CHANGELING (2)
Er sûn all e tisklêrien penaos eo stag ar ger saozneg « changeling » ouzh ur rumm kontadennoù, kontadennoù kriz, mard eus ! Met ankouaet ganin kontañ n’eo ket er c’heñver-se em boa graet anaoudegezh gantañ da gentañ.
Fez, nann, kalz a-raok, kalz a-raok ma’m bije gallet soñjal petra’m bije graet eus ma buhez ! Nann, ne oan ket war barlenn ma mamm ken. Ur c’hrennard, traken. Ur c’hrennard en touez krennarded all er bloavezhioù 70. Lod a lâr e oa ar bloavezhioù-se bloavezhioù an disoursi. Marteze a-walc’h, ar mare ma oa brezel heugus ar Vietnam o vont da echuiñ, ar mare ma oa fourret brezel an Aljeri pell-pell en memor donañ ar gevredigezh, daoust da vennozh un Talbenn Dieubiñ bennaket bezañ sanket en penn lod. E oamp en kreiz an ekonomiezh en he gloria mundi. Goût a ouiemp petra oa kuzumiñ… ar pailhuroù laosket ganimp…
Hon rochedoù a oa diouzh livioù flimin ar bleunioù da gas war-raok hon mennozhioù sikedelek ! Giz ar bragoù pav-olifant ne oa ket pell… gwiskañ a raemp hon bragoù jean kentañ. Lod kamaraded a nac’he lakaat botoù en o dreid : nann, bale war o dreid noazh, diarc’hen, discalceat en doareoù sentigoù mousc’hoarzhus pe neuze gant sandalennoù, lod graet er gêr… keit na oa ket re griz an amzer ! Lod a douge, fier-ruz, ur pezh triskell ouzh o bruched… divlev, daoust d’ar blev hir o tont da vezañ penn-merk hon « dispac’h » ! Lod a stourme kalet, ha kaletoc’h zoken, evit dont a-benn da lakaat teir blevenn staliet gant poan war o groñj da dont da varv… Klask a raemp toullañ un tamm plas d’hon c’harantezioù yaouank ha leun a spi…
Ar festoù-noz a vleunie, hag ar c’hoarzhadegoù a darzhe. Traoù all a darzhe ivez ! Ar manifestadegoù niverus hon lakae da ober sport ha da viret ouzh hon groñj da vezañ druz, evel hini ar vourc’hizien. Ar bier gwashoc’h evit gwelien, ar butun liesstumm pe ar struj bamus a rene… hervez an dud. Ur bed o tizoloiñ c’hwezh nevez ha moged degemerus. Ma n’eo ket ar verb amboulat a oa bet pledet gantañ stank, ne welan ket petore hini all !
Ma, arabat soñjal zo hiraezh da gaout abalamour d’ar bloavezhioù-se. Pep rummad en devez e stumm da dihuniñ !
Hag evel just kement heñvelidigezh ouzh tud anavezet ganeoc’h (na c’hwi marteze) zo degouezh, ha degouezh nemetken !
Bloavezhioù Yod Kerc’h, bloavezhioù ar stourm war an dachenn da heul Skol an Emsav ha meur a zek aozadur all… Ur birvilh a degaso Diwan, ken pouezus evit dazont hon c’hevredigezh vrezhoneg. Pouezus ? Nann, diziouerus.
Kinkladur ha framm romant dispar Bernez Tangi : 1973. Da lenn ha da adlenn : ar reoù o devoa bevet ar c’houlz-se da adkavout memor bev… ha d’ar reoù yaouankañ da gompren spered o zud, o zudoù-kozh… Kanañ, c’hoarzhin, mezviñ, karet, stourm… bevañ, mervel a-wezhioù.
Penaos ankouaat merkoù all hon memor sanket en tu all d’hon mor keltiek : ar « Bloody Sunday » en genver 1972, en karter Bogside Derry, ma oa bet muntret didamant ar spi ha gwirioù ar bobl. Pe c’hoazh en tu all d’al Liger ha d’ar Pireneoù : prosez Burgos, nebeut a-raok, en enep da stourmerien ar frankiz. En hon memor emañ ivez Salvador Puig i Antich, an den diwezhañ lakaet d’ar marv gant ar sparl-kroug, en 1974. Gwaskañ ar pobloù, ar respont nemetañ roet d’o goulennoù reizh. Rummadoù merket da viken.
Nann, ma darempred kentañ gant ar « changeling » a voe diwar darempred sonerezh ur strollad amerikan, The Doors hag o devoa tennet o anv diwar « The doors of perception » « Dorojoù ar merzhoud », un oberenn gant Aldous Huxley embannet e 1954, titl preizhet digant bommoù gant William Blake ! Dorojoù ar merzhoud ! Evel just e klote an titl-se gant ul lod kaer eus ar pezh am eus meneget uheloc’h… The Doors war marzoù ar sonerezh « rock », « jazz », « blues », war marzoù an Dispac’h, Dispac’h ar yaouankizoù, war marzoù bed hon merzhoud…
War o fladenn diwezhañ holl, L.A. Woman (1971) emañ The Changeling, rentet en brezhoneg ganin ha ra vin digarezet ma’m eus kemeret un dister a librentez gant ar skrid saozneg :
En kêr e vevan
En kreiz-kêr e vevan
En trowardro e vevan
Gwenneien’m boa, ha n’em boa ket
Gwenneien’m boa, ha n’em boa ket
’Met ne oa morse ken berr ganin na c’hallen kuitaat kêr
Ur « changeling » zo diouzhin
Sell pa cheñchan
Ur « changeling » zo diouzhin
Sell pa cheñchan
Me eo an aer a analez
Ar boued a debrez
Ar vignoned a gavit er straed ouerous
Sell pa cheñchan
Sell pa cheñchan
En kêr e vevan
En kreiz-kêr e vevan
En trowardro e vevan
Gwenneien’m boa, ha n’em boa ket
Gwenneien’m boa, ha n’em boa ket
’Met ne oa morse ken berr ganin na c’hallen kuitaat kêr
Ma, me eo an aer a analez
Ar boued a debrez
Ar vignoned a gavit er straed ouerous
Ret dit ma gwelet o cheñch
Sell pa cheñchan
Ya, kuitaat a ran kêr
Gant tren kreisnoz
Ret dit ma gwelet o cheñch
Cheñch, cheñch, cheñch
Cheñch, cheñch, cheñch
Cheñch, cheñch, cheñch
Cheñch, cheñch, cheñch
Cheñch, cheñch, cheñch
Cheñch, cheñch… evel klogor Taliesin en ur gevredigezh aloubet gant ar « Protest songs », kanet gant Bob Dylan, Joan Baez, Leonard Cohen… Hag ivez en 1972, tarzhadenn diskuliadenn divuzul Alan Stivell en Olympia. Hag ivez Yann-Fañch Kemener, gant e dispac’h sioul hag efedus, oc’h adreiñ lorc’hentez da gan ar bobl, ur c’han deuet eus bouzelloù an Istor. Tommañ ar c’halonoù evit tommañ ar speredoù hag hon lakaat da adkavout hon identelezh laeret, diverket, mezhekaet. Moarvat eo se a rankomp derc’hel eus ar bloavezhioù tan-se. Hon « Protest songs » a oa just kanañ en brezhoneg. Ar reoù o devoa adtapet neudenn bresk ha tanav ar brezhoneg d’ar c’houlz-se a oar…
Herve Bihan
Levrlennadur, pladennoù ha lec’hiennoù
Bernez Tangi, 1973, Skrid, 2016 : https://brezhoneg.org/fr/livres/1390-1973-9782955154113.html
The Doors, L.A. Woman, Elektra, 1971
The Changeling : https://www.youtube.com/watch?v=qtN8UPjN5WU
Skridoù gant Jim Morrison : https://www.icigrandsboulevards.fr/product/1828637/morrison-jim-wilderness-ecrits-perdus




