Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 65 : EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)

Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 65 : EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)

Accueil » Actualités » Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 65 : EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)
Un Breton de Trévou – Hervé Bihan- parle aux Bretons de Trévou et d’ailleurs en Breton. Kronikenn 65 : EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)

EN KOMPAGNUNEZH J. M. G. AR C’HLEZIO (2)

Lennegezh. Ar c’hallegerien a ra gant « Littérature », diwar ar ger en deus roet « lizherenn » en brezhoneg, ha se, evel en ur bern yezhoù all.

Ni, brezhonegrien, omp tud chañsus avat. Ur yezh pindidik eo ar brezhoneg, ur wirionez na blij ket bezañ dispaket d’ar revrioù stouvet niverus a glask omp lakaat da dud gros ha disevenadur, sal ho kras. Sede, ganimp zo ur ger kozh-kozh, len, kenderv d’al latin « legere », hag ur ger kalz nevesoc’h hag implijetoc’h, a-bell, lenn, deuet diwar al latin-se, just a-walc’h. Diwar ar ger « legendum » « ar pezh zo da vezañ lennet, ar pezh zo da lenn ». Ya, gwezhall e oa ret lenn buhez ar sent ha kemer skouer diwarne ! Lennit pizh hag e welfet n’eo ket skouerioù mat ha kaer a veze kinniget bep tro !

Ma, len pe lenn, ar vrezhonegerien o deus kemeret o frankiz ha divizet sevel o lennegezh, ha n’eo ket dister diviz. O ger o deus ! Ur yezh emren, ul lennegezh emren, luganoù politikerezh ur sevenadur zo dimp. Gant se ne vezomp ket trubuilhet pan vez anv eus lennegezh dre skrid pe eus lennegezh dre gomz… Lennegezh.

Sede, lenn zo sevel pe broudañ sevel, lenn zo ivez perc’henniañ : ar brezhoneg zo evel ar yezhoù all (ar pezh na blij ket da lod skolveuridi klevet… pe lenn ?). Ur benveg da gemer en karg un herêzh a-gozh pe nevez, hervez an degouezh, met bep tro en liamm gant ar gevredigezh. Kontadennoù ha danevelloù, kanaouennoù ha barzhonegoù. Savet er gevredigezh vrezhoneg, pe troet diwar ur sevenadur pe gevredigezh all. Ar pezh zo da lenn eo ar rekiz m’eo pal kement lennegezh. Hep hon lennegezh e vefemp evel en ur vag war an argoll en kreiz morioù hep anv, hep kartenn, hep stur, hep meneg eus ar c’herreg noazh o sevel hag o klask hon dizhout hag o klask goullonderiñ mel hon eskern gozh harpet war un amzer n’hon eus soñj ebet eus he fenn-kentañ. Al lennegezh zo merket gant an deraouiñ, ur stourm dizehan ouzh ar mervel.

« Er bed trubuilhet ma vevomp ennañ, e teu din alies da c’hoût da betra servij al lennegezh. Ur skrivagner iwerzhonat brudet abalamour d’e ironiezh, Oscar Wilde, bet savet gantañ ivez ur barzhoneg dispar evit diskuliañ ar varn d’ar marv, Balladenn karc’har Reading, en devoa skrivet en rakskrid e romant-emvuhez Poltred Dorian Gray : ‘All art is perfectly useless’, ‘Kement arzh, hag al lennegezh e vefe, zo diezhomm, anat deoc’h’. Bezañ e c’haller sellet ouzh ar gerioù-mañ gant meur a lagad disheñvel. Diezhomm eo al lennegezh, met marteze e c’hall tizhout ar peurvad, dre ma vo neuze diezhomm da vat. Diezhomm eo, met memes diezhomm evel-se, e c’hall bezañ peurvat. Un doare all a vefe soñjal n’eus ket eus ar peurvad ha kement tra evit e dizhout zo diezhomm.

Pan vêr gant gerioù o tisteraat kement ma n’int ket gerioù o tismantriñ, Lu Jin, barzh sinat eus ar VIe kantved a-raok hon mare, a ro respont en e Rapsodienn war al lennegezh : « Bras-meurbet eo an ezhomm eus al lennegezh a vod enni meur a bennaenn, rak sevel a ra ur roudouz a-dreuz ar milionoù a vloavezhioù, hag e ra beaj betek mil ‘li’ hep skoilh ebet. » Al ‘li’ a dalvez kement ha c’hwec’h kant metr, ar pezh zo dister. » eme J. M. G. ar C’hlezio.

Mil li pe kant lev, kant vloaz pe mil bloaz, dimp da derc’hel gant ar pezh hon dalc’h bev. Lenn, skrivañ, treiñ, keñveriañ, beajiñ… Bravat programm…

Herve Bihan

Levrlennadur

Pascale Casanova, La République mondiale des lettres, Points – Essais, 1999.

Roparz Hemon, Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, Al Liamm, 1972.

Herve Bihan & Aurelia Arcocha (renerezh), Territoires, langues, littératures & cultures : confrontation, lectures, translations, Iker & Tir, 2022.

Jon Casenave, Gwendal Denis, Erwan Hupel, Les nouveaux chemins de la littérature – Repenser l’analyse des littératures en lnagues minorisées, Tir, 2020.

Gwendal Denez, Barzhoniezh maread gwalarn : modern pe get ?, Klask, Levrenn 3, 1996, pp. 107-114.

Le Studio - Agence de création graphique et web