Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 61 : CHANGELING

Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 61 : CHANGELING

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 61 : CHANGELING
Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 61 : CHANGELING

« Changeling », ur ger saozneg aes da gompren marteze ? Ma, n’on ket sur e oar pep hini ouzh petra eo stag ar ger saozneg-se, pan gomzer eus hon lennegezh pobl ! En liorzh vras ar c’hontadennoù brezhoneg zo nouspet kant ha mil anezhe. Ar ger « stumm » pan reer gantañ zo ur ger tremen paour evit reiñ da c’hoût petra eo o rummadoù d’ar c’hontadennoù-se, evel pa vefent greunennoù traezh o tiverañ diouzh palv ho torn, pan glaskit sammañ anezhe ! Greunennoù c’hwezhet pell pe pelloc’h gant avel hon sevenadur. Ne ouvezer ket, met ar greunennoù-se zo diamantoù evit gwir.

Hag en ur vozad kaer e c’hallit, marteze, mard oc’h leun a evezh, m’eo digor mat ho tivskouarn diouzh red avel hon sevenadur, derc’hel ganeoc’h ar rummad a reer « changeling » anezhañ. Ur rummad gant lâredoù, gant gwerzennoù, gant kontadennoù diwar-benn traoù kriz, fez’vat, diwar-benn al lac’hañ bugale munut-munut, er peurliesañ, ha se en o c’havell… Diamantoù drouk. Merkoù ur gevredigezh drouk ha diremed. Ar merc’hed, ar mammoù hag ar vugale….

Tout ar reseoù zo bet studiet gant ur c’helenner amerikan, un toullad bloavezhioù zo. Trugarez d’ar c’helenner Ashliman e ouvezomp forzhik traoù war an danevelloù-pobl-se.

Goût a reer a-walc’h petra eo framm an danevell : ur vamm laeret diganti he bugel nevez-ganet ha lakaet ur c’horr en e lec’h ; met kozh eo ar c’horr ha ne gresk tamm ha ne lavar mann. Aliet eo ar vamm da fardañ boued en ur glorenn-u dirak ar c’horr zo en kavell he bugel, d’e rediañ da gomz. Ur wezh en deus komzet eo skarzhet hag ec’h adkav ar vamm he bugel.

« Gwelet em boa stered a-raok ‘m boa bet gwelet al loar,

Gwelet em boa an u a-raok ‘m boa bet gwelet ar yar,

Gwelet em boa sankañ mez e-barzh en douar,

‘Raok ‘m boa gwelet ar wezenn-derv hag uhelvarr. »

Eme rimodell korrig ar stumm bet dastumet gant Mona Bouzec-Cassagnou en bro an Aven. Komzoù tost par-heñvel da gomzoù ar stummoù kembraeg, pe ar stummoù kutuilhet gant Kervarker en XIXvet kantved. Tost par-heñvel da gomzoù dastumet en nord Europa, evit gwir, er broioù keltiek, er broioù skandinavek, germanek. Ar pezh en devoa merket brav ar c’helenner Ashliman, just a-walc’h. Hag evel just anavezet gant ar vreudeur Grimm. Ha milliget e vin ma ne lâran ket zo bet tud all dre-mañ o tastum danevelloù heñvel, ken talvoudus all : Donatien Laurent, Yann-Fañch Kemener, Fañch an Uhel, hag all…

Ha sede zo ur stumm achapet eus ar strollad bras-se hag a zo en em gavet en tu ar Pireneoù. Petore tu eus an aridennad menezioù ? Ne vern, ar menezioù zo evel ar mor : disparti hervez an dud a sell oute a-bell ha liamm hervez an dud a vev gante.

Eus Pirineoù Eukariz e teu ar stumm-mañ. Dastumet gant ur Saoz, Wentworth Webster (1828-1907), ur pezh den anezhañ bet pastor anglikan, desket yezh ar vro gantañ, moarvat en tu Sara, lec’h ma oa o vevañ. War hent Wentworth e voe Katalina Elizondo en tro 1875, ha honnezh ha kontañ dezhañ kement-mañ :

« Evel kalz er bed-mañ e oa un aotroù hag un itron. En o aez e oant met n’o devoa ket gallet miret bugel ebet. Kalz o devoa bet, met an holl a oa aet da anaon. Brazez e oa an itron ur wezh c’hoazh. E penn-kentañ an nozvezh e roas buhez d’ur mab koant.

Daou baotr o devoa klevet ar c’heloù ha lâret a rejont an eil d’egile :

« Mat dimp aozañ ur friko, ret eo dimp laerezh ur penn-dañvad en ti-se. Ne daolint ket pled ouzhimp kement a levenez zo gante. »

Unan eus ar baotred ac’h eas neuze, e-tro unnek eur, war-du an ti. Kavout ar reas ur wrac’h kozh a lâras dezhañ :

« Da belec’h oc’h o vont ma faotr ? Netra gwelloc’h evit ar wirionez.

– Ac’hanta ! on o vont d’an ti-mañ-’n ti, gwilioudet an itron ha c’hoant ganin profitañ eus kement-se evit laerezh ur penn-dañvad. Ne daolint ket pled herie. Ha c’hwi, da belec’h oc’h o vont ?

– Me ivez ac’h a d’an ti-se. Ur wrac’h zo ac’hanon ha me eo en devoa lac’het o holl vugale.

– Ha penaos ‘ta ?

– Aezet eo. Pa vez ar bugel o tistreviañ ne lâr den Domine stekan (evit Dominus tecum !) ha sede e c’hellan tapout krog er bugel. »

Mont a reas tre ar wrac’h evel ma kare, hep mar, kalz aezetoc’h evit hon faotr, met, memes tra, e teuas-eñ a-benn da zont tre ivez. O klask war-lerc’h e zeñved e oa pa glevas ar bugel o tistreviañ. Lâret a reas a vouezh uhel, uhel-mat :

« Domine stekan, ha pa ne dapfen ket ma fenn-dañvad. »

Dont a rejont da welet piv a oa eno ha petra oa o lâret. Ar paotr a gontas ar pezh he devoa ar wrac’h lâret dezhañ. Evel a soñjit e voe lâret trugarez dezhañ hag e voe lâret dezhañ kemer ar c’haerañ eus an deñved. Laouen-kaer e oa an tad hag ar vamm gant bezañ gallet saveteiñ ar bugel-se, met, paour-kaezh tud, n’o devoa ket gwelet pep tra. Un diaoul a deuas da sammañ o mab, e gas gantañ hag e leuskel war vord an hent. Ur gweturer o tremen dre aze a welas ar bugel hag e sammas gantañ. Dimezet e oa, met n’en devoa morse bet bugel ebet. C’hoant bras o devoa da gaout unan. En o aez e oant int ivez. Laouen-kaer e voe e wreg pa welas ar bugel koant-se, hag e voe roet ur vagerez vat dezhañ. Ar bugel a greskas buan hag a deuas da vezañ koant meurbet. An diaoul en devoa kemeret lec’h ar bugel er gavell. Ar vamm a roe bronn dezhañ, hag er c’hontrol diouzh egile, ne greske tamm. Glac’har o devoa an dud gant ur bugel a-seurt-se, ne ouvezent ket petra soñjal. O mab gwirion a oa muioc’h evit dreist-speredek. Mezevennet e oa ar gweturer hag e wreg gant al levenez, hag e garet a raent evel pa vije o mab dezhe. Pa voe daouzek vloaz e lâras d’e dad ha d’e vamm e oa en e soñj mont da vanac’h. Mantret e oa ar gweturer hag e wreg hag a lâras dezhañ e oa a-walc’h mont da veleg. Met da c’houde pa weljont pegen bras e oa e c’hoant e laoskjont anezhañ da ober evel a gare.

Mont a reas kuit ha pa voe triwec’h vloaz e c’halle lâret an oferenn. Pa oa du-hont e tremenas daou zen hebiou liorzh e dad gwirion, hag int d’en em chikanañ. Ken broc’het e oant an eil ouzh egile ma voe lac’het unan anezhe gant egile ha taolet e gorf e liorzh e dad. E dad a voe barnet ha kondaonet d’ar marv evit bezañ lac’het hennezh.

Tra ma oa ar manac’h bihan o lâret an oferenn, e teuas un dube gwenn hag a lâras dezhañ petra a oa bet c’hoarvezet en ti e dad hag a lâras dezhañ e kemerfe an dube stumm ar manac’h, « hag ec’h i kuit dindan ma stumm ». A-youl-gaer e reas ar manac’h evel ma oa bet lâret dezhañ gant an dube, ha degouezhout d’ar c’houlz ma oad o vont da lakaat e dad da vervel. Heuliet e oa gant ar varnerien ha gant kalz a dud. Goulenn a reas petra en devoa graet. Lâret e voe dezhañ en devoa lac’het un den. Goulenn a reas oute bezañ madelezhus en e geñver a-raok e lakaat d’ar marv da gas anezhañ dirak bez an den en devoa lac’het; hag e voe respontet ya dezhañ.

Neuze ec’h ejont holl di. Ar manac’h a lakaas digeriñ ar bez, rentañ e vuhez dezhañ ha goulenn gantañ en ur ziskouez e dad :

« Hennezh eo en devoa ho lac’het ? »

An den marv a lâras dezhañ : « N’eo ket ! »

Goude bezañ lâret kement-mañ e varvas en-dro. Ar manac’h ne fellas ket dezhañ gouvezout piv en devoa e lac’het, gouvezout a rae a-walc’h evel-se. An tad a fellas dezhañ pediñ ar manac’h d’e di gant e goan, met en dez-se ne fellas ket dezhañ. Lâret a reas dezhañ :

« Dont a rin en deiz-mañ-’n dez. »

Evel a soñjit e voe friko bras da goan, ne vanke a netra. Pediñ a rejont o holl vignoned hag o holl anaoudegezhioù da zont da laouenaat gante. Pan degouezhas ar manac’h, an itron, a-raok mont en he c’hoazez, a c’houllas diskouez he mab m’he devoa roet bronn dezhañ e-pad triwec’h vloaz ha ne oa ket kresket tamm, met e oa chomet rik evel e oa da geñver e c’hanedigezh. En em lakaat a reas ar manac’h da bediñ ha gwelet ar pezh a soñjed bezañ ur bugel o nijal dindan stumm un diaoul tan ha flamm outañ hag o kas gantañ ul lodenn eus an ti. Lâret a reas d’e vamm e oa arabat bezañ glac’haret abalamour ma oa an diaoul en he zi, hag e vefe evurusoc’h hep ur bugel eveltañ.

Souezhet e voe an holl gant galloud ar manac’h, met ar vamm a oa bepred en poan. Ar manac’h, a-benn he frealziñ, a gontas e istor dezhi, e oa he mab gwirion, e oa bet sammet gant an diaoul ha laosket war vord an hent gantañ, e oa bet kavet ha desavet gant ur gweturer hag eo eñ e-unan en devoa bet c’hoant da vont da veleg, hag e oa he mab dezhi. An holl a voe badaouet gant seurt komzoù. Goude bezañ koaniet mat, ec’h en em dennas ar manac’h en e gouent, hag an tad hag ar vamm a vevas en enor, evel m’o devoa graet betek-henn ; hag evel m’o devoa bevet mat e varvjont ken mat all. »

N’ouvezer ket penaos eo en em gavet ar gontadenn-se en Sara, pe en trowardrioù. Met, un dra zo sur avat, n’eus tamm sevenadur na vefe kloz warnañ e-unan : reiñ, kemer, adreiñ, adkemer, tre evel an darempredoù etre an dud. Se eo ar Changeling gwir moarvat.

Herve Bihan

Levrlennadur ha lec’hiennoù

Lec’hienn ar C’helenner D. L. Ashliman bet en Skol-veur Pittsburg : Folktexts: A library of folktales, folklore, fairy tales, and mythology, page 1

Aarne, Antti & Thompson, Stith, The Types of the Folktale, Helsinki, 1964.

Bouzec, Mona & Laurent, Donatien, Ar bodenn ui, CD Tradition chantée de Bretagne / Les sources du Barzaz Breiz aujourd’hui, ArMen – Dastum, Volume 1, 1989, [levrig kinnig : pp. 68-72].

Bouzec-Cassagnou, Mona, Ar bodenn ui, Yannig an aod, Editions des Montagnes Noires, 2002, pp. 13-21.

Ferdinand, Sylvie (emb.) & Gwyndaf, Robin, La soupe dans une coquille d’œuf, Au Royaume du Dragon rouge / Contes et légendes du Pays de Galles, Terre de Brume, 2001, pp. 136-139.

Grimm, Brothers, The Complete Fairy Tales, Translated, Introduced and Annoted by Jack Zipes, Vintage Books, London, 2007.

Gwilhom, Joakim, Levr al labourer, adembannet gant Goulven Pennaod, Preder, 1978.

[Hersart] de la Villemarqué, Théodore, Barzas-Breiz / Chants populaires de la Bretagne, div levrenn, Paris, Delloye place de la Bourse, 1839.

Kemener, Yann-Fañch, L’enfant de la Korrigane, Récits et poèmes celtiques, Stock +, 1981, pp. 241-242.

Kervella, Frañsez, Diazezou ar sevel-gwerziou, Gwalarn, meurzh 1944, niv. 163, pp. 178-186.

Laurent, Donatien, Ar bodenn ui / L’enfant supposé, Tradition chantée de Bretagne, Les sources du Barzaz Breiz aujourd’hui, ArMen / Dastum, 1989, [levrig kinnig ar CD] p. 68.

Luzel, F.M., Gwerziou, levrenn II, Ar vates fall, pp. 532-537. [stumm eus Priel]

Webster, Wendworth, Haurra trokatua, Euskal ipuinak II, Xipri arbeldideren Edizioa, Donostia, 1993, pp. 27-30. Webster, Wentworth, Le Changeling (l’enfant substitué), Légendes basques, recueillies principalement dans la province du Labour

Le Studio - Agence de création graphique et web