Daoust ha dañjerusoc’h e vije an nukleel e brezhoneg eget e galleg ? N’ouzer ket jamez. Bepred en deus sachet Laurent Lintanf, ur paotr gouiziek-brav war ar skiantoù hag an ekonomiezh, un toullad brav a dud fur dimeurzh tremenet er Ribines gant ar gaozeadennoù.
Ne difenno ket ar choaz graet gant politikourien gall (hag ar prezidant en deus paket…) war an « holl-nukleel ». Ha dañjerus eo ? Ya, eme ar paotr Lannuon, a orin eus Plistin, en ur brezhoneg flour. Ha marc’had mat eo ? N’eo ket tamm ebet, en deus displeget deomp. Daoust hag-eñ zo moaien produiñ tredan mod all ? Ya, en deus ouzhpennet en ur ziskouez kromennoù, skeudennoù, grafikoù a geñverie dibaboù Bro-C’hall ouzh ar re kaset a-benn gant Bro-Alamagn abaoe dismantr Fukushima.
Un abardaevezh plijus. Eskemmoù doujus zo bet gant ar publik war an dazont evel-just, hag hom emzalc’hoù, petra a dalvezont pa nac’homp an tourioù-avel er mor da skwer…
N’eo ket achu an abadenn !
Gilads Moal


“Deut oa ur banerad kaer a bratikoù dimeurzh tremenet er “Ribines” da selaou Sylvain Rouz , dañser, kaner ha kañfard anezhañ. Brudet ar paotr goude e gourfenn lañsus e kampionnad Pouilhoù ha Kunujennoù Prad a voe aozet e 2002. ( Evit kaout un tañva:Youtube kampionad ar bed kunujennou ha pouilhou Prad 2002). Klevet meump un toullad brav eus ar re dru(z)añ gant un den ha ne oa ket bet “maget gant laezh e dad”, kap da lakaat pratikoù deuet niverus da c’hoarzhin koulz ha kemer ar gaoz dre kontadennoù berr pe da respont d’an div ganaouenn kaset a-benn gantañ. Ur veilhadeg!” (suite en Français)
Une belle brochette de bretonnants amoureux de réparties bien senties en breton, puis deux chants à répondre. La mayonnaise a pris au point que le public s’y est mis, et que la soirée « kaozeadennoù » organisée aux Ribines par Kêriadenn et BAA s’est transformée en veillée. Sylvain Le Roux le guerlesquinais, danseur, chanteur, conteur, “responteur” a su conquérir un public qui s’est pris au jeu.
Prochaine kaozeadenn: mardi 14 Janvier 2025 18:30 au café Les Ribines. Avec la participation de Laurent Lintanf « An Nukleel » , « le nucléaire est-elle la solution » ? (en breton).
Prenez note de l’après-midi “Histoire de Bretagne” organisée par Kêriadenn et la mairie de Trévou le dimanche 19 Janvier, sous la houlette de Jean-Jacques Monnier et Olivier Caillebotte (en français).



Sylvain Le Roux multi-finaliste du championnat du monde de Pouilhoù ha Kunujennoù aux « Ribines » en parlera en Breton mardi 17 décembre à 18h
SYLVAIN LE ROUX, à droite sur la photo, interviendra mardi 17 décembre 2024 à partir de 18:00 au café « Les Ribines » à TREVOU-TREGUIGNEC. Chanteur de Kan-ha-Diskan, il a formé des générations de jeunes chanteurs talentueux.
C’est en qualité de / Championnat d’insultes en breton qu’il viendra enseigner cet art subtil aux apprenants comme aux bretonnants confirmés du secteur. Une occasion rare. Plijadur a vo ! Organisation Les Ribines Kêriadenn Brezhonegerien an Aod




