KÊR-IZ EN TREGER (1 sur 2) : Les deux lettres en Breton, la 4 et la 5 à venir, portent sur l’existence de la Ville d’Ys en Trégor, entre le Trévou, le Port-Blanc et les Sept-Îles.
Ma zo ur vojenn – pe ur mit (gwengel e brezhoneg chik) eme lod – eo hini Kêr-Iz. Bezañ eo mojenn vrudet ar c’hêrioù beuzet gant ar mor. Ar vojenn zo anavezet e pep lec’h war an arvor e kornôg Europa : bezañ eo roud ar mor oc’h uhelaat d’ar c’houlz, pell-pell zo, ma oa ar skorn bras o teuziñ, o vont da dour. Ur mare na oa ket ganet tud-iou-gozh ma zud-iou-gozh evit c’hoazh !
Ar mor oc’h uhelaat evel herie gant ar cheñchamantoù hin, amzer ha me oar. Sellit amañ ar gartenn savet gant Perrin Remonté, ur gartenn da ziskouez penaos e vefe mac’h afe ar mor da uhelaat eus 70 m goude an diskornañ penn da benn :
https://www.science-et-vie.com/article-magazine/la-bretagne-va-t-elle-devenir-une-ile
Faltazi ? Piv’oar… Peadra da vagañ mojennoù all ! Ma, Landreger beuzet da vat… Landreger ur Gêr-Iz nevez all ?
Digorit al levrioù mat hag e welfet emañ Kêr-Iz e-kostez Douarnenez. Pell eo Douarnenez ha koulskoude emañ ivez Kêr-Iz en Treger. Memor ar vro a lâr emañ war-du ar Jentilez memes !
Mojennoù ha kontadennoù zo, kement ha kontantiñ an holl, a lâr e oa Kêr-Iz etre Douarnenez hag ar Porzh-Gwenn. Sede ar Jentilez a vefe rivinoù ar gêr, hervez kont. An Iliz-Veur a vefe lec’h m’emañ kerreg dañjerus an Treoger.
Met abaoe e vez lâret : « Etre Treoger ha Lokemo / emañ palez an Ankoù ! ». Un doare koñjuriñ avat, goude dismantr ar Gêr.
Ha piv n’anavez ket pozioù kentañ gwerz Kêr-Iz, savet gant Olier Souestr pell zo ? Ur werz o kontañ penaos zo ur gêr hag he zud o vont war-goll, a-raok bezañ lonket ha lipet gant ar mor :
Petra zo nevez e Kêr-Iz,
Maz eo ken drant ar yaouankiz,
Ha ma klevan ar binioù,
Ar vombard hag an telennoù ?
N’eus e Kêr-Iz netra nevez
Rak ar festoù-mañ ’vez bemdez,
N’euz e Kêr-Iz nemet traoù kozh,
Rak ar festoù-mañ ’ve bemnoz.
Bodennou drez zo diwanet
War dor an ilizoù serret
Ha war ar beorien o ouelañ,
E losker ar chas d’o draïlhañ.
Da c’hwezek vloaz, an holl verc’hed
N’o deus Doue ’met ar pec’hed,
Ha da ober o c’hurunenn,
E roont o c’haerañ rozenn.
Lâret e vez e oa kant iliz hag unan en Kêr-Iz ! Lâret e vez ivez e oa anezhi ur gêr goulaouet kaer noz-dez hag a veze gwelet a-bell gant ar vartoloded… Met lonket gant ar mor n’eus mui nemet roudoù mein teñval…
Lod a lâre ivez e poke Kêr-Iz ouzh an Trevoù : en Traezhtel, emezo, zo ur c’hoad bras dindan an traezh a oa da Gêr-Iz. Met kit da c’hoût !
Koñchennoù ha koñchennoù zo…
Sede amañ ar pezh all a oa bet kontet gant Jan-Mari Benard, eus ar Porzh-Gwenn, da Anatol ar Braz, tost hanter-kant bloaz zo :
« Patron ur vag hag e vous a oa aet o-daou da besketa. Hanter-hent da aodoù ar Jentilez, int da eoriañ. Ken tomm e oa an amzer ma vanas kousket ar patron goude un eurvezh bennak.
Da goulz ar mare tre e oa.
Ken izel ec’h eas ar mor ma n’en em gavas ar vag war ar sec’h.
Estonet bras e voe ar mous pan welas en-dro dezhañ, n’eo ket bezhin, met ur parkad piz-bihan. Ne dihunas ket ar patron, met lammat war an douar ha dastum par ma c’halle eus ar c’hlor glas. Leuniet ar vag dioute.
Pan dihunas ar patron e oa aet uhel ar mor. Ken estonet all e voe o welet ar vag leun a biz-bihan, hag o welet ar mous oc’h ober chegenn gante.
– Petra eo kement-se ? emezañ, en ur frotañ e zaoulagad, ken mezevennet e oa.
Ar bugel a gontas dezhañ petra ’oa.
Sede ma komprenas ar patron o devoa krapet an eor e bannlev Kêr-Iz, lec’h ma oa legumajerien ar gêr vras o c’hounit douar o farkoùigoù. »
Me, ar piz-bihan mat diwezhañ am eus debret eo reoù ma amezeg avat ! Un amezeg war an aod ha n’eo ket en tu all d’an aod ! Ha mat heugus e oant !
Ken ar sizhun a zeu !
Herve Bihan
Levrlennadur berr
Gaultier du Mottay, J., Vivier, Ed. & Rousselot, J., Géographie départementale des Côtes-du-Nord, Saint-Brieuc – Paris, 1862.
Le Berre, Alain & Omnès Abel, Toponymie nautique de la côte nord de Bretagne entre le plateau de La Méloine et Les Héaux-de-Bréhat, Paris, 1973.
Le Braz, Anatole, La légende de la mort chez les Bretons armoricains, cinquième édition, Paris, 1928. [hervez reprint Laffitte, Marseille, 1974, levrenn 1]
Da selaou :
Gwerz Kêr-Iz kanet gant Padrig Ewen (1977) :
https://www.discogs.com/fr/release/1852465-Patrik-Ewen-Ker-Ys
Gwerz Kêr-Iz kanet gant Yann-Fañ Kemener (1995) :