
ROGASIONOÙ AR GARANTEZ
En deroù emañ ar varzhoniezh. En deroù hon galaksienn lennegel diamzerel emañ. Tremen bamet e vêr o lenn pe o klevet geriennoù, gwerzennoù o charreat gant aket hon c’hoantoù, hon drivliadennoù, pe memes un tamm spi en unan all, en un amzer a vo pe zo bet, un tamm nijadenn war-du pelloù un dremmwel na gredomp ket tostaat dezhañ, pe memes c’hoazh eñvor un dremm laouen hag a lak birvilh, strafuilh en hon c’halonoù tener.
A-dreuz an amzer, a-dreuz ar vemor, leurenniñ ha kounaat hon santimantoù gant gerioù, yezhoù, youc’hadennoù zo dimp pe da sevenadurioù all, evel steredennoù en oabl, evel bili plat o lammat hardizh war gorre an dour, ur wezh tavet an avel, ur wezh tavet tousmac’h ar bed. Embann hon c’harantez, embann hon fez en hini all, embann hon goanag er vuhez da dont.
Ha ne oa ket kement-mañ a oa en soñj trubuilhet an Ivoned Omnes, en bleuñv e yaouankiz, en bleuñv ruz-mouk e garantez ? Hennezh, ar paourkazeh, a oa rediet da vezañ studier, kloareg a vefe welloc’h lâret, en Pariz, war-dro 1350, pe se. Studier, kloareg ? Ma, adkopier dornskridoù, sur. Met, Salver, ma n’en divije ket bet ur gariadez anvet Orwen, n’en divije ket bet c’hoant da adkopiañ ar gwerzennoù karantezus zo deroù flimin ha lugernus hon lennegezh :
« An wên hewên am lawênas « An hini wenn mousc’hoarzhus am laouenas,
an hegarad an lagad glas an hini hegarat glas he lagad
…. …
mar am gwarant va c’harantidh ma asur din ma c’harantez
da vout en nos oc’h he c’hostidh da vezañ da noz ouzh he c’hostez,
wam garêt nêp prêt… » maouez karet, da bep amzer… »
Ya, ur pezh trugarez da Ivoned, hag un trugarekaad ken bras all da Orwen. Klaskit ar vaouez, eme lod lavaroù sevenadurioù zo…
Evel just zo klotennoù ispisial er barzhoneg-mañ, klotennoù da lakaat lusk, nerzh, from ha kement zo. Me se a vo displeget ur wezhig all, bêt seder !
Ha n’emaomp ket er memes ser ha gwerzennoù ar Roue Salaun, en e Ganenn ar C’hanennoù ?
« Ra boko din eus pokoù e c’henoù !
Rak da garantezoù zo gwelloc’h evit ar gwin.
Da barfumoù o deus ur c’hwezh-vat,
Da anv zo evel ur parfum skuilhet
Dre se o deus ar merc’hed yaouank da garet… »
Met gwareg an amzer ne lez ket ar geriennoù d’en em goll etre koumoul, heol dar… pe reveulzi, pe dismantroù ur vro, dismantroù ur gevredigezh. Honnezh zo ivez evel ur vannerez saezhoù pe biroù da derc’hel ha da verkañ ar pezh omp, ar pezh zo diouzhimp :
« Me’m eus ur vestrez ma mignon,
A lak levenez em c’halon ;
Un daoulagad zo en he fenn
Evel d’an dour en ur werenn.
Ha divjod ruz evel d’ar roz,
Me’gar kousket ganti en noz.
Ma dousig koant me a garje
Kousket ganeoc’h en ho kostez
(…) »
Hersart, hon C’hervarker, ne ouie ket e oa dastumet gantañ un neudenn all eus ar memes dilhad lennegel dispaket c’hwec’h kantved en a-raok gant hon Ivoned, en karantez ruz. Ha goût a ouie Ivoned e vije aet e garantez, evel-se, a-dreuz an amzer, a-dreuz an arz, a-dreuz hon deneridigezh, dimp holl ?
« Ha sec’hed am eus ha sec’hed a deu din
Ne onn pelec’h emañ an dour hag a raio vad din
Dourig ar fantan lez al lenn a rafe vad din
Ma vefe an hini a garan en degasfe din »
An dour da derriñ ar sec’hed. An dour da freuzañ tan ur garantez re loskus. Ur wezh c’hoazh, evel merket gant Jorj, Jorj Belz, hon eus pozioù manet bev a-dreuz an amzer, a-dreuz gwareg amzerel hon c’harantezioù denel. Emaomp gant reolennoù gramadeg hon drivliadennoù. Paotred, merc’hed, kozh, yaouank, pe… ne vern.
Naig, Naig Rozmor, renerez ar gerioù kaer ha goveliet hon blein betek penn galaksienn lennegel a-herie. Chalbotat a ra ar geriennoù, ar frazennoù, al lavarennoù a sav hon identelezh war gemm. Reiñ frankiz d’hon santimantoù dre frankiz ar yezh, se eo an oberenn. Bezañ e vijen techet da lâret ar bennoberenn :
« Eus pelec’h’ta teu ar c’hoant iskis
A darzh em c’hreiz
Pa harpez war va selloù da selloù ? »
« Met pok din ha pok din c’hoazh
Ma varvin ivez etre da zivrec’h. »
« Blein ac’hanon
Nozvezhioù a-bezh
Davet inizi ar garantez »
Ha n’int ket geriennoù, pozioù, ma c’hall pep hini ac’hanomp kavout boued da vroudañ e c’hoantoù, pe welloc’h, da ezteuler anezhe ? da vroudañ pe da ezteurel e garantez ? marteze e garantezioù ?
Trugarez da Ivoned, da Orwen ha da Naig, « en un emglev a zouster »… Hepte e vijemp tud paouroc’h…
Herve Bihan
Levrlennadur
Naig Rozmor, Karantez ha Karantez ha barzhonegoù all, embannet gant Bob Simon, Erwan Hupel ha Herve Bihan, Tir, 2023.
Herve Bihan, Notes et remarques sur les vers et fragments en moyen-breton ancien dits d’Ivonet Omnes (c.1330) – édition des vers et fragments, Studi Celtici, volume 8, 2012, pp. 177-186.
Herve Bihan, Diwar-benn al lennegezh krennvrezhoneg, hor Yezh, Nnn 305, Meurzh 2021, pp. 9-23.
Donatien Laurent, Aux sources du Barzaz-Breiz – La mémoire d’un peuple, ArMen, 1989.
Jorj Belz, Ar poz-kan adkavet / Le chant retrouvé, Mein ha Tud, n° 23, décembre 2005, p. 30-37.