Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 63 : BEVAÑ

Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 63 : BEVAÑ

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 63 : BEVAÑ
Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 63 : BEVAÑ

BEVAÑ

Ur verr a gronikenn er sizhun-mañ. Met ur gronikenn o kinnig un destenn ma rae Per Denez ur berlezennig anezhi. Un tamm skrid berr gant Youenn Drezen (1899-1972), unan bet skrivagner en-dro d’ar gelaouenn Gwalarn.

Gwalarn zo lidet evit ar bloaz kant vloaz he c’hrouidigezh. Gwalarn hag a zo bet ken pouezus evit hon lennegezh vodern… Hep Gwalarn n’on ket sur e vefe bet tizhet ur statud a yezh vodern, a yezh krouiñ, a yezh dimp da vevañ bemdez en hon yezh, a yezh dimp da soñjal en hon yezh.

Sede, skrid an Drezen ne oa ket bet embannet war Gwalarn met war ur gelaouenn all eus ar memes mare, ha ne vern. Rak Gwalarn a vroude hag a vroud c’hoazh lec’hioù krouiñ all. Un avel a grouiñ hag a gemer an dazont yezhel en karg. An avel-se zo bet un avel o freuziñ ur bed sioul, kozh, folklorel, staliet mat ha harpet war gantvedoù a genasant gwak ha gaonac’h, evit gwir.

An Drezen a oa eus ar ouenn-se. Tailhet eskell ar frankiz lennegel dezhañ, en kenc’hoarzh gant e vreur a bluenn, Jakez Riou (1899-1937), en devoa gouvezet lemel e arm yezhel hengounel ha kaer, kement ha sevel un oberenn hag a gonto evit meur a rummad.

Ar vignetenn vuhez zo eus ar skrid « Bevañ » zo evel ur skeudenn, n’eo ket kement-se eus ur Vigoudenn gozh met kentoc’h eus unan gozh tost d’an termen hag a oar pegen talvoudus kement koulz-amzer bevet, dalc’het da vezañ bevet : « ar joa da vezañ bev ! », emezi. Anv ar brederourez-se a chomo dianav da viken, nemet e talvezo he c’hentel a-hed ar wezh !

Herve Bihan

« Ur Vigoudenn gozh, kramennet ha roufennet he dremm, ha kruchet he c’hein, ken na oa, a oa azezet, o tommheoliañ, hec’h-unanig, harpet war he bazh, e traoñ diri-mein ar groaz a zo savet e penn an hent geot a gas da zismantroù maner Lestiala, e Ploveur.

Hag e c’hoarzhe outi hec’h-unan. Hag e c’hoarzhe, siwazh dezhi, a galon vat, ken na vere an dour diouzh he daoulagad :

– ’Ve, moereb ! Me ’lavar e c’hoarzhez kalonek.

– Ya ! Va faotr bihan ! Gant ar joa da vezañ bev ! »

Youenn Drezen

Levrlennadur

Youenn Drezen, Bevañ, SAV, niv. 10, Nevezamzer 1938.

Youenn Drezen, Bevañ, SKRID, niv. 43-44, 1985. [raklavar gant Per Denez]

Labour a-stroll, E koun Youenn Drezen (1899-1972), Embannadurioù Al lanv, 2022.

Herve Bihan, Bevañ, Al Liamm, Niv. 446, 2021, p. 52.

Le Studio - Agence de création graphique et web