"Pennad kaoz e brezhoneg": c'hoari boulloù

La météo La météo
juin 13, 2025 - ven.
Trévou-Tréguignec, France
nuageux
24°C nuageux
Wind 5 m/s, E
Humidity 64%
Pressure 762.07 mmHg
Accueil » Actualités » “Pennad kaoz e brezhoneg”: c’hoari boulloù

Il y a quelque temps nous avions sollicité Gildas Moal, trévousien, ancien professeur des écoles en breton pour qu’il nous propose des articles en Breton … Cette semaine il nous conduit à la rencontre d’une joyeuse équipe d’anciens maraîchers de l’UCPT (Union des Coopératives de Paimpol et Tréguier) qui se retrouve tous les mardis au boulodrome couvert de Kroaz Brabant . « Pennad kaoz e brezhoneg ».

Bep meurzh e teuomp amañ da c’hoari boulloù » eme Christian. « Goañv pe hañv, amañ er gwasked eo brav dimp, bep meurzh, ingal ».

Evit ar blijadur da gentañ tout d’en em adkavout asambles er Stasioñ Arbarañ Legumajoù Bro-Dreger, ha bec’h d’ar mestr « an hini bihan », hag e brezhoneg mar plij ! « Hag ur banne gwin warlerc’h, rosé, kafe, teodoù o vont endro, ha c’hoarzhadegoù! »  Retretidi laouen o tont eus An Trevoù, Perwenan, Plougouskant, Priel, ar Minic’hi pe Perroz, Herve, Jean-Claude, Rémi, Pol, Christian, Alain, Michel, Christian,  Olivier hag all …, menajerien bet,  zo deuet da vezañ ur gwir skipailh mignoned. N’eus ket ken pell a-se e kasent  a bep seurt legumaj, brikoli , kaol-fleur, artichaod, brokoli, chalotez, onion, karotez, avaloù-douar, patatez prim, tomatez hag all e stasion an UCPT. Darn dioute evel Olivier, bet kuzulier merañ en Unvaniezh Kooperativoù Pempoul ha Landreger, o doa graet kalz da gas ar raktres ekonomikel-mañ a-benn. Ha setu-eñ, aet war e leve, deut mestr da blasiñ ar voull war tachenn boulisted Koaz Braban.

Plasiñ, c’hoari un tenn-pok, diskouez a reont holl ampartiz, aketusted, stumm ha stil dezhe da-vat, ha ne vije ket aes d’an holl dont a-benn eus ar re-se war an dachenn, me lâr deoc’h.

Gweltaz, miz mae 2023

Gerioù diaes: 

arbarañ:conditionnement

kuzulier merañ: administrateur

Dalc’hit soñj ! cours de breton sur Trévou, avec le Centre Culturel Sant Gwenole et Ti ar Vro, deux niveaux le jeudi à partir de 18:30

Le Studio - Agence de création graphique et web