat. Kaer am befe klask, ne vefen ket gouest da ober. Pezhioù-c’hoari mat a zo, ha pezhioù-c’hoari fall. Netra ken. Ha sa sevel ur pezh mat e ranker bezañ donezonet-dreist, pe neuze bezañ lennet, ha gwelet, ha studiet pezhioù mat, ken na zeuer da heugiñ rak kement a zo fall hag izelbriz. »
Divarc’het hon Roparz pa rank komz eus c’hoariva, ar c’hoariva en oberenn Gwalarn. Divarc’het ? N’eo ket ket sur : kentoc’h klask goût petore stumm e c’hallfe bezañ ar c’hoariva nevez. Ya, petore stumm a ranke bezañ… Pelloc’h e lavar :
« 1. Da ginkladur a-dreñv, ur stign, glas-wenn, ma c’hallo kemer pep liv a vo skignet warnañ ar c’hleuzeurioù. Ha netra ouzhpenn. Ur gambr hoc’h eus ezhomm ? Degasit un daol ha div gador war al leur-c’hoari. Ur sal en ur palez ? Degasit peder skaoñ. Ur straed, ur c’hoad, ar mor, an aod, ul lanneg, kribenn ur menez ? Na zegasit netra. Ho stign a vo kement-se. Deoc’h da reiñ dezhañ gant gwerennoù livet al liv a zere gwellañ.
2. Gallout a c’hellit ivez ober gant meur a stign : unan glas, unan ruz, unan melen. Darn anezho a vo ispilhet a-dreñv, darn all a-raok. Hag e c’hellint bezañ savet ha gouzizet diouzh ret. N’hoc’h eus ket ezhomm evit pep arvest eus ar c’hoarilec’h en e bezh. A-wechoù ez eo mat c’hoari war ar rakleur nemetken. Dre sevel ha gouzizañ at stign, e c’hellot tremen eus an eil arvest d’egile buan-meurbet, hep an ehanoù-arvest, kasaus d’an arvesterien.
3. Mar fell deoc’h, koustet a gousto, kaout taolennoù livet, arabat deoc’h ankounac’haat ez eo graet ar c’hinkladur da ginklañ, ha n’eo ket da zrevezañ traoù ar bed. Un dachennad livet e du, evel ma lavar Yeats, hag a-us, un dachennad alaouret, a c’hell skeudenniñ an douar hag an oabl. E-lec’h tresañ ur wezenn, tresit an drolinenn hepken. Pezhioù zo, anzav a ran, a ranker c’hoari dirak ur gweledva gwirion. Hogen pezhioù all a zo, a ranker c’hoari dirak gweledva un hunvre. »
Ar stumm, met piv welloc’h evit hon Tangi evit displegañ petra ’oa arzh ar c’hoariva da vezañ. Ur c’hoariva pedagogel, ur c’hoariva da gelenn an dud, tud ar yezh just a-walc’h. Ha ne oa ket un darn eus programm dispac’hel Gwalarn ?
« Ar c’hoariva-se zo diaz kement ober yezhel evel benveg uhelañ a vountinaat hag a gelenn, dre m’eo al levr n’hon eus poan ebet e lenn pe ar gentel n’hon eus ket da skuizhañ ouzh he deskiñ, ar C’hoariva Breton an Dazont-se, a oa ret dimp kaout, e oamp o klask, e oa deoc’h e lakaat en e ziazezoù. Ya, ar c’hoariva-se e oa ret deoc’h e ziazezañ… »
Ledañ skiant ha pedagogiezh gant ur c’hoariva paour…
War-du ur c’hoariva paour evel ma vo lakaet da vennozh gant Jerzy Grotowski, kalz war-lerc’h. Ar c’hinklañ, marteze, met pal ar pezhioù zo en lec’h all.
Arz ar c’hoariva, un arz keflusket gant an efedusted, gant ar plijadur, met ivez gant ar sell war an amzer dazont.
Herve Bihan
Levrlennadur
Roparz Hemon, Arz ar c’hoariva, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972, pp. 179-187. [embannet da gentañ war Gwalarn, Goañv 1926, niv. 8, pp. 102-103]
Tanguy Malmanche, Introduction, in La Vie de Salaün qu’ils nommèrent Le Fou suivie du conte de l’Ame qui a faim, Librairie académique Perrin et Cie, 1926, pp. I-LXIV.
Jerzy Grotowski, Vers un théâtre pauvre, L’Âge d’Homme, 1983.




