EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (1) An Trevoù. Er vro eo kentoc’h « An Treoù » hag a-wezhiouigoù « An Treo » hag a lârer, met n’eo ket evel pan lârer « traoù » avat ! Ha seul belloc’h diouzh an Trevoù seul sklaeroc’h e klever an Trevoù. Ma, me zo eus bro ar reoùalâreantrevoù, dre ma oa pell ma Dreger-Vihan genidik diouzh an aod-se ! Met, da lârezh ar wirionez, ya, ar wirionez wir evel ma lâre Jañ-Ma’i, n’eo ket se a veze lâret met kentoc’h… Traezhtel. Petra a refet, brudetoc’h, kaeroc’h, plijusoc’h… an aod. Se zo, tre evel ar Porzh-Gwenn o laerezh he dog-pluñv digant Perwenan… Tre evel Perwenan bet o klask troc’hañ pluñv tog Landreger ! Petra a refet, bezañ en penn ar c’hanton n’eo ket dister !
Ma, ar reoù a oar eus an Trevoù hag eus Perwenan n’eus tamm malis en enne, nemet c’hoarzh ha fent, evel just.
An Trevoù. Un toullad, brezhonegerien eus an dibab, a soñj dezhe zo aze ur c’halz. Ya, anat deoc’h, gant an dibenn -où-se evel er gerioù pennoù, toulloù, he me oar, e kreder zo ur c’halz. Met, daonet, siwazh, truez, milsanderwanvinniget, n’eo ket se… N’eo nemet (fin, n’eo ket fall c’hoazh), un dibenn evit paramantiñ ar gerioù a doareoù kaer, plijus. Yann zo kaer, Yannoù zo kaer ha plijus ! Ha Yannig ? An -ig amañ eo ar paramanter plijusaat, evel an -où pelloc’h. Ma, ar galleg a lâr « hypocoristique ». Galleg ? Ur yezh gant flac’hioù ar gregaj…
Entre Lezardrev, Planiel ha Plourivoù zo ul Ledanoù : ul lec’h brudet evit bezañ ledan, mann all ebet. An dud Rio, Riou zo eus tud gant anvioù eus ar memes gouenn.
Ma, an Trevoù, koublet gant Trewinieg, amezeg da Drelêvern, tachennoù eñvoriñ Gwennole ha Leverin, sent disent anezhe moarvat. Un drev, ul lec’h gant tud, ul lec’h gounidet er penn-kentañ, aet da gêriadenn. Aet da gêr en bro Kembreiz, da gêr vras memes.
Ni a oar petra eo un trevad : frouezh labour un douar difraostet… pell zo. Kement-mañ hon c’has d’ar c’houlz kozh-kozh ma oa deuet ar Vretoned kentañ da lakaat an arigrap war douaroù ar vro-mañ… Kavet, laeret ? Den na oar ervat, met gouvezet o deus dont niverrus a-walc’h evit lakaat o lezenn da ren. O lezenn ? Ya, hag ivez o yezh ! Sede, trevadenniñ a oa bet o c’hefridi.
Trevadenniñ ha trevadenniñ zo avat. Abaoe m’eo skrivet an Istor, ha luc’hskeudennet ivez, e ouvezer re zo meur a stumm d’an trevadenniñ : preizhañ ar broioù, dismantrañ ar sevenadurioù ha pulluc’hañ ar yezhoù da ober eus ar pobloù tud sentus, sklaved en meur a geñver evit mont en servij an drevadennerien. Ha ma vefe ur gartenn-bost gwenn-ha-du gwirion da embann : den ebet ken, tud diverket. Ober dioute estrenien en o bro…
En e levr Identelezh ar C’hantread, J.M.G. ar C’hlezio ne lâr mann ebet all pan gont ur veaj entre Casablanca ha Marrakech er bloavezhioù 1950. Bugel, krennard da zont prim, e oa bet test eus se :
« Ma zad hag a oa mezeg en arme trevadennel Breizh-Veur a voe skodeget gant un abadenn zo chomet em spered. Er bus e oamp hag ar blenier, ur Gall, d’ur c’houlz bennak, a chomas a-sav, ha kontrolliñ ar veajourien ; en o mesk e oa ur paour-kaezh kozh a oa re verr evit paeañ e veaj. Ar blenier a lakaas diskenn ar paour-kaezh peizant marokan war an hent, en kreiz ar maezioù, hag eñ diskenn. Ha ma zad lâret : ‘Gwelet a rez, kement-mañ, eo an trevadenniñ, ret eo paouez gant ar sistem-se rak n’eo ket reizh chom hep rannañ gant un den kozh hag hep reiñ dezhañ an tremen gant ar bus’. Sede ’ta, bezañ eo en ur vont da Varrakech ma spurmantis direizhter an trevadenniñ. »
Identelezh ar C’hlezio zo evel tammoù ur mildamm strewet er seizh avel, peuzeul ur vuhez harpet war souezhennoù ar beajoù diavaez ha diabarzh. Kejadennoù ar sevenadurioù, ar yezhoù diniver a ra ur binvidigezh pinvik. « Ar chañs hag an dichañs am eus bet da dont er bed e-kerzh ar brezel, rak ar vugale deut evel-se e-kerzh ur brezel a daol kalzik pled ouzh gwaleur ha diaester ar vuhez. » Emezañ pan oa en Nis (Nikaia gozh) gant e vamm, e vamm-gozh, e vreur. Hag e dad en Afrika, mezeg (« N’em eus ket graet anaoudegezh gantañ a-raok an oad a dek vloaz. »).
Ne soñj ket din eo bet taolennet ken splann an harlu kontrol. Ha n’eus ket bet tud all o vevañ ar memes tra ? Eo, geo, bo… Met, ma Doue, gantañ hon eus geriennoù eeun gouest da dizhout hollvedelezh spi an denelezh en amzerdadont.
Ur frealz…
Herve Bihan
Levrlennadur
J. M. G. Le Clézio, Identité nomade, Robert Laffont, 2024.
Émile Kerjean, Jean-Marie Le Clézio et la Bretagne, Skol Vreizh n° 69, 2014.
Erwan Vallerie, Communes bretonnes et paroisses d’Armorique, Beltan, 1986.




