Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 99 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)

Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 99 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)

Accueil » Actualités » Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 99 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)
Breton de Trévou – Hervé Le Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 99 : AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34)

AVEL HON LENNEGEZH O C’HWEZHAÑ (34) Kinniget d’am c’heneil kozh Herve Beg

Lenn hag adlenn oberennoù Gwalarn. An traoù kozh ne blijont ket d’ar re yaouank, eme ur c’hrennlavar bennaket, ha koulskoude o defe peadra da walc’hañ o naon. Da walc’hañ o c’hounnar ivez. Da walc’hañ o deskadurezh brezhoneg. Burzhud al lennegezh eo e c’haller lenn e-maez an amzer. An amzer n’eo ket enebour al lennegezh, e geveil eo.

N’eus ket eus ar geriennoù dispredet, diamzeret gant hon lennegezh, an hini a garomp, an hini a ra vad dimp. Er c’hontrol, al lennegezh-se hon lak en amzer hag e-maez an amzer war ar memes tro. Gwir enebour hon lennegezh eo an ankounac’h, an ankounac’h du. Ret dimp stourm evit ma ne vefe ket douaret hon lennegezh skedus dindan ur maen-bez dizanv, gant e wiskad kinvi, staliet en korn demerañ ur vered dirapar ha hakr, pell diouzh darempred Mab-Den, en ur vered n’eo morse bet renablet gant ar sevenadur ofisiel. Pell diouzh kartenn ec’hon Republik Lennegezh ar Bed. An tan hag ar birvilh zo en hon gerioù, en hon barzhoniezh, en hon romantoù, en hon danevelloù. An tan hag ar birvilh zo en hon c’hounnar. Morse, biken ne vo sioulaet hon c’hounnar. An tan zo dindan kaoter hon lennegezh, melezour kreizon hon c’hevredigezh vrezhoneg.
Er sul all, en Gwengamp vinniget, e oa bet ma c’heveil kozh Herve o tibunañ ur barzhoneg gant hon Roparz. Ur barzhoneg eus 1931. Ur barzhoneg hiraezhus ha teñval : Marvnad. Ur marvnad n’eo ket ur c’hlemmgan, ha pan vijent troet heñvel en galleg. Marvnad a gomz eus marv, a bed an Ankoù war-dro, hennezh ar sammer bras. Klemmgan zo ur meuliñ, ha pa vefe c’hwervoni ennañ.
Sede Marvnad hon Roparz zo ouzhpenn hiraezhus, melkonius.
Evit ma fart e vefen techet da grediñ eo ur barzhoneg o komz eus tonkad ur bobl gwallgaset gant ur gevredigezh lontrek. Santimant zo da gaout e komz hon Roparz diwar-benn tud ar maezioù o vont d’ar c’hêrioù, n’eo ket da gaout repu met da vont, asantus, a-enep o c’hoant hag o youl, dindan gwaskerezh ha ren didruez ar c’hevala bras… pe bihan, ne vern.
Eeun, re eeun a vo lâret din. Marteze on en gaou. Lakaomp. Ha ne vern. Me zo, koulskoude, eus ar remziad en devoa gwelet ar scenario-se o vont war-raok, diharz. Añjela Duval, hon Añjela, a vo test eus kement-mañ ivez, dibunet gant gwerzennoù leun a c’hwervoni spiswel. Trivliadennoù roget, bloñsadurioù ha goulioù digor ar vuhez.
Sede. Keuz d’ur vuhez bet. Hini piv avat ? Roparz a oar reiñ dimp ul lod eus e zonig-donañ, didroidell. Dizolo e ene, dizolo e drivliadennoù. Diwar-benn piv ? Ne vern, bis repetita placet. Diwar e benn eñ ? Diwar-benn ur mignon ? Diwar-benn e bobl ? Ne vern din ha ne vern deoc’h. Bezet a vezo unan en devoa anavezet ha darempredet, ha karet.
Sede, hon Roparz o komz eus unan anavezet gantañ bet o vevañ drama ar renkadoù doujus ha sentus staliet war ar maez ha rediet da vont pelloc’h da gaout un tonkad touellus ha drastus.

« Anavezet en deus ». Evel-se e krog kement poz, evel-se e vez dantet divweuz treut hon c’hlask kompren. Dantet da gaout poan vras, dantet betek ma teu gwad ruz ha du hon morc’hed, gwad skedus hon hunvreoù war goll.
Eizh kwezh, eizh kwezh « anavezet en deus ». Hon breudeur tramor en tu all d’an Havren a lavar e reer eus kement-se cymeriadau « kemeradoù ». Kemer lañs lugan ar werzenn gentañ da reiñ nerzh d’ar barzhoneg. Pebezh nerzh…
N’eus ket eus an navvet kemerad er poz diwezhañ. Hon Roparz a gloz trumm ur goanag warnañ e-unan, evel ma vez siellet ar maen-bez evit ur beurbadelezh gant simant ur vuhez trec’het en skeud ar wezenn sakr : « Da ugent vloaz / eo aet da vreinañ / e korn ur vered-parrez / dindan un ivinenn. »
Hon Roparz en devoa lezet merkoù en e varzhoneg, merkoù da lakaat hon ijin da gerzhet. Arouezelezh ur ger, arouezelezh ul lec’h. Arouezelezh un abadennig vuhez.
« Anavezet en deus, / – bourrusat amzer, – / Sul Fask war ar maezioù / gant pradoù marellet ha dour e-leizh o richanañ. »
Arouezelezh. Aergelc’h ivez. Bed al labour, el labouradegoù. Lec’h na vez ket goulennet ali ar vicherourien, pe ar micherourezed gwashoc’h c’hoazh. Bed ar gwaskañ, ar bed ma koller e wiskamant den. Stuc’hellat ha strivañ gant c’hwez ha mallozh. Klask chom bev : met se n’eo ket bevañ.
Repu ar porzhioù. Brest. Naoned. An Oriant. « Bouchoù tomm ha briataerezh lorbus ar riblerezed-noz » nepell diouzh « al listri du, hed-hed ar c’haeoù lous, gant siminalioù, kerdin o chourikat ha givri o leñvañ er mouestraj yen ».
Ar porzhioù zo dorojoù. Dorojoù n’emañ ket an alc’hwez anezhe gant pep hini ac’hanomp. Pe e tigoront hag e sav dremmwel pe dremmwel en o felloù, hag e sav ur goanag ec’hon ha laouen en ur vuhez ma c’haller mont gant e drivliadennoù, ma c’haller mont kuit didrouz a-gevret gant enor an istor. Pe e klozont, ken didrouz all, hag e pakont an nen gant e c’hoantoù en moged ur butun re zianav hag en c’hwezh bier ha fritadurioù an tavarnoù born, da heul unan eus harozed ur Mac Orlan bennaket. Sede petra eo termeniñ un hent-dall…
Ha petra eo pouez dremmoù kemmus an oabl, jobelinoù plac’hed ar vro o riboulat gant an avel, pe c’hoazh ar beajoù pell er morioù diamen dindan heol splann an douaroù a beoc’h e-skoaz an devezhioù glac’har, ar strivañ gant c’hwez ha mallozh ?
Dimp da zimeziñ hon goanag gant hon memor, adperc’hennañ hon istor. Leuskel hon c’hounnar da ambroug hon drivliadennoù a vrezhonegerien.

Herve Bihan

Levrlennadur
Roparz Hemon, Maronad, Gwalarn, Niv. 31, Mezeven 1931, pp. 10-11.
Roparz Hemon, Marvnad, Barzhonegoù, Al Liamm, 1991, pp. 28-30.
Pierre Mac Orlan, Ostizien Ar C’hi Melen Mat, troet gant Goulc’han Kervella, Aber, 2020.

Marvnad

Anavezet en deus,
en devezhioù laouen,
dremmoù kemmus an oabl,
kogus gwenn o c’hoari
gant an tir hag ar mor.

Anavezet en deus,

  • bourrusat amzer, –
    Sul Fask war ar maezioù
    gant pradoù marellet ha dour e-leizh o richanañ.

Anavezet en deus,
minc’hoarzh soutil
plac’hed e vro,
o jobelinoù glan
o riboulat en avel.

Anavezet en deus,
er morioù diamen,
an heol o splannañ
war douaroù a beoc’h,
e tor menezioù gwer
’vel treuzoù ar Baradoz.

Anavezet en deus,
en devezhioù glac’har,
dre an hentoù kleuz,
en anrodoù melen,
koloennoù strewet
gant avel kala-goañv.

Anavezet en deus,
er c’hêrioù bras,
al labouradegoù
ma stuc’hell ha ma striv
tolpadoù-tud,
gant c’hwez ha mallozh.

Anavezet en deus,
an nozvezhioù mezhus,
bouchoù tomm
ha briataerezh lorbus
ar riblerezed-noz.

Anavezet en deus,
al listri du,
hed-hed ar c’haeoù lous,
gant siminalioù,
kerdin o chourikat
ha givri o leñvañ
er mouestraj yen.

Da ugent vloaz
eo aet da vreinañ
e korn ur vered-parrez,
dindan un ivinenn.

Le Studio - Agence de création graphique et web