En noz all oa bet tud er Ribines evit selaou GIREG KONAN eus Perroz. Eus kerreg, reier hag inizi hom aojoù oa kaoz. Un abadenn frommus an hini a voe; kregiñ a rejomp gant ar ganaouenn lijer-mañ:
Pep a votoù-koad nevez da verc’hed Tregigneg,
Da verc’hed Tregigneg,
Da vont da zougen bezhin da Enez Evezeg.
La direi lalonla direi la lonlei
La direi lalonla
Pep a votoù-lêr tano da verc’hed an Treoù, (An Trevoù)
A vo mat dê (dezhe) da bourmen na dre ar pave(z)où
La direi…
Studianennoù, kartennoù, dielloù a bep seurt a voe diskouezet deomp. Un abadenn frouezhus a ziskouez splann memestra penaos eo bet gallekaet kalz eus anv hor reier betek koll o zalvoudegezh hag o ster. Met ret vije deoc’h bezañ klevet !
Kentañ kaozeadenn d’ar meurzh 16 a viz kerdu adalek 6 eur noz: eskemm a refomp diwar-benn film Bastian Guillou « Gwallzarvoud an aotroù Fisel » . E sal an eskemmoù e Ti an Dud.
Prochaine causerie en breton: projection du film « l’accident de Monsieur Fisel » et débat. A la salle de convivialité de Ti an Dud, mardi 16 décembre dès 18 heures.
Photos du 25-11-2025 :







