Kronikenn 2 GWRAC’HED HA GWRAC’HED ZO !
Pa vez anv eus gwrac’hed e teu meur a dra da spered an dud. Ar besketourien a soñjo diouzhtu en ur pesk. Ar begoù lipous a soñjo er memes pesk, mat da debriñ. Bezañ e ranker goût poazhat ar wrac’h avat ! Poazhet er forn eo mat-tre, kredit ac’hanon.
Bezañ e teu ivez da soñj an dud eo ur ger graet gantañ evit ar merc’hed kozh, pe goshoc’h, pe goshoc’h evit koshoc’h. Hag alies merc’hed kozh gant un tamm galloud kuzh. Kit da welet… Ne ouvezer morse ! Ha gwelloc’h chom hep goulenn…
A-hend-all, ar re goshañ ac’hanomp o deus bet klevet komz eus Gwrac’h-an-Holen, marteze : ar plac’h a gase ar bugel d’an iliz, da vezañ badezet.
Met, en taol-mañ ne vo ket anv eus pesked, nag eus badiziant nag eus merc’hed kozh memes.
Ur wrac’h zo ivez evel un doare sorserez, nemet ec’h echu fall troioù ar sorserezed gwall alies ! Ar wrac’h, honnezh, a chom jentil… peurliesañ. Nemet e vije fulor en enni !
Sede zo ur wrac’h all n’eus ket bet anv anezhi c’hoazh, a gav din. Ur wrac’h o chom en Trevoù, e-kostez ar Roioù memes…
Pa vez garv an amzer, pa vez trouzus ar mor, pa vez uhel ar gwagennoù o tirollañ war ar c’herreg e vez klevet, neuze, Gwrac’h an Trevoù o sevel he mouezh rok !
Ha da bariañ zo e vez sikouret brav gant Karreg-an-Toull-Soner : yud an avel o veskañ gant trouz ar mor e fulor. Sed aze un abadenn !
Honnezh eo ar wrac’h am boa klevet kaoz anezhi un dek vloaz bennaket, gant unan a oar eus troioù an aod.
Ha pa oa bet ar gwallamzer e penn-kentañ miz du diwezhañ, hini Ciarán, eo bet klevet mouezh kreñv ha rust Gwrac’h an Trevoù en tu all d’ar Roioù ! Peadra da spontañ hag an dud hag al loened !
Herve Bihan
Levrlennadur berr ha lec’hiennoù
Ménard, Martial, Pennadoù Sul / Chroniques bretonnes, Al Lanv, 2021, (p. 226, n° 169)